Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/970

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 24.

ma, a iea d’he laza, pa oan deuet gant ar gwarded, tennet em euz anezhan euz a dre ho daouarn, o veza gwezet e oa Roman. 28 Hag o c’hoantaat anaout an dra evit pehini he damalent, em euz he lekeet da zisken en ho Sanhedrin. 29 Hag em euz kavet e oa tamalet var goulenou euz ho lezen, mes penaoz n’eo karge euz a grim ebet pere a veritfe ar maro pe ar prizoun. 30 Hag evel ma zo diskleriet d’in ar pechou hen deuz ar Judevien stiniet dezhan, em euz kerkent he gaset d’id, o c’hourc’hemen d’he damalerien lavaret dirazout ar pez ho deuz a enej dezhan. Kenavezo.

31 Ar zoudarded a gemeraz eta Paul hervez an urz ho doa resevet, hag he gasaz en noz da Antipatris. 32 Hag an deiz varlerc’h, o veza lezet ar gavalerien da vont ganthan, e tistrojont d’ar c’hastel. 33 Ar gavalerien eta, o veza en em gavet en Sezare, hag o veza roet al lizer d’ar gouarner, gasaz Paul dirazhan ive. 34 Hag ar gouarner o veza lennet al lizer, a c’houlenaz euz a betra bro e oa Paul ; hag o veza gwezet e oa euz ar Silisi, e lavaraz dezhan : 35 Me a glevo ac’hanout pa vezo deuet da damalerien. Hag e c’hourc’hemenaz ma vije dalc’het en pretoar Herodez.


24 Pemp devez goude Ananiaz ar beleg braz, a ziskennaz gant re ansien ha gant eun orator, hanvet Tertulluz, pere a zougaz klem d’ar gouarner a enep Paul. 2 Hema, o veza bet galvet, Tertulluz en em lekeaz d’he damall, o lavarout : 3 Feliks mad meurbed, anaout a reomp en holl ha dre holl, gant peb sort trugarez, penaoz hon deuz eur peoc’h braz, dreizout ha gant an digwezou euruz pere hen deuz bet hon fobl dre da wiziegez. 4 Mes, evit na zalc’hin ket ac’hanout pelloc’h, e pedan ac’hanout, da zelaou gant madelez, an nebeud komzou ma. 5 Ni hon deuz kavet an den-ma, pehini a zo eur vosen, o lakaat an disunvan entouez ar Judevien sklabeet er bed ha pehini eo ar mestr euz skol an Nazarzaned, 6 ha pehini memeuz hen deuz tentet profani an templ. Ni hor boa kroget ennhan, hag e felle deomp he varna, hervez hon lezen ; 7 mes ar c’habitan Liziaz, o veza deuet, hen deuz he dennet euz hon daouarn gant violans, 8 o c’hourc’hemen d’he damalerien dont d’az kaout. Hellout a ri anaout da unan diganthan en eur ober goulenou outhan, an holl draou a bere e tamalomp anezhan. 9 Ar Judevien ive en em unvanez da gement se, o lavarout penaoz e oa an traou evel se.

10 Mes Paul, goude m’hen doe ar gouarner groet sîn dezhan da gomz a respountaz : Oc’h anaout penaoz out barner d’ar bobl ma aboe meûr a vloaz, e komzan evit ma difen gant mui a fizianz ; 11 rag gallout a rez anaout penaoz n’euz ket ouc’h-pen daouzek devez m’az oun piniet da Jerusalem evit adori Doue. 12 N’ho deuz ket kavet ac’hanoun en templ, o tisput gant den, pe o tastum ar bobl er sinagogou, pe en kear, 13 ha na wefeent ket prouvi an traou a bere e tamalont ac’hanoun brema. 14 Koulskoude, ec’h ansavan kement ma, penaoz divarben an hent a c’halvont skol, e servichan Doue ma zadou, o kredi kement holl hag a zo skrivet el lezen pe er brofeded ; 15 hag o kaout en Doue an esperans ma, penaoz an adsavedigez a varo, ken euz ar re wirion evel euz ar re disleal, pere a c’hortozont ive oc’h unan en em gavo. 16 Abalamour da gement se eo e labouran evit kaout atao eur gonsians divlam, dirag Doue ha dirag an dud. 17 Ha, goude-meur a vloaz, oun deuet evit ober d’am fobl aluzenou ha profou. 18 Ha var gement se, Judevien benag euz an Asi a gavaz ac’hanoun purifiet en templ, hep na foul tud na trouz ebet. 19 Int oc’h unan a dleje beza deuet dirazout, ha ma zamal, mar ho doa eun dra benag em enep. 20 Mes ra zisklerio zo-ken ar re ma, mar ho deuz ma c’havet koupabl euz a eun dra benag pa oan en em ziskwezet dirag ar Sanhedrin, 21 nemed e ve hep-ken euz ar gomz-ma pehini em euz lavaret krenv en ho c’hreiz : Abalamour d’an adsavedigez a varo eo oun me digaset ama hirie.

22 Feliks, o veza klevet kement se, a gasaz anezhei da eur weach all, abalamour ma wije gwelloc’h petra d’ober en kever ar greden ze, hag e lavaraz dezhei : Pa vezo ar c’habitan Liziaz deuet, e sellin pisoc’h euz kement se. 23 Hag e c’hourc’hemenaz d’eur c’hantener diwal Paul, mes o lezel ganthan eul liberte benag, hep difen euz hini ebet euz he re d’he servichi na da dostaat outhan.

24 Eun nebeud deveziou goude, Feliks, o veza deuet gant Drusilla, he vreg, pehini a oa Judevez, a gasaz da gerc’hat Paul, hag a glevaz ane-

964