Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/944

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AKTOU, 1.

ar goan-fask a oa gourvezet var askre Jesus, hag hen doa lavaret dezhan : Aotrou, piou eo an hini a werz ac’hanout ? 21 Pêr eta, o veza he welet, a lavaraz da Jesus : Aotrou, hag hema, petra a eruo ganthan ? 22 Jesus a lavaraz : Mar fell d’in e choumfe ken a zeuin ; petra ra ze d’id ? Te, heul ac’hanoun. 23 Ar brûd eta en em skuliaz en touez ar vreudeur, penaoz an diskibl ze ne varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan : Na varvo ket ; mes : Mar fell d’in e choumfe ken a zeuin, petra a ra ze d’id ?

24 An diskibl ze eo a ro testeni euz an traou ma, hag hen deuz ho skrivet, ha ni a oar penaoz he desteni a zo gwirion.

25 Kalz a draou a zo c’hoaz hag hen deuz Jesus groet, ha ma vijent bet skrivet a lodennou, na sonjan ket e helje ar bed memeuz kenderc’hel al levriou a vije skrivet anezhei.

Amen.


————


AKTOU AN EBESTEL ZANTEL.


1 GROET em euz ma levr kenta, o Teofil, var gement hen deuz Jesus groet ha kelennet adalek ar pen kenta, 2 beteg an deiz en pehini e oe savet en env, goude beza roet he urzou, dre ar Spered-Santel, d’an ebestel pere hen doa choazet ; 3 da bere ive, goude beza soufret en em diskwezaz c’hoas beo, hag ho rei dezhei kalz a breuvenou a gement se, euz en em diskwez dezhei enpâd daou-ugent devez, hag o komz dezhei euz ar pez a zell rouantelez Doue. 4 Hag o veza ho dastumet, e c’hourc’hemenaz dezhei na bellajent ket euz a Jerusalem, mes gortoz eno promese an Tad, an hini pehini emezhan oc’h euz klevet ganen-me. 5 Rag Ian hen deuz badezet a zour, mes c’hwi, c’hwi a vezo badezet euz ar Spered-Santel aben nebeud a zeisiou. 6 Int eta o veza en em zastumet a c’houlenaz outhan, dre lavarout : Aotrou hag en amzer ma eo e savi rouantelez Israel ? 7 Mes hen a lavaraz dezhei : N’eo ket deoc’h-hu eo anaout an amzeriou pe ar sezoniou hen deuz groet an Tad euz he c’halloud he unan ; 8 mes c’hwi a resevo nerz ar Spered-Santel, pehini a zeuo varnoc’h ; hag e servichfet da destou d’in, ken en Jerusalem evel en holl Jude, hag er Samari, ha bete pennou an douar. 9 Ha goude m’hen doe lavaret ar giriou se, e oe savet enpad ma sellent outhan, hag eur goabren a gusaz anezhan euz ho daoulagad. 10 Hag evel ma sellent gant evez var zu an env enpad m’az ea kwit, daou den gwisket en gwen en em gavaz en ho c’hichen 11 hag a lavaraz dezhei : Tud a C’halile, perag en em dalc’hit-hu aze da sellet euz an env ? Ar Jesus se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a ad-deuo er memeuz doare evel ma oc’h euz gwelet anezhan o piniat en env.

12 Neuze e tistrojont da Jerusalem euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo tost da Jerusalem, vardro hed hent eun deiz sabbat. 13 Ha pa oent eruet, e pinjont er gambr huel, en peleac’h e choume Pêr, Jakez, Ian, Andre, Filip, Tomaz, Bartele, Maze Jakez, mab Alfe, Simon ar Zelotez, ha Judaz, breur Jakez. 14 Ar re ze holl a gendalc’he a unvan er beden hag er goulen gant ar gragez, ha Mari, mam Jesus, ha gant he vreudeur.

15 En deiziou-ze Pêr, o sevel en kreiz an diskibien, dastumet en niver a vardro c’hweac’h ugent den, a lavaraz dezhei : 16 Tud breudeur, ret e oa d’ar brofesi hen doa ar Spered-Santel lavaret dre c’henou David divarben Judaz, pehini eo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus, beza peur-c’hroet. 17 Rag euz hon zouez e oa, hag hen deuz bet lod er zervich-ma. 18 Mes prenet hen deuz eur park gant gobr ar c’hrim, hag eo kwezet d’an traoun ha kreuvet dre he greiz, hag he holl vouzellou a zo en em sklabezet. 19 (Ar pez a zo anavezet gant holl dud Jerusalem, en hevelep doare penaoz ar park se a zo bet galvet, en ho langach ho unan, Akeldama, da lavaret eo, Park ar goad.) 20 Rag skrivet eo en levr ar Zalmou :

938