Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/948

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 5.

pehini hen deuz groet an env, an douar, hag ar mor, hag an holl draou pere a zo ennhei ; 25 ha pehini hen deuz lavaret dre c’henou David da zervicher : Perag ema ar boblou en krosmol, ha ma sonj an dud traou vên ? 26 Rouane an douar a zo en em zavet, hag ar brinsed a zo en em zastumet a enep an Aotrou hag a enep he Eoliet (Krist). 27 Rag Herodez ha Pons-Pilat, gant ar baïaned ha pobl Israel, a zo en em dastumet a enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet, 28 evit ober an hol draou hen deuz da zorn ha da guzul merket araok da dleout beza groet. 29 Ha brema, Aotrou, sell euz ho gourdrouzou, ha ro d’az servicherien ar galloud da ziskleria da c’hir gant eur gwir hardiegez ; 30 oc’h asten da zorn da iac’haat, evit ma vezo groet miraklou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus. 31 Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant en em zastumet a grenaz ; hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel hag e tisklerjont Gir Doue gant hardiegez.

32 Hag an niver braz euz ar re pere ho doa kredet ne oant nemed eur galoun hag eun ine ; ha den na lavare penaoz netra euz he draou a vije dezhan ; mes an holl draou a oa komun entreze. 33 Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a adsavedigez an Aotrou Jesus a varo hag eur c’hras vraz a oa varnezhei holl. 34 Rag ne oa hini ezomek ebet en ho zouez ; rag ar re holl ho doa douarou pe tiez, ho gwerze, hag a zigasear pris euz ar pez ho dije gwerzet. 35 He lakaat a reent euz treid an ebestel ; hag e lodennet anezhan da bep hini hervez ma hen divije ezom.

36 Evel se Josez, lezhanvet Barnabaz gant an ebestel (da lavaret eo Mab an Ali-mad), levit ha ginidik a Sipra, o kaout eur park, 37 hen gwerzaz, hag a zigasaz arc’hant ar werz, hag he lekeaz euz treid an ebestel.


5 Mes, eun den, hanvet Ananiaz, gant Safira he vreg, a werzaz eun dalc’h ; 2 hag a viraz eul loden euz ar pris, a-unan gant he vreg, hag he tigasaz al loden all, hag he lekeaz anezhan euz treid an ebestel. 3 Mes Pêr a lavaraz dezhan : Ananiaz, perag eo Satan en em gemeret euz da galoun, mar teuz lavaret gaou d’ar Spered-Santel, ha distroet eul loden euz a briz an douar ? 4 Ma ne vije ket bet gwerzet, ha na choume-hen ket ganez ? Hag o veza he werzet he bris ha ne oa-hen ket d’id ? Penaoz eta ec’h euz lekeat ar sonj-se en da galoun ? N’eo ket d’an dud ec’h euz lavaret gevier, da Zoue eo. 5 Ananiaz, pa glevaz ar c’homzou ze, a gwezaz, hag a varvaz ; ar pez a zigasaz eun doujans vraz var ar re holl a glevaz komz a ze. 6 Hag an dud iaouank o veza savet, he gemeraz, he gasaz er meaz, hag a sebeliaz anezhan. 7 Vardro teir heur goude, he vreg, pehini na wie netra euz ar pez a oa c’hoarvezet, a zeuaz. 8 Ha Pèr o kemer ar gomz, a lavaraz dezhi : Lavar d’in, ha kement se eo oc’h euz gwerzet an douar ? Hag hi a lavaraz : Ia, kement se. 9 Neuze Pêr a lavaraz dezhi : Perag oc’h-hu en em c’hroet ho taou evit tenti Spered an Aotrou ? Setu ar re ho deuz sebeliet da ozac’h a zo ental an nor, hag e tougfont ac’hanout er meaz. 10 Raktal e kwezaz d’he dreid, hag e varvaz. Hag an dud iaouank, o veza deuet ebarz, he c’havaz maro, hag he kaschont anezhi er meaz, hag he sebeljont anezhi en kichen he fried. 11 Kement se a roaz eun doujans vraz d’an Iliz holl, ha d’ar re holl a glevaz komz a gement se.

12 Ha kalz a viraklou hag a vurzudou en em rea entouez ar bobl, dre daouarn an ebestel ; hag e oant holl a unvan en porched Salomon. 13 Hag hini euz ar re all ne grede en em unani dezhei, mes ar bobl a roe dezhei meulodiou braz. 14 Ouc’h-pen, niverou braz a wersed hag a c’hragez euz ar re a grede en Aotrou, a vije lekeet en Iliz ; 15 en hevelep doare ma tigaset ar re glanv ebarz er ruou, hag he lekeet anezhei var gweleou ha var golc’hejou, evit pa zeuje Pêr, he skeud da nebeuta a c’holoje hinienou anezhei. 16 Tud ar c’heariou nesa a zeue ive a vanden da Jerusalem ; o tigaz re glanv ha tud heskinet gant sperejou hudur, hag holl e oant iac’heet.

17 Neuze, ar beleg braz hag ar re holl pere a oa ganthan, ha pere a rea sekt ar Sadusced en em zavaz hag a joe leuniet a avi. 18 Hag o kregi en ebestel e lekejont anezhei er prizoun publik. 19 Mes eun êl euz an Aotrou a zigoraz, enpad an noz, dorojou ar prizoun, hag o veza ho lekeet er meaz, e lavaraz dezhei : 20 It, hag en em dalc’hit en templ, diskleriet d’ar bobl holl giriou ar vuez-ma. 21 O veza klevet kement se, ez ejont, beure mad, en templ, hag e kelennent ennhan. Koulskoude, ar beleg braz hag ar re holl a oa ganthan o

942