kwit, ma n’hen dije ket galvet da Sezar.
27 Goude ma oe bet resolvet ez ajemp, dre vor d’an Itali, e oe fiziet Paul ha prizounierien all benag en eur c’hantener hanvet Juliuz, euz ar vanden zoudarded hanvet Aogustuz ; 2 hag o veza piniet var eur vag Adramit, ez ejomp kwit, o kleout stoka el leac’hiou euz kozteziou an Asi, o kaout ganeomp Aristark Masedonian euz Tesalonik. 3 An deiz varlerc’h ec’h ejomp da Sidon ; ha Juliuz, a oa mad en kenver Paul, lezel a rea anezhan da vont da gaout he re, evit beza soanet ganthei. 4 Ha goude beza eet ac’hane, ez ejomp izelloc’h evit enezen Chipr, abalamour ma oa an avelou a enep. 5 Ha goude beza treujet mor ar Silisi hag ar Pamfili, e teujomp da Virra en Lisi, 6 hag ar c’hantener o veza kavet eno eur vatimant euz a Aleksandri, pehini a iea d’an Itali, a reaz deomp piniat ennhi. 7 Hag evel enpad meur a zeiz ez eemp gwal nebeud vai araog, ha ma na oamp aruet nemed dre gals a boan dirag Gnid, rag an avelou n’hon lezent ket da vont araog, e navikjomp izelloc’h evit enezen Krêt etrezek Salmon ; 8 hag o koztezia anezhi gant poan, e teujomp en eul leac’h hanvet Porziou-Kaer, en kichen pehini ema kear Lase. 9 Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue riskluz ar mor, pa eo gwir e oa amzer ar iun dija tremenet. 10 Paul a brevenaz anezhei hag a lavaraz : Gwelet a ran penaoz an navigasion ; a vezo heuliet euz a eur riskl hag euz a eur c’holl braz nan hepken evit ar vatimant hag he c’hark, mes c’hoaz evit pep hini ac’hanomp. 11 Mes ar c’hantener a grede kentoc’h ar sturier ha mestr ar vatimant, evit ar pez a lavare Paul. 12 Hag evel ne oa ket mad ar porz da dremen ar goanv, an darnvuan a oe a ali da vont kwit ac’hane evit mond da Fenis, porz euz a Grêt, pehini a zell avel an Afrik hag an hanter noz kuz-heol, abalamour da c’hoanvi eno. 13 Hag avel ar c’hreiz-deiz o veza c’houezet goustadik, e kredjont e oant mestrou euz ho sonjou, hag o sevel an ankr, e kozteziont tost da Greta. 14 Mes eun nebeut goude, eun avel vraz, pehini a c’halver Euroklidon, en em dichadenaz a enep ar bord. 15 Ar vatimant a oa sklejet, ha ne helle ket herzel euz an avel, en em lezel a rejomp da vont ; 16 ha pa oemp tremenet izelloc’h evit eun enezen vihan, hanvet Klod, hon doe poan o vestrounia ar vagik. 17 O veza he zennet, ar vortoloded a reaz usach euz a zikour, oc’h eren ar vatimant gant kerden, hag o kaout aoun na vijent taolet var ar Sirt ec’h lizelajont ar wernien ; hag e oent kaset evel se. 18 Evel ma oamp gwal1 bilet gant an tempest, an deiz varlerc’h e taoljont karg ar vatimant er mor, 19 hag en drede deiz, e taoljomp, euz hon daouarn hon unan, kerden ha gweliou ar vatimant. 20 Hag evel en pad meur a zeiz, nag an heol, nag ar stered n’en em diskwezaz, ha ma oamp gwal gaset gant ar stourm euz an tempest braz, e koljomp pep fizianz da veza sovetaet. 21 Hag o veza ma oa pell amzer n’hor boa ket debret, Paul a zavaz neuze en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhei : O tud, gwelloc’h e vije bet deoc’h va c’hredi, ha tremen hep kwitaat enezen Krêt, ha n’hor bije ket bet an dristidigez nag ar c’holl ma. 22 Alia a ran ac’hanoc’h brema da gemer kourach rag hini ebet ac’hanoc’h na gollo he vuez, ar vatimant hepken a vezo kollet. 23 Rag eun êl abeurz an Doue, da behini ez oun, ha pehini a zervichan a zo en em diskwezet d’in en noz-ma, hag hen deuz lavaret d’in : Paul, n’az pez ket a aoun ; 24 ret eo d’id mond dirag Sezar ; ha Doue hen deuz roet d’id ar re holl a navig ganez. 25 Dre ze, o tud, kemerit kourach ; rag ar fizianz ma em euz en Doue, penaoz en em gavo evel a zo bet lavaret d’in ; 26 mes ret eo deomp en em deurel var eun enezen benag. 27 Evel ma oa deuet ar bevarzekved nozvez, ha ma oant kaset ama hag a-hont er mor Adriatik, ar vortoloded, vardro anternoz, a sonjaz e tostaent da eun douar benag. 28 Hag o veza taolet ar sound, e kavjont ugent goured. Hag eur penadik ac’hane, o veza he daolet a nevez, e kavjond pemzek goured. 29 O kaout aoun da gweza var eur garek benag e taoljont pevar ankr euz a ziadre ar vatimant, hag e c’hoanteet e teuje an deiz. 30 Hag evel ma klaske ar vortoloded n’em zovetaat euz ar vatimant, ha m’ho doa diskenet ar vag er mor, var digare teurel an ankrou er pen araog ar vatimant. 31 Paul a lavaraz d’ar c’hantener, ha d’ar soudarded, ma na choumont ket er vatimant, na hellit ket beza sovetaet. 32 Neuze ar zoudarded a droc’haz kerden ar vag, hag he lezaz da gweza er mor. 33 Hag o c’hortoz, an deiz