deuz ket al lezen, hervez an eünder ar pez a zo el lezen, en em delc’hont lezen dezhei oc’h unan ; 15 diskwez a reont penaoz ar pez a zo urzet el lezen a zo skrivet en ho c’halounou ; ho c’hounsians a ro testeni dezhei hag ho sonjou a vlam pe a zifen anezhei : 16 Kement ma vezo gwelet en deiz en pehini e varno Doue oberiou kuzet an dud, dre Jesus-Krist, hervez ma Aviel.
17 Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, ha pehini en em harp var al lezen, ha pehini en em c’hlorifi en Doue ; 18 pehini a anavez he volonte hag a oar anaout ar pez a zo a enep dezhi, o veza disket dre al lezen ; 19 pehini a gred beza rener ar re dall, sklerijen ar re a zo en devalijen, 20 doktor ar re diwiziek, mestr ar re zimpl, o kaout el lezen reglen ar wiziegez hag ar wirionez ; 21 te eta, pehini a gelen ar re all, te n’en em gelenez ket da unan ! Te a brezeg ne dleer ket laerez, ha te a laer. 22 Te a lavar na ri ket a avoultriez, hag e rez avoultriez ! Te, pehini na gerez ket an idolou, e rez sakrilachou ! 23 Te pehini en em c’hlorifi el lezen, e tizenorez Doue dre derri ar lezen ! 24 Rag hano Doue a zo mezekeet abalamour deoc’h entouez ar baïaned, evel ma eo kement se skrivet. 25 Gwir eo, eo ar sirkonsizion talvoudek, ma virez al lezen ; mes mar d’out eun torrer euz al lezen, a sirkonsiz ma ez out e teuez disirkonsiz. 26 Mar mir eta an hini n’eo ket sirkonsizet gourc’hemenou al lezen, ne vezo-hen ket kountet evel sirkonsizet, petra benag na vefe-hen ket. 27 Ha ma vir an hini n’eo ket sirkonsizet a c’hanedigez al lezen, e varno ac’hanout te, pehini, gant lizeren al lezen, hag ar sirkonsizion a zo torrer euz al lezen. 28 Rag ne oar ket Judeo en diaveaz, hag ar sirkonsizion n’ema ket en diaveaz er c’hik ; 29 mes Judeo e oar en diabarz, hag ar sirkonsizion a zo a galoun ; hervez ar spered, ha nan hervez al lizeren ; ha meulodi ar Judeo ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.
3 Petra eta eo privilach ar Judeo pe pehini eo talvoudegez ar sirkonsizion ? 2 Braz eo en pep doare, dreist holl dre ma eo bet fiziet dezhei komzou Doue. 3 Petra eta ? Mar zo hinienou ha n’ho deuz ket kredet, ho diskredoni ha kas a raio da netra fidelite Doue ? Ne ra ket ! 4 Mes ra vezo anavezet Doue gwirion, ha pep den gaouiat, hervez ma eo skrivet : Evit ma vezi kavet gwirion ez komzou, ha ma trec’hi pa varnfer ac’hanout. 5 Mes mar deu hon dislealded da ziskwez lealded Doue, petra a lavarfomp-ni ? Doue ha n’eo ket injust pa gasti ? (komz a ran evel an dud). 6 N’eo ket ! Ma vije evel se, penaoz e varnje Doue ar bed ? 7 Ha mar deu gwirionez Doue da skleria muoc’h, evit he c’hloar dre ma dislealded, perag oun-me c’hoaz barnet evel eur pec’her ? 8 Ha perag na reomp-ni ket a zroug, evit ma en em gavfe vad a gement se ? (evel ma zo hinienou, pere a zroug-komz ac’hanomp, hag a desteni e leveromp ze ; tud a bere ar varnedigez a zo just).
9 Ha petra ? beza omp-ni eta gwelloc’h ? E nep doare ; rag dija hon deuz diskwezet penaoz an holl, Judevien ha Greked, a zo dindan ar pec’hed, 10 hervez ma eo skrivet : N’euz den gwirion ebet, nan zo-ken unan. 11 N’euz den hag hen defe skiant ; n’euz den hag a glask Doue. 12 Holl int en em dianket, hag en em louseet a unan ; n’euz hini anezhei hag a ra ar mad, nan zo-ken unan. 13 Ho gouzouk a zo eur bez digor ; en em servichet ho deuz euz ho zeodou evit trompla ; eur vulum a aspik a zo dindan ho muselou. 14 Ho genou a zo leun a zrouk peden hag a c’hwervder. 15 Skanv eo ho zreid evit skul goad. 16 Ar glac’har hag ar revin a zo en ho hentchou. 17 N’ho deuz ket anavezet hent ar peoc’h. 18 Doujans Doue n’ema ket dirag ho daoulagad.
19 Ha, gouzout a reomp penaoz kement a lavar al lezen, hel lavar d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo pep genou serret, ha ma vezo an holl anavezet koupabl dirag Doue. 20 Rag den na vezo justifiet dirazhan dre oberiou al lezen ; rag al lezen eo a ro an anaoudegez euz ar pec’hed. 21 Mes brema, justis Doue a zo bet diskwezet hep al lezen (al lezen hag ar brofeded o rei testeni dezhan) ; 22 justis Doue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus-Krist, evit ar re holl ha var ar re holl a gred ; 23 rag n’euz kem ebet, pa ho deuz an holl pec’het, ha pa int privet a c’hloar Doue, 24 ha ma int justifiet evit netra dre he c’hras, dre an dasprenadurez pehini a zo en Jesus-Krist, 25 pehini