mes miret eo bet kement se ouzin bete vrema. 14 En em dleout a ran d’ar Greked ha d’ar Varbared, d’ar re wiziek ha d’ar re diwiziek. 15 Evel se, en kement ha ma sell ouzin, oun prest da brezegi deoc’h ive an Aviel, deoc’h-hu pere a zo en Rom. 16 Rag n’em euz ket a vez euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo, evit silvidigez ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha goude d’ar Grek. 17 Ennhan eo justis Doue, diskleriet euz a feiz en feiz, hervez ma eo skrivet : Ar just a vevo dre ar feiz.
18 Rag fulor Doue en em diskleri euz an env a enep pep drouk ha pep injustis euz an dud, pere a zalc’h ar wirionez en injustis, 19 abalamour ar pez a heller anaout euz a Zoue a zo bet diskleriet dezhei, rag Doue he unan eo hen deuz groet kement se. 20 Rag, an traou diweliabl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a weler evel gant al lagad noaz, aboe krouidigez ar bed, pa zeller outhei ebarz en he oberiou. 21 En hevelep doare ma n’int ket divlam, rag o veza anavezet Doue, n’ho deuz ket he c’hlorifiet evel Doue, ha n’ho deuz ket he drugarekaet ; mes deuet int d’en em goll en ho diskouriou, hag ho c’haloun dibourveet a skiant a zo bet leuniet a devalijen. 22 Euz en em lavaret fur, int deuet da veza zot ; 23 hag ho deuz troet gloar an Doue divreinuz en skeudenou pere a ziskwez an den breinuz, hag al lapoused, hag al loened pevarzroadek hag ar ruzerien. 24 Dre ze ive, Doue hen deuz ho laosket, da c’hoantidigezou ho c’halounou, da eul lousdoni kement ken ho deuz disenoret ho c’horfou ho unan ; 25 int pere ho deuz troet ar wirionez a Zoue en gaou, hag ho deuz servichet hag adoret ar c’hrouadur, el leac’h ar C’hrouer, pehini a zo beniget da virviken. Amen ! mes miret eo bet kement se ouzin bete vrema. 26 Dre ze Doue hen deuz ho laosket d’ho c’hoantou mezuz ; rag ar gragez en ho zouez ho deuz troet ar c’his natural en unan all pehini a zo a enep an natur. 27 Er memeuz doare ive, ar wersed, o lezel an uzach natural euz ar vreg, a zo bet tanet en ho c’hoantidigez an eil evit egile, oc’h ober goaz gant goaz lousdoniou, hag o kaout ennhei oc’h unan ar pae pehini a oa dleet d’ho gwal-gundu. 28 Hag, evel na felle ket dezhei anaout Doue, Doue hen deuz ho laosket d’eur spered a fallentez, en hevelep doare ma reont traou mezus. 29 Leuniet int a bep injustis, a lousdoni, a fallentez, a bisouni, a zrougiez ; leun a avi, a lazerezou, a zisputou, a dromplerezou, a zrouknerz ; 30 flaterien, drouk komzerien, enebourien Doue, dismegansuz, ourgouiliuz, vên, invanterien fallentez, dizentuz euz ho zud ; 31 diskiant, hep eünder, hep karantez natural, dibardoun, didrugarez ; 32 pere, o c’hanaout urz Doue, da c’houzout eo : penaoz ar re a ra ar sort traou ze a zo dîn a varo, nan zo-ken ar re ho gra, mes c’hoaz ar re a amprouv ar re ho gra.
2 Te eta, o den, piou benag out, pehini a varn, te n’out ket divlam ; rag o varn ar re all, en em varnez da unan, pa eo gwir, te pehini a varn, e rez ar memeuz traou. 2 Rag ni a oar penaoz barnedigez Doue a enep ar re a ra ar sort traou ze, a zo hervez ar wirionez. 3 Ha sonjal a res-te, o den, pehini a varn ar re a ra ar sort traou ze, hag a ra anezhei e c’helli tec’hel euz barn Doue ? 4 Pe disprija a rez-te pinvidigeziou he vadelez, he sioulded hag he hir gortozidigez, o veza na evesaez ket penaoz e ped madelez Doue ac’hanout d’ar geûzidigez ? 5 Mes dre da galeder ha da galoun digeuzuz, e e tastumez eun tenzor a fulor aben deiz ar goler ha diskwezidigez barnedigez gwirion Doue, 6 pehini a roio da bep hini hervez he oberiou, 7 da c’houzout, eo ar vuez eternel d’ar re a gendalc’h en oberiou mad, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurez ; 8 mes an droug-c’hras hag ar goler d’ar re direiz ha d’ar re pere a zo dizent d’ar wirionez, ha pere a zent euz an dislealded ; 9 ar glac’har hag an anken da bep den hag a ra ar fall ; d’ar Judeo da genta ; goude d’ar Grek ; 10 mes ar gloar, an enor hag ar peoc’h da bep den pehini a ra ar mad ; d’ar Judeo da genta, d’ar Grek goude ; 11 rag Doue na ra van ebet euz diaveaz an dud. 12 Ar re holl pere ho devezo pec’het hep al lezen, a vezo kollet ive hep al lezen ; hag ar re holl pere ho devezo pec’het, o kaout al lezen, a vezo barnet dre al lezen ; 13 rag n’eo ket ar re a glev al lezen eo, ar re pere a zo gwirion dirag Doue ; mes ar re a vir al lezen eo ar re pere a vezo justifiet. 14 Ha, pa ra ar baïaned pere n’ho