Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/97

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AL LEVITIK, 4.

gemero euz goad ar c’holle hag hen digaso en tabernakl an asamble ; 6 hag ar sakrifier a drempo he viz er goad, hag a raio seiz gweach skuliadurez goad dirag an Aotrou, en fas gwel ar santuar. 7 Neuze ar sakrifier a lakaio goad var gerniel aoter an treat a c’houez vad, pehini a zo dirag an Aotrou, en tabernakl an desteni ; hag e skulio holl oad ar c’holle euz troad aoter ar sakrifis-losk, pehini a zo euz dor tabernakl an desteni. 8 Hag e savo holl lard kolle ar sakrifis evit ar pec’hed, al lard pehini a c’holo ar bouzellou, hag an holl lard a zo stag euz ar bouzellou, 9 hag an diou loanez, al lard pehini a zo varnezhei, ar pez a zo var ar c’hroazellou, hag ar c’hroc’hen a c’holo an avu, ha pehini a zistago tost d’al loanizi, 10 evel ma sever izili kolle ar sakrifis a beoc’h ; hag ar sakrifier ho lakai da leski var aoter ar sakrifis-losk. 11 Mes kroc’hen ar c’holle, he holl gig, gant he benn, he ziouer, 12 he vouzellou hag he fank, ar c’holle holl, a gaso er meaz euz ar c’han, en eul leac’h pur, el leac’h ma toler al ludu, hag hen lesko var ar c’hoat, en tân ; devet e vezo var ar bern ludu.

13 Ha mar d’eo holl asamble Israel ho deuz pec’het dre errol, ha ma ve an dra dianavezet gant an asamble ; mar ho deuz groet a enep unan gourc’hemennou an Aotrou traou pere na dleont ket beza groet, ha ma vent en em rentet koupabl, 14 ha ma ve anavezet ar pec’hed ho devezo groet, an asamble a ginnigo eur c’holle iaouank en sakrifis evit ar pec’hed, hag e vezo digaset dirag tabernakl an asamble. 15 Re ansien ar bobl a harpo ho daouarn var benn ar c’holle dirag an Aotrou, hag e lazfer ar c’holle dirag an Aotrou ; 16 ar sakrifier o veza bet an eoliadurez a zougo euz goad ar c’holle en tabernakl an asamble. 17 Goude ar sakrifier a drempo he viz er goad, hag a rai ganthan seiz gweach skuliadurez dirag an Aotrou, en fas ar gwel. 18 Lakaat a raio goad var gerniel an aoter, pehini a zo dirag an Aotrou, en tabernakl an asamble ; hag e skulio an holl oad euz troad aoter ar sakrifis-losk, pehini a zo euz dor tabernakl an asamble. 19 Sevel a raio ive an holl lard, hag e lakaio anezhan da leski var an aoter ; 20 hag e raio euz ar c’holle ze evel euz a golle an diskarg ; ober a rai outhan er memeuz doare. Evel se ar sakrifier a raio diskarg evithei, hag e vezo pardounet dezhei. 21 Neuze e kaso ar c’holle er meaz ar c’han, hag e zevo, evel ma hen deuz devet ar c’holle kenta ; ar sakrifis eo evit pec’hed an asamble.

22 Mar d’eo unan ar re vrasa euz ar bobl hen deuz pec’het, oc’h ober dre errol a enep unan a c’hourc’hemennou an Aotrou, he Zoue, ar pez ne dle ket beza groet, ha ma eo en em lakeat koupabl ; 23 pa vezo roet dezhan da anaout ar pec’hed pehini hen deuz groet, e tigaso evit ho brof eur bouc’h mal, didarch ; 24 harpa a raio he zorn var benn ar bouc’h, hag e lazo anezhan el leac’h ma lazer ar sakrifis-losk dirag an Aotrou ; eur sakrifis eo evit ar pec’hed. 25 Ar sakrifier a gemero gant he viz euz goad ar sakrifis evit ar pec’hed, hag e lakaio var gerniel aoter ar sakrifis-losk ; 26 hag e lakaio an holl lard da leski var an aoter, evel lard ar sakrifis a beoc’h. Evel se ar sakrifier a raio evithan an diskarg euz he bec’hed, hag e vezo pardounet dezhan.

27 Mar d’eo unan benag euz ar bobl pehini hen deuz pec’het dre errol, oc’h ober a enep unan a c’hourc’hemennou an Aotrou, ar pez ne dle ket beza groet, ha ma en em laka koupabl ; 28 pa vezo roet da anaout dezhan ar pec’hed hen devezo groet, e tigaso evit he brof eur c’havr, eur valez difaot, evit ar pec’hed pehini hen deuz groet ; 29 harpa a raio he zorn var benn ar sakrifis evit ar pec’hed, hag e lazo ar sakrifis evit ar pec’hed er memeuz leac’h evel ar sakrifis-losk. 30 Neuze ar sakrifier a gemero gant he viz euz goad ar viktim, hag e lakio var gerniel aoter ar sakrifis ; hag e skulio an holl oad euz troad an aoter ; 31 ar sakrifier a lamo an holl lard, evel ma lemer lard sakrifis ar peoc’h ; hag e lakai anezhan da leski var an aoter, en c’houez vad d’an Aotrou. Evel se ar sakrifier a raio diskarg evit an den ze, hag e vezo pardounet dezhan.

32 Mar digas eun oan evel he brof evit ar pec’hed, e tigaso eur valez difaot. 33 Harpa a raio he zorn var benn ar sakrifis evit ar pec’hed, hag e lazo anezhan evit ar pec’hed, el leac’h ma lazer ar sakrifis-losk. 34 Neuze ar sakrifier a gemero gant he viz euz goad ar viktim evit ar pec’hed, hag e lakaio var gerniel aoter ar sakrifis-losk, hag e skulio an holl oad euz troad an aoter. 35 Ar sakrifier a lamo an holl lard, evel ma lamer lard oan ar sakrifis a brosperite, hag ho lakai da zevi var an aoter, en doare sakrifisou an Aotrou groet dre an tân. Evel

89