Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/975

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ROMANED, 1.

ma n’em euz groet netra hag a vije din a varo. 19 Mes ar Judevien ho deuz stourmet, hag eo bet ret d’in beza galvet da Sezar, hep kaout koulskoude-kent leac’h da damal ma fobl. 20 Evit kement se eo em euz goulenet ho kwelet ha komz ganeoc’h ; rag abalamour da esperans Israel ez oun ereet er chaden ma. 21 Hag int a respountaz dezhan : Ni n’hon deuz ket bet lizer ebet euz ar Jude divar da ben ; ha n’euz deuet breur ebet hag hen defe da damalet pe lavaret drouk ac’hanout, 22 koulskoude, ni c’hoanta klevet ganez petra eo da sonjou, rag evit ar skol ze e c’houzomp he c’heneber dre holl.

23 Hen eta o veza lekeet eun deiz, e teujont en niver brazoc’h de di ; hag adaleg ar beure beteg an noz e prezege dezhei rouantelez Doue, o rei testeni hag o lakaat anezhei, da gredi dre lezen Moizez, ha dre ar brofeded, an traou divarben Jesus. 24 Darn a grede ar pez a lavare ; ha darn all na gredchont ket. 25 Hag evel ma ne oant ket a unvan entrezhei, en em denjont, goude m’hen doe Paul lavaret dezhei : Ar Spered-Santel hen deuz komzet mad d’hon zadou dre Ezai ar profed, 26 pa hen deuz lavaret : Kea entrezek ar bobl ma, ha lavar dezhan : C’hwi a glevo gant ho tiouskouarn, ha na gomprenfet ket ; hag o welet, c’hwi a welo, ha na welfeet ket. 27 Rag kaloun ar bobl ma a zo kaledet ; ha pouner glevet hen deuz ho diouskouarn hag ho deuz serret ho daoulagad, gant aoun na welfent gant ho daoulagad, na glevfent gant ho diouskouarn, ha na gomprenfent gant ho c’haloun, ha na zistrofent euz Doue, ha na iac’hafen anezhei. 28 Gwezit eta penaoz silvidigez Doue a zo kaset d’ar baïaned, hag e selaoufont anezhi. 29 Ha pa hen doe lavaret kement se, ar Judevien a dec’haz kwit, gant eur stourm braz entrezhei.

30 Ha Paul a choumaz daou vloaz leun en eun ti pehini hen doa fermet evithan he unan, en peleac’h e tigemere ar re holl a zeue d’he gaout o prezegi rouantelez Doue, 31 hag o kelen an traou a zell euz an Aotrou Jesus-Krist, gant peb liberte hag hep harz ebet.


————


LIZER PAUL ABOSTOL D’AR ROMANED.


1 PAUL, servicher Jesus-Krist, galvet da veza abostol, lakeet a du evit prezegi Aviel Doue, 2 pehini hen doa lavaret rei diagent dre he brofeded, er Skrituriou santel, 3 divarben he Vab, ganet euz a ras David, 4 hervez ar c’hik, hag, hervez ar spered a zantelez, diskleriet Mab Doue gant galloud, dre he adsavedigez a douez ar re varo, Jesus-Krist hon Aotrou, 5 dre behini hon euz ar c’hras hag an abostolach, evit digas d’ar sentidigez euz ar feiz en he hano an holl baïaned ; 6 a douez pere hoc’h-hu ive, c’hwi pere a zo bet galvet gant Jesus-Krist ; 7 d’an holl re garet mad a Zoue, galvet sent pere a zo en Rom ; ar c’hras hag ar peoc’h ra vezo roet deoc’h a beurz Doue hon Zad hag an Aotrou Jesus-Christ !

8 DA genta, e trugarekean va Doue, dre Jesus-Krist, evidoc’h holl o veza ma eo ho feiz brudet mad dre ar bed holl. 9 Rag Doue, pehini a servichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in penaoz em euz hep ehani sonj ennoc’h, o c’houlen outhan atao em fedenou, 10 gallout mar d’eo he volonte, kaout en eur gir eun tu mad da vond d’ho kwelet ; 11 rag c’hoantaat a ran kals o kwelet, evit lodeni ganeoc’h eun donezen spirituel benag, abalamour deoc’h da veza krenvaet ; 12 da lavaret eo, o veza en ho touez, en em gonsolfent asamblez dre ar feiz pehini a zo hoc’h hini ha va hini. 13 Mes, breudeur, ne fell ket d’in na oufac’h ket penaoz em euz aliez groet ar son da vont d’ho kwelet, abalamour da zastum eur frouez benag en ho touez, evel entouez ar boblou all ;

969