Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/978

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ROMANED, 4, 5.

hen doa Doue lekeat evit beza eur sakrifis a ginnig ; dre ar feiz, en he oad, abalamour da ziskwez he justis dre ar pardoun euz ar pec’hejou groet diagent, enpad deiziou a c’hortoz Doue ; 26 abalamour, a lavaran, da ziskwez he justis en amzer ma, evit beza anavezet gwirion, hag evel o justifia an hini hen deuz ar feiz en Jesus. 27 Peleac’h eta ema an dra d’en em c’hlorifia ? Kaset eo kwit. Dre bez lezen ? Dre lezen an oberiou ? 28 Nan, mes dre lezen ar feiz. Ni denn a gement se penaoz an den a zo justifiet dre ar feiz, hep oberiou al lezen. 29 Doue ha beza eo hepken Doue ar Judevien ? N'eo ket ive Doue ar baïaned ? Ia, beza eo ive hini ar baïaned ; 30 rag eun Doue hepken a zo, pehini a justifio ar re sirkonsizet dre ar feiz, hag ar re disirkonsizet dre ar feiz. 31 Kas a reomp eta da netra al lezen dre ar feiz ? E nep doare ! Er c’hontrel eo, lakaat a reomp al lezen.


4 Petra avantach a leveromp-ni eta hen doa bet hervez ar c’hik, Abraham hon zad ? 2 Rag mar d’eo bet Abraham justifiet dre an oberiou, hen deuz leac’h d’en em c’hlorifia, mes nan dirag Doue. 3 Rag petra a lavar ar Skritur ? Abraham a gredaz da Zoue, ha kement-se a oe kountet dezhan evit justis. 4 Ha gobr an hini a labour, a zo kountet, nan evel eur c’hras, mes evel eun dle. 5 Mes evit an hini pehini n’hen deuz ket labouret, mes pehini a gred en hini pehini a justifi ar pec’her, he feiz a zo kountet dezhan da justis. 6 Evel se eo e tiskleri David eurusted an den da behini e kount Doue ar justis hep an oberiou. 7 Euruz eo ar re euz a bere eo pardounet ar fallentezou, ha goloet ar pec’hejou. 8 Euruz an den da behini an Aotrou na gounto ket ar pec’hed. 9 An eurusted ze eta, n’eo-hen ket nemed evit ar re sirkonsizet ? Pe beza eo ive evit ar re disirkonsizet ? Rag lavaret a reomp penaoz feiz Abraham a oe kountet dezhan da justis. 10 Mes pegouls e oa-hi bet kountet dezhan ? Beza oa pa oa bet sirkonsizet, pe pa ne oa ket ? Ze ne oa ket goude ar sirkonsizion, mes araog hi. 11 Hag e resevaz sîn ar sirkonsizion, evel merk a justis euz ar feiz hen doa bet, o veza disirkonsizet ; evit beza tad d’ar re holl a gred, hag int disirkonsiz ; ha ma vije ar justis ive kountet dezhei ; 12 hag abalamour da veza ive tad ar re sirkonsizet ; da c’houzout eo, euz ar re pere n’int ket zo-ken sirkonsizet, mes c’hoaz pere a heul roujou ar feiz hen doa hon zad Abraham araog ma oa sirkonsizet. 13 Evel se, ar bromese da gaout ar bed evit heritach, n’eo ket bet groet da Abraham pe d’he lignez, dre al lezen, mes dre justis ar feiz ; 14 rag mar d’eo ar re pere a zo euz al lezen an heritourien ; ar feiz a zo eet da netra, hag ar bromese torret. 15 Rag al lezen a zigas ar goler ; rag, el leac’h n’euz ket a lezen, n’euz ket a derridigez lezen. 16 Dre ar feiz eta eo omp heritourien, evit ma vefe dre c’hras, ha ma vefe ar bromese asuret d’an holl lignez, nan zoken d’an hini pehini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini pehini a heul feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl, 17 hervez ma eo skrivet : Da lakeet em euz evit beza tad da veur a bobl, me a lavar, hon zad dirag Doue, da behin hen doa kredet, pehini a ra adbeva ar re varo, hag a c’halv an holl draou pere n’emaint ket, evel ma vijent. 18 Oc’h esperi a enep pep leac’h da esperi, hen deuz kredet penaoz e teuje da dad da veur a bobl, hervez ar pez a oa bet lavaret : Evel se e vezo da lignez. 19 Hag evel ne oa ket dinerz er feiz, ne reaz ket a vân euz ma oa he gorf dinerzet dija (pa hen doa tost da gant vloaz) ; nag euz ma na oa ken Sara en oad da gaout bugale ; 20 ha n’hen doe na douet na disfizians en kenver promese Doue mes krenvaet oe dre ar feiz ; hag e roaz gloar da Zoue, 21 o kredi stard penaoz ar pez a bromet, e c’hell ober. 22 Rag se kement se a oe kountet dezhan da justis. 23 Mes, n’eo ket hepken evithan eo skrivet penaoz e oa kountet se dezhan. 24 Mes evidomp-ni eo ive, ni da bere e vezo ive kountet kement se, ha pere a gred en hini pehini hen deuz savet a douez ar re varo Jesus hon Aotrou, 25 an hini pehini a zo bet roet evit hon offansou, ha pehini a zo adsavet a varo evit hon justifikasion.


5 O veza eta justifiet dre ar feiz, hon deuz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus-Krist, 2 pehini, dre ar feiz, hen deuz groet deomp ive kaout tostidigez d’ar c’hras se, en pehini e choumomp stard, hag en em c’hlorifiomp en esperans euz a c’hloar Doue ; 3 ha nan hepken en kement se, mes ni en em c’hlorifi memeuz er glac’hariou, o c’houzout penaoz ar glac’har a zigas ar sioulded.

972