zez hag a enep Doue. 12 Hag ec’h atizent ar bobl, hag ar Senatored hag ar Skribed ; hag euz en em deurel varnezhan, e krokjont ennhan hag e tigaschont anezhan d’ar Sanhedrin ; 13 hag e lekejont testou faoz, pere a lavare : An den ma ne baouez da lavaret gwal-gomzou a enep al leac’h santel-ma hag a enep al lezen. 14 Rag ni hon euz klevet anezhan o lavaret penaoz Jesus, an Nazarean ze, a zistrujo al leac’h-ma, hag a droio ar giziou hen deuz Moizez roet deomp. 15 Hag evel ar re holl pere a oa azezet er Sanhedrin ho doa ho daoulagad troet varnezhan, he visach en em diskwezaz dezhei evel hini eun êl.
16 Neuze, ar beleg braz a lavaraz da Stefan : Evel se eo ema an traou ma ? 2 Hag hen a respountaz : Tud breudeur ha tadou selaouet. An Doue a c’hloar en em ziskwezaz da Abraham hon zad, pa oa er Mezopotami, araog ma choumaz en Karan ; 3 hag e lavaraz dezhan : Kea er meaz euz da vro hag euz da gerentiez, ha deuz d’ar vro a ziskwezin d’id. 4 Neuze o veza eat er meaz euz a vro ar C’haldeed, e teuaz da choum en Karan bete ma oe maro he dad, Ac’hane, Doue a zigasaz anezhan d’ar vro en pehini e choumit brema, 5 en peleac’h na roaz dezhan heritach ebet nan zoken eun troatad douar, mes prometi, a reaz he rei dezhan ha d’he lignez e c’houde, petra benag n’hen doe ket c’hoaz a vugale. 6 Ha Doue a gomzaz evelhen : Da lignez a choumo en eun douar estranjourç enpad pevar c’hant vloaz ; hag e vezo lakeat en esklavach hag he vezo gwal dreitouret. 7 Mes me a varno ar bobl dindan pehini e vefont bet servicherien, a lavar an Aotrou, ha goude ze, ez efont er meaz, hag e servichfont ac’hanoun el leac’h-ma. 8 Neuze e roaz dezhan allians ar Sirkonsizion ; hag evel se Abraham oe tad da Isaak, pehini a sirkonsizaz en eizved devez, hag Isaak Jakob, ha Jakob an daouzek patriarch. 9 Hag ar batriarched dre avi a werzaz Josef evit mont d’an Ejipt, mes Doue a oe ganthan. 10 Delivra a reaz anezhan euz he holl c’hlac’hariou hag e roaz dezhan furnes ha gras dirag Faraon, roue an Ejipt, pehini he lekeaz da c’houarner var an Ejipt ha var he holl di. 11 Neuze ec’h eruaz eun naounegez vraz en Ejipt holl, hag en Kanaan, hag eun dienez vraz, en hevelep doare ma ne gave ket hon zadou a voued. 12 Mes Jakob, o veza gwelet e oa ed en Ejipt a gasaz di hon zadou, eur veach kenta. 13 Hag an eilved gweach, Josef a oe anavezet gant he vreudeur, ha Faraon a anavezez tud Josef. 14 Neuze Josef a gasaz da gerc’hat Jakob he dad, hag he holl gerent en holl pemzek ha tri-ugent den. 15 Ha Jakob a ziskennaz en Ejipt, 16 hag a varvaz eno hen hag hon zadou, pere a oe dizouget da Sichem, ha lekeet er bez hen doa Abraham prenet, gant arc’hant, digant Emor, tad Sichem. 17 Mes, evel ma tostae amzer ar bromese groet gant Doue da Abraham ar bobl a vrasae hag a greske en niver en Ejipt ; 18 bete ma teuaz eur roue all, pehini n’hen doa ket anavezet Josef. 19 Ar roue-ma, oc’h implia troidelerez a enep hon fobl waskaz kalet hon zadou, beteg ober dezhei teurel ho bugale er meaz evit na vijent ket dalc’het en buez. 20 En amzer ze, e c’hanaz Moizez, pehini a oa kaer dirag Doue he ha pehini a oa maget tri mis en dad. 21 Goude, o veza bet lekeet er meaz, merc’h Faraon a gemeraz anezhan, hag a lekeaz he vaga evel e vije he mab. 22 Ha Moizez a oe kelennet en holl wiziegezou an Ejiptsianed ; hag e oa galloudek en komzou hag en oberiou. 23 Mes, pa oe oajet a zaou-ugent vloaz, e teuaz c’hoant en he galoun da vont da welet he vreudeur, bugale Israel. 24 Hag o welet e waldreitouret unan hep red, e kemeraz he zifen, hag e venjaz an hini da behini e oa groet drouk o laza an Ejiptsian. 25 Mes, hen a grede penaoz he vreudeur a gomprenje e tigase Doue dezhei ar zilvidigez dre he zorn ; mes na gomprenjont ket kement se. 26 An deiz varlerc’h, en em diskwezaz dezhei enpad ma en em bilent, hag ec’h alie anezhei d’ar peoc’h, o lavarout : Tud breudeur oc’h ; perag en em waldreitouret an eil egile ? 27 Mes an hini a waldreitoure he nesa a voutaz anezhan, o lavarout : Piou hen deuz da lekeet da vestr ha da varner varnomp-ni ? 28 Fellout a ra d’id va laza evel ma ez poa lazet deac’h an Ejiptsian ? 29 Pa glevaz Moizez ar gir ze, e tec’haz kwit, hag e choumaz evel diaveziad en bro Madian, e pelec’h hen doe daou vab. 30 Daou-ugent vloaz goude, êl an Aotrou en em diskwezaz dezhan en leac’h distro menez Sina en flam eun tokat drein