Jesus-Krist ; hag e vezi salvet, te ha da famil. 32 Hag e prezegjont dezhan gir an Aotrou, ha d’ar re holl a oa en he di. 33 Hag o veza kemeret anezhei ganthan memeuz d’an heur ze euz an noz, e walc’haz ho gouliou ha rak-tal e oe badezet hen hag he holl dud. 34 Hag o kas anezhei en he lojeiz, e roaz dezhei da zibri hag en em laouenaez euz ma hen doa kredet en Doue, gant he holl di. 35 An deiz o veza deuet mestrou ar vro a gasaz hucherien da lavaret : Laosk an dud se. 36 Rak-tal ar jolier a lavaraz da Baul ar c’homzou ze, o lavarout : Mestrou ar vro ho deuz digaset kelou evit ober ho leuskel. Deuet brema er meaz hag it en peoc’h. 37 Mes Paul a lavaraz d’an hucherien : Goude beza hon filet gant gwalinier publikamant, hep barnedigez, ni pere a zo Romaned, ho deuz hon lekeet er prizoun ; ha brema e laoskont ac’hanomp kwit en kuz ; nan ervad ! mes ra deufont oc’h unan d’hon lakaat er meaz. 38 Hag an hucherien a lavaraz ar c’homzou-ma da vestrou ar vro, pere ho doe aoun, o klevet e oant Romaned. 39 Dont a rejont eta d’ho zioullat hag o ren anezhei er meaz, e pedehont anezhei d’en em denn euz kear. 40 Hag int, o veza eet er meaz euz ar prizoun, a ieaz da di Lidi ; hag o veza gwelet ar vreudeur, e tic’hlac’harjont anezhei, ha goude ez ejont kwit.
17 Paul ha Silaz, o veza tremenet dre Amfipolis ha dre Apollonia, a zeuaz da Dessalonik, el leac’h ma oa sinagog ar Judevien. 2 Ha Paol, hervez e c’hiz, a ieaz d’ho c’haout, hag enpad tri devez sabbat, e komzaz outhei diwarben ar Skrituriou, 3 o tiskleria hag o tiskwez penaoz e oa ret e soufrje ar C’hrist, ha penaoz ec’h adsavche a varo ; hag o lavarout : Ar C’hrist se, eo Jesus pehini a brezegan deoc’h. 4 Ha darn anezhei a gredaz hag en em unanaz da Baul ha da Silaz, gant eul lod braz a C’hreked devot pere a zouje Doue ha kalz a c’hragez a renk huel. 5 Mes ar Judevien diskredik, leun a avi, a gemeraz ganthei eun nebeud tud fall euz ar plaseneu publik ; hag veza boutet da eun drubul e troubljont kear, hag o vond var di Jason e klaskjont Paul ha Silaz, evit ho c’has dirag ar bobl. 6 Hag, o veza na gavehont ket anezhei, e stlejont Jason hag hinienou euz ar vreudeur dirag mestrou kear, o krial : An dud ma, pere ho deuz troublet ar bed a zo ive deuet ama. 7 Ha Jason hen deuz ho digemeret en he di ; hag int holl enebourien da c’hourc’hemenou Sezar, o lavarout penaoz e zo eur roue all a hanvont Jesus. 8 Troubla a rejont eta ar bobl, ha renerien kear, pere a gleve an traou ze. 9 Hag o resev eur goestl digant Jason ha digant ar re all, e lezchont anezhei da vont kwit.
10 Ha rak-tal ar vreudeur a lekeaz, en noz, Paul ha Silaz da vont da Vere, pere o veza en em gavet eno, a ieaz en sinagog ar Judevien. 11 Ar re-ma ho doe kalounou gwelloc’h evit tud Tessalonik, hag e resevjont ar gir gant kalz muoc’h a vuander, oc’h evezaat bemdez ar Skrituriou, evit gwelet hag hen oa gwir ar pez a lavaret dezhei. 12 Kalz eta anezhei a gredaz, kenkoulz ha gragez greked a renk huel, hag eun niver braz awalc’h a wersed ? 13 Mes pa wezaz Judevien Tessalonik penaoz gir Doue a oa prezeget en Bere gant Paul, e teujont di, hag e waljont ar bobl. 14 Ha kerkent ar vreudeur a lekeaz Paul da vont kwit, evel dre vont da gostez ar mor ; mes Silas ha Timote a choumaz en Bere. 15 Hag ar re pere a heulie Paul, a gasaz anezhan beteg Atên, ha, goude beza bet urziou, evit ma teuje Silaz ha Timote kenta ma c’heljent d’he gaout, ez ejont kwit.
16 Enpad ma c’hortoze Paul anezhei en Atên, e oa he galoun mantret, o welet ar gear ze leuniet holl a idolatri. 17 Komz a rea eta er sinagog gant ar Judevien ha gant ar re pere a serviche Doue, ha bemdez er plasenou publik gant ar re en em gave eno. 18 Hag eun nebeud filosofed epikurianed, stoisianed, a gomze ganthan ; ha darn a lavare : Petra fell d’an teodek se lavaret ? Ha darn all : Seblanti a ra prezek doueou estranjour ; rag prezegi a rea dezhei ar c’helou mad euz Jesus hag euz an adsavedigez a varo. 19 Hag o veza he gemeret, e kaschont anezhan d’an Areopach, o lavarout : Hellout a rafemp-ni anaout petra eo ar greden nevez ze pehini a brezegez deomp ? 20 Rag da glevet a reomp o lavarout traou estranj ; ni a garfe anaout petra eo kement se. 21 Hag, an Atenianed holl hag an estranjourien pere a choume en ho zouez, ne dremenent ho amzer nemed o lavaret pe o selaou eun neventi benag.
22 Neuze Paul, euz en em derc’hel en