Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/959

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 14, 15.

ijet ar poultr euz ho zreid a enep dezhei, a ieaz da Ikoniom. 52 Hag an diskibien a oa leuniet a joa hag euz ar Spered-Santel.


14 C’hoarvezout a reaz penaoz en Ikoniom Paul ha Barnabaz a ieaz asamblez en sinagog ar Judevien, hag a gomzaz en eun hevelep doare, ma kredaz eun niver braz euz ar Judevien hag euz ar Greked. 2 Mes ar Judevien diskredik a lekeaz drouk da sevel en sperejou ar baïaned an enep ar vreudeur. 3 Koulskoude Paul ha Barnabaz a choumaz eno pell awalc’h, o komz gant hardiegez, euz an Aotrou, pehini a roe testeni da c’hir he c’hras, oc’h ober burzudou ha miraklou dre ho daouarn. 4 Mes pobl kear a oe lodennet ; ha darn aa oa a du gant ar Judevien, ha darn all a du gant an ebestel. 5 Hag evel ma en em reaz eur savidigez euz ar Judevien hag euz ar baïaned, gant ho c’henta mestrou, evit dismegansi an ebestel hag ho meina, 6 ar re ma o veza gwezet kement-se, a dec’haz en keariou Likaoni, da Listra ha da Zerb, ha d’ar vro vardro, 7 hag e prezegchont an Aviel ennhei.

8 Ha, beza e oa en Listra eun den ampufur euz he ziouc’har, pehini a oa azezet ; hag e oa kam adaleg kov he vam, ha n’hen doa biskoaz baleet. 9 Selaou a rea Paul, pehini, o sellet gant evez outhan, hag o welet penaoz hen doa ar feiz evit beza iac’heet, 10 a lavaraz gant eur vouez krenv : Sav-te eün var da dreid. 11 Rak-tal e lampaz hag e valeaz. Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa groet Paul, a savaz ho mouez hag e leverjond en langach Likaonia : Doueou, henvel euz tud, a zo diskennet entrezek ennomp. 12 Hag e c’halvjont Barnabaz, Jupiter, ha Paul, Merkur, o veza ma oa hen eo a zouge ar gomz. 13 Ha memeuz, beleg Jupiter, pehini a oa etal ho c’hear, a zigasaz koleou ha garlanteziou dirag an nor, hag a felle dezhan sakrifia dezhei gant ar bobl. 14 Mes an ebestel Barnabaz ha Paul o veza anavezet ze, a rogaz ho dillad hag en em dolaz en kreiz ar foul, o krial, hag o lavarout. 15 O tud, perag e rit-hu kement se ? Ni n’omp nemed tud, ha dalc’het d’ar memeuz poaniou, eveldoc’h. Ni a brezeg deoc’h eur c’helou mad evit ma tistrofac’h euz ar traou ven-ze, ha ma en em drofac’h var zu an Doue beo, pehini hen deuz groet an env, an douar hag ar mor, hag an holl draou pere a zo ennhei ; 16 pehini en amzer dremenet hen deuz lezet an holl boblou da vale en ho hentchou, 17 petra benag ma n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou euz ar pez ez eo, oc’h ober vad, en eur digas deomp euz an env ar glaoeier ; hag an amzeriou frouezuz, hag o leunia hon c’halounou a vadou hag a joa. 18 Hag a boan, o lavaret kement-se, ec’h heljont ampech ar bobl da sakrifia dezhei.

19 Neuze, Judevien a zeuaz euz a Antioch hag a Ikoniom, pere a c’honezaz ar bobl, ha pere, o veza meinet Paul, a dreinaz anezhan er meaz euz a gear, o kredi e oa maro. 20 Mes an diskibien o veza en em zastumet endro dezhan, e savaz hag e teuaz en kear. Hag an deiz varlerc’h ez eaz gant Barnabaz da Zerb. 21 Ha goude beza prezeget an Aviel er gear ze, ha beza groet ennhi meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, da Ikoniom ha da Antioch ; 22 o krenvaat spered an diskibien, hag oc’h alia anezhei da genderc’hel er feiz, hag o rei da anaout dezhei eo dre galz a boaniou eo ret deomp mond en rouantelez Doue. 23 Goude beza pedet ha iunet, e lekejont re ansien en pep Iliz, hag e pedchont evithei an Aotrou, en pehini ho doa kredet. 24 Neuze, o veza treuzet ar Pizidi, e teujont er Pamfili. 25 Hag o veza prezeget ar gir en Perj, e tiskenjont en Attalia. 26 Hag ac’hane ez ejont dre vor da Antioch, e pelec’h e oant bet lakeet dindan gras Doue evit an œeuvr pehini ho doa groet. 27 Ha pa oent aruet, ha pa ho doe dastumet an Iliz, e kountchont an holl draou hen doa Doue groet ganthei, ha penaoz hen doa Doue digoret d’ar baïaned dor ar feiz. 28 Hag e choumjont eno pell gant an diskibien.


15 HAG, hinienou deuet euz ar Jude, a gelenne ar vreudeur, o lavarout : Ma na vec’h ket sirkonsizet hervez giz Moisez, na hellit ket beza salvet. 2 Eun disput braz hag eur gwal stourm o veza eta savet entre Paul ha Barnabaz hag int, e oe reizet penaoz Paul ha Barnabaz, hag hinienou euz ho zouez a binje da Jerusalem da gaout an ebestel hag ar re ansien divarben kement-se. 3 O veza eta, kaset gant an Iliz, e treuzjont ar Fenisi hag ar Samari, o kounta distroidigez ar baïaned ; hag e roent eur joa vraz d’ar vreudeur holl. 4 Hag o veza eruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz,

953