se ar sakriñer a raio an diskarg evit an den ze, evit ar pec’hed hen deuz groet, hag e vezo pardounet dezhan.
5 Mar pec’h unan benag o veza test, goude beza klevet gir al le, o tremen hep diskleria ar pez hen deuz gwelet pe ar pez a oar, e tougo he fallentez. 2 Pe pa hen devezo unan benag, hep gouzout, dezhan stoket eun dra huduret, pe korf eul loen hudur, pe korf eul loen gwez hudur, pe korf eur ruzer hudur, e vezo souliet ha koupabl. 3 Pe pa na wezo ket, pe pa wezo, e stoko eun hudurnez den benag, en pez doare benag ma vezo en em huduret, e vezo koupabl. 4 Pe ma ve unan benag, o komz gant skanvadurez a vuzellou, hen devezo groet le da ober mad pe fall, hervez ar pez a hell an den ober gant le a skanvadurez, ma n’hen goar ket pe ma hen goar, e vezo koupabl var unan ar c’hazou ze. 5 Pa vezo eta unan benag koupabl euz unan an traou ze, ec’h ansavo an dra dre behini hen deuz pec’het, 6 hag e tigaso d’an Aotrou he sakrifis evit an affronterez, evit ar pec’hed hen deuz groet, eur valez a loened bihan, eun danvadez pe eur c’havr, en sakrifis evit ar pec’hed ; hag ar sakrifier a raio evithan an diskarg euz he bec’hed.
7 Ha ma n’hen deuz ket ar galloud da brena eun danvadez pe eur c’havr, e tigaso d’an Aotrou, en sakrifis an affronterez, evit he bcc’hed, diou durzunel, pe diou goulmik ; unan en sakrifis evit ar pec’hed, hag egile en sakrifis-losk. 8 Ho digas a raio d’ar sakrifier, pehini a ginnigo da genta an hini a vezo evit sakrifis ar pec’hcd ; frika a raio dezhan he benn tost d’he c’houzouk, hep e ranna ; 9 neuze e raio skuliadurez, var eur c’hostez euz an aoter, euz goad ar sakrifis evit ar pec’hed, hag an nemorantt euz ar goad a vezo taolet euz troad an aoter ; eur sakrifis eo evit ar pec’hed. 10 Ober a raio euz al lapous all eur sakrifis-losk, hervez an urz. Hag evel se ar sakrifier a raio evit an den ze an diskarg euz he bec’hed pehini hen deuz groet, hag e vezo pardounet dezhan.
11 Ma n’hen deuz ket a eaz da gaout diou durzunel pe diou goulmik, e tigaso evit he brof, evit ar pec’hed hen devozo groet, an dekvet euz a eun efa bleud kun, evel sakrifis evit ar pec’hed ; na lakao ket a eol varnezhan, ne lakao ket a ezans varnezhan ; rag eur sakrifis eo evit ar pec’hed. 12 E zigas a rai d’ar sakrifier, hag ar sakrifier a gemero eun dornad outhan en memor, hag e lakai da loski var an aoter, en doare ar sakrifisou groet dre an tân d’an Aotrou ; eur sakrifis eo evit ar pec’hed. 13 Evel se ar sakrifier a raio diskarg evit an den ze, evit ar pec’hed pehini hen devezo groet en kenver unan an traou ze, hag e vezo pardounet dezhan ; hag an nemorant a vezo evit ar sakrifier, evel ma ve en offrans.
14 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, en eul lavarout : 15 Pa raio unan benag eur fallentez ha pec’hi dre errol, o terc’hel traou kensagret d’an Aotrou, e tigaso d’an Aotrou en sakrifis evit ar pec’hed, eur maout difaot, kemeret euz ar vanden, hervez da briz en siklou arc’hant, hervez sikl ar santuar, en sakrifis evit ar pec’hed. 16 Renta a raio an dra en pehini hen devezo pec’het en kenver ar santuar, o lakaat ennhan ar bempvet euz he dalvoudegez, hag e roio anezhan d’ar sakrifier. Hag ar sakrifier a raio diskarg evit an den ze gant ar maout a sakrifis evit an affronterez, hag e vezo pardounet dezhan.
17 Ha pa hen devezo unan benag pec’het, oc’h ober, hep gouzout, a enep unan a c’hourc’hemennou an Aotrou, ar pez ne dle ket beza groet, e vezo koupabl hag e tougo he bec’hed. 18 Digas a raio eta d’ar sakrifier, en sakrifis evit an affronterez, eur maout difaot, kemeret euz an tropel, hervez da briz ; hag ar sakrifier a raio evithan diskarg euz ar pec’hed pehini hen devezo groet dre errol, hag hep gouzout, hag e vezo pardounet dezhan. 19 Eur sakrifis eo evit an affronterez : en em rentet eo tamallabl en kenver an Aotrou.
6 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 2 Pa bec’ho unan benag ha pa raio affronterez a enep an Aotrou, o c’haouiadi d’he nesa divarbenn eun depot, euz eun dra fiziet ennhan, euz eul laeronsi, pe oc’h ober dislealded en kenver he nesa ; 3 pe ma hen deuz kavet eun dra gollect, ha ma lavar gaou divarbenn ze ; pe ma tou en faoz, divarbenn unan benng euz an traou en pere an den a bec’h oc’h ober anezhei ; 4 pa hen devezo evel se pec’het ha ma vezo en em lekeat koupabl, e rento an dra pehini hen devezo laeret, pe ar pez hen devezo kemeret dre ruz, pe ar pez a zo bet fiziet ennhan, pe an dra gollet pehini hen deuz kavet, 5 pe pep tra all divar benn pehini hen deuz touet en faoz ;