e komzaz c’hoaz pell bete goulou deiz, goude ze ez eaz kwit. 12 Hag int a zigasaz an den iaouank beo, hag e oent gwal joaus.
13 Evidomp-ni, o veza kemeret an araog var ar vatimant, ez ejomp entrezek Asos, en peleac’h e tleemp adkemer Paul ; rag evel se hen doa gourc’hemenet, dre ma felle dezhan ober an hent var he droad. 14 Pa en em gavaz eta ganeomp en Asos, e kemerjomp anezhan hag e teujomp da Vitilen. 15 O veza ambarket eno e teujomp en deiz varlerc’h dirag Kioz. An deiz goude, e teujomp da Samoz, hag o veza choumet en Trojil, e teujomp an deiz varlerc’h, da Vilet. 16 Rag Paul hen doa lekeet en he ben tremen dre Efêz, evit na golje ket a amzer en Asi, dre ma hen doa hast d’en em gaout en Jerusalem, ma vije ze possubl, deiz ar Pentekost.
17 Mes kas a reaz euz Milet da Efêz, evit kerc’hat re ansien an Iliz. 18 Ha pa oant deuet d’he gaout, e lavaraz dezhei : Anaout a rit en pez doare ez oun atao en em renet ganeoc’h aboe an deiz kenta ma teuiz en Asi ; 19 o servichi an Aotrou en pep humilite, gant kalz a zaerou hag en kreiz kalz a epreuvenou pere a zo deuet varnoun dre bechou ar Judevien ; 20 ha penaoz n’em euz kuzet netra euz an traou pere a oa talvoudek deoc’h ha n’em euz ket manket d’ho diskleria deoc’h, ha d’ho kelen en publik, hag euz a di en ti ; 21 o prezegi d’ar Judevien ha d’ar Greked, ar geûzidigez en kenver Doue, hag ar feiz en Jesus-Krist hon Aotrou. 22 Ha brema, ereet dre ar Spered ez an da Jerusalem, hep anaout ar pez a c’hoarvezo ganen, nemed e preven ar Spered-Santel ac’hanoun, euz a gear en kear, euz an ereou hag ar glac’hariou a c’hortoz ac’hanoun. 24 Mes n’en em lakaan ket en poan a netra, ha va buez n’eo ket prisiuz d’in, gant ma echuin gant joa va redaden hag ar garg em euz resevet digant an Aotrou Jesus, evit prezegi ar c’helou mad euz a c’hras Doue. 25 Ha brema, setu e c’houzon penaoz na welfeet ken ma bisach, c’hwi holl entouez pere em euz tremenet o prezegi rouantelez Doue. 26 Setu perag ho kemeran hirie da destou, penaoz oun net euz a oad pep hini ac’hanoc’h. 27 Rag liskleriet em euz deoc’h holl c’hoant Doue, hep kuz netra. 28 Likit eta evez ouzoc’h oc’h unan, hag euz an holl dropel var behini hen deuz ar Spered-Santel ho lekeet eveserien, evit beva Iliz Doue, pehini hen deuz bevet gant he oad he unan. 29 Rag gouzout a ran, penaoz goude ma vezin eet kwit, ez aio en ho touez bleizi skrapuz, pere na espernfont ket an tropel ; 30 ha penaoz e savo en ho touez tud pere a brezego deoc’h kredenou fall, evit tenna diskibien var ho lerc’h. 31 Beliit eta, o kaout sonj penaoz e-pad tri bloaz n’em euz ket paouezet noz deiz da gelen pep hini ac’hanoc’h, gant daerou. 32 Ha brema, breudeur, ho lekean entre daouarn Doue hag en gir he c’hras, Hen Pehini a hell ho sevel ha rei deoc’h an heritach gant an holl zent. 33 N’em euz c’hoanteet nag arc’hant, nag aour, na dillad den. 34 Ha c’hwi a anavez oc’h unan penaoz an daouarn ma ho deuz pourvezet d’am ezomou ha da re an dud pere a oa ganen. 35 Diskwezet em euz deoc’h en hol draou, penaoz eo evel se en eul labourat, eo ret sikour ar re vlank ha kaout sonj euz ar c’homzou ma euz an Aotrou Jesus pere hen deuz lavaret he unan : Eurusoc’h eo rei evit resev !
36 Pa hen doe lavaret kement se, en em lekeaz var he zaoulin, hag pedaz ganthei holl. 37 Neuze an holl a welaz dru, hag euz en em deurel euz gouzouk Paul, e pokent dezhan, 38 glac’haret dreist holl euz ma hen doa lavaret dezhei, na weljent ken he visach. Hag ec’h ambroukjont anezhan beteg ar vatimant.
21 O veza eta en em ambarket goude beza dispartiet outhei, e teujomp eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rod, hag ac’hane da Vatara. 2 Hag o veza kavet eur vatimant pehini a iea d’ar Fenisi, e pinjomp ennhi hag ez ejomp kwit. 3 Neuze, o veza disoloet enezen Chipr, hag o lezel anezhi a gleiz, ez ejomp entrezek ar Siri, hag en em gavjomp en Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c’harg eno. 4 Hag o veza kavet diskibien, e choumjomp seiz devez ganthei. Lavaret a reent dre ar Spered da Baul na binje ket da Jerusalem. 5 Mes an deiziou ze o veza tremenet, ez ejomp kwit, hag ec’h ambrougjont ac’hanomp holl, gant ho gragez hag ho bugale, beteg er meaz euz a gear. Hag o taoulina var gostez an aot e rejomp ar beden. 6 Ha goude beza poket an eil d’egile, e pinjomp er vatimant ; hag int a zistroaz d’ho ziez. 7 Oc’h achui hon