Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/951

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 8.

o tevi. 31 Ha pa welaz Moizez anezhan, e oe souezet euz ar welidigez hag evel ma tostae evit sellet outhi mouez an Aotrou a lavaraz dezhan : 32 Me eo Doue da dadou, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob. Ha Moizez, o krena holl, ne grede ket sellet. 33 Neuze an Aotrou a lavaraz dezhan : Lam da voutou euz da dreid ; rag al leac’h en pehini ez out a zo eun douar zantel. 34 Gwelet hag evesaet em euz glac’har ma fobl pehini a zo ebarz en Ejipt, hag em euz klevet ho c’hlemou, hag oun diskennet evit ho delivra. Deuz eta brema, hag e kasin ac’hanout en Ejipt. 35 Ar Moizez se pehini ho doa taolet kwit, o lavarout : Piou hen deuz da lakeat da ben ha da varner ? hennez eo an hini a oe kaset gant Doue evit prins ha diboanier dindan ren an êl pehini a oa en em diskwezet dezhan en tokat-drein. 36 Hen ec 36 an hini o lekeaz da zont kwit, oc’h ober burzudou ha miraklou en bro an Ejipt, er mor Ru, hag el leac’h-distro, enpad daou-ugent vloaz. 37 Ar Moizez ze eo a lavare da vugale Israel : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profed eveldoun-me, euz a douez ho preudeur ; selaouet anezhan. 38 Hen eo an hini pehini, en asamble, el leac’h distro, en em dalc’he gant an êl pehini a gomze outhan var menez Sina, ha gant hon zadou, ha pehini a resevaz komzou a vuez evit ho rei deomp. 39 Hon zadou na fellaz ket dezhei senti outhan, mes he deurel a rejont kwit hag he tistrojont a galoun euz an Ejipt, o lavarout da Aaron. 40 Gra deomp doueou pere a valeo dirazomp ; rag evit ar Moizez ze pehini hen deuz hon zennet euz an Ejipt, n’ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet ganthan. 41 Hag e rejont eul leue, en deiziou ze, hag e kinnigehont sakrifisou d’an idol, hag en em laouenajont euz a labour ho daouarn. 42 Mes Doue a zistraoz outhei, hag ho lekeaz da zervicha arme an env, evel eo skrivet en levr ar brofeded : Ti Israel, ha d’in-me eo oc’h euz kinniget anevaled ha sakrifisou enpad daou-ugent vloaz el leac’h-distro ? 43 Douget oc’h euz tanten Molok hag astr ho toue Remfam, skeudenou pere oc’h euz groet evit o adori ; setu perag me ho tizougo en tu all da Vabilon. 44 Tanten an desteni a zo bet gant hon zadou el leac’h-distro, evel ma hen doa urzet an hini hen doa lavaret da Voizez hen ober hervez an doare ma hen doa gwelet. 45 Hag hon zadon, o veza he gemeret, a gasaz anezhan ganthei, dindan gundu Josue, d’ar vro pehini a oa perc’hennet gant ar boblou pere a gasaz Doue a ziaraog hon zadou, bete deiziou David, 46 pehini a gavaz gras dirag Doue, ha pehini a c’houlennaz outhan sevel eur choumach da Zoue Jakob. 47 Mes Salomon oe an hini a savaz an templ. 48 Koulskoude an Huelae na choum ket en templou groet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed : 49 An env eo ma zron, hag an douar ar skabel euz ma zreid. Pez sort ti a savfet d’in, a lavar an Aotrou, pe pehini e vezo al leac’h euz ma repos ? 50 Ma dorn ha n’euz-han ket groet an holl draou-ze ? 51 Tud a c’houzouk reut, ha dienwaded a galoun hag a skouarn, c’hwi a enep bepred euz ar Spered-Santel ; c’hwi a zo evel ho tadou. 52 Pehini eo ar profed n’ho deuz ket ho tadou trubuliet ? Lazet ho deuz ar re ho doa profetizet dezhei donedigez ar Gwirion, pehini oc’h euz c’hwi gwerzet brema, hag a behini oc’h bet al lazerien ; 53 c’hwi pere oc’h euz ba bet al lezen dre servich an êled, ha pehini n’ho c’heuz ket miret.

54 O klevet ar c’homzou-ze, e oant leuniet a fulor en ho c’halonnou, hag e c’hrigonschont ho dent a enep Stefan. 55 Mes hen leuniet euz ar Spered-Santel, hag he zaoulagad savet var zu an env, he welaz gloar Doue, ha Jesus en he za a zeou da Zoue ; 56 hag e lavaraz : Setu, he welan an envou digor, ha Mab an den en he za a zeou da Zoue. 57 Neuze int, o leuskel kriadennou braz, a stoufaz ho diouskouarn, hag en em daoljont a unan varnezhan ; 58 hag o treina anezhan er meaz euz a gear, e veinjont anezhan. Hag an testou a lakeaz ho mantelou euz treid eun den iaouank hanvet Saul. 59 Hag enpad ma veinent tefan, Stefan a bede hag a lavare : Aotrou Jesus, kemer ma spered. 60 Neuze, o veza daoulinet, e kriaz gant eur vouez kre : Aotrou, ne laka ket ar pec’hed-ma varnezhei. Hag o veza lavaret kement se e kouskaz. Mes, Saul hen doa roet he asant d’ar maro ze.


8 Ha beza oa, en deiz ze, eun drubul vraz a enep Iliz Jerusalem ; hag holl, nemed an ebestel, a oe sklabeet en bro ar Jude hag er Samari. 2 Ha tud a zoujans Doue a sebelias Stefan, hag a reaz eur c’haon braz dezhan. 3 Ha Saul a

945