Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/969

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 23.

dezhan ar goulen a belleaz kerkent outhan ; hag ar c’habitan he unan hen doe aoun, o welet e oa Roman ha penaoz hen doa lekeet eren anezhan.

30 An deiz varlerc’h, o c’hoantaat anaout en gwir an dra evit pehini e oa tamalet gant ar Judevien e lekeaz dieren anezhan, hag e c’hourc’hemenaz d’ar veleien vraz ha d’an holl Sanhedrin en em zastum, goude, o kerc’hat Paul, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz.


23 Ha Paul, o sellet stard euz ar Sanhedrin, a lavaraz : Ma breudeur, bevet em euz bete vrema dirag Doue en pep konsians vad. 2 Var gement se, ar beleg braz Ananiaz a c’hourc’hemenaz d’ar re a oa tost dezhan skei anezhan var he visach. 3 Neuze Paul a lavaraz dezhan : Doue a skoi ac’hanout moger wennet ; rag azezet out evit ma barna hervez al lezen ; hag, o teri al lezen, e c’hourc’hemenaz ma skei. 4 Mes, ar re a oa eno a lavaraz dezhan : Dismegansi a rez beleg braz Doue ? 5 Paul a respountaz : Breudeur, na wien ket e oa ar beleg braz ; rag skrivet eo : Na viligi ket ar prins euz da bobl. 6 Neuze Paul oc’h anaout penaoz eul loden euz ar barnerien a oa Saduseed hag eul lod all Farisianed, a griaz er Sanhedrin : Tud breudeur, me a zo Farisian, mab d’eur Farisian ; ha lekeet en tamal abalamour d’an esperans ha d’an adsavedigez a varo. 7 Ha pa hen doe lavaret kement se, e savaz eun dizunvaniez entre ar Farisianed hag ar Saduseed, hag an asamble a oe lodenet. 8 Rag ar Saduseed a lavar penaoz n’hen deuz nag adsavedigez a varo, nag êl, na spered ; mes ar Farisianed a anavez an eil hag egile. 9 Hag e oe eun drouz vraz war ze. Skribed koztez ar Farisianed o sevel, a zispute hag a lavare : Ni na gevomp droug ebet en den ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun êl komzet outhan, ne stourmomp ket euz Doue. 10 Hag evel ma savaz eun disput braz entrezhei, ar c’habitan o kaout aoun na vije diskolpet Paul ganthei, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, evit he lemel euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel. 11 An noz varlerc’h, an Aotrou o veza deuet d’he gaout a lavaraz dezhan : Paul, az pez kourach vad ; rag, evel ma ec’h euz roet testeni en Jerusalem divar ma fen, e vezo ret d’id ive testenia en Rom.

12 Pa oe deiz, hinienou euz ar Judevien en em zastumaz hag a reaz leou a enep dezhei oc’h unan, o lavarout penaoz na zebrjent ha na evjent ken ho dije lazet Paul. 13 Ouc’h-pen daou-ugent e oant pere ho doa groet al le ze. 14 Hag ez ejont da gaout ar veleien vraz hag ar re ansien, hag e leverjont dezhei : Ni hon deuz groet eul le a enep deomp hon unan, penaoz na zebrfomp netra, ken hor bezo lazet Paul. 15 C’hwi eta, brema, gant ar Sanhedrin, livirit d’ar c’habitan he zigaz varc’hoaz en ho kreiz, evel ma klejac’h anaout gant brasoc’h evez he dra ; ha ni a zo prest d’he laza araok ma tostao. 16 Mes mab c’hoar Paul, o veza klevet ar c’huzul ze, a zeuaz, hag o veza eet er c’hastel, a lavaraz kement-ma da Baul. 17 Ha Paul, o veza galvet unan ar gantenerien, a lavaraz dezhan : Kas an den iaouank ze da gaout ar c’habitan, rag eun dra benag hen deuz da lavaret dezhan. 18 Ar c’hantener, o veza he gemeret, he gasaz d’ar c’habitan, hag a lavaraz dezhan : Ar prizounier Paul, o veza ma galvet, hen deuz pedet ac’hanoun da zigas d’id an den iaouank ma pehini hen deuz eun dra benag da lavaret d’id. 19 Hag ar c’habitan, o kregi en he zorn, hag o veza eet ganthan a du, a c’houlenaz outhan : Petra ec’h euz da ziskleria d’in ? 20 Hag hen a lavaraz dezhan : Ar Judevien a zo en em glevet evit pedi ac’hanout da gas varc’hoaz Paul dirag ar Sanhedrin, evel ma felje dezhei anaout gwelloc’h he affer. 21 Mes na fiz ket ennhei ; rag ouc’h-pen daou-ugent anezhei a stin pechoudezhan, hag a zo en em glevet gant le, a enep dezhei ho unan penaoz na zebrjent ha na evjent, ken ho dije lazet Paul ; ha brema emaint prest, o c’hortoz da respount. 22 Ar c’habitan a gasaz kwit an den iaouank, goude beza gourc’hemenet dezhan na lavarje da zen hen dije roet dezhan an ali ze.

23 Hag o veza galvet daou euz ar gantenerien, e lavaraz dezhei : Dalc’hit prest daou c’hant soudard, dek ha tri ugent kavalier ha daou c’hant archer, evit mont bete Sezare d’an deirved heur euz an noz. 24 Preparit ive loened, evit lakaat Paul varnezhei hag he gas en surete d’ar gouarner Feliks. 25 Skriva a reaz ive eul lizer, er c’homzou ma : 26 Klod Liziaz, d’ar gouarner mad meurbed Feliks, salut ! 27 Ar Judevien, o veza kroget en den

963