Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/943

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

IAN, 21.

pardounfet ar pec’hejou a vezo pardounet dezhei, hag ar re da bere ho dalc’hfet e vezo dalc’het dezhei.

24 Mes, Tomaz, unan an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganthei pa oa deuet Jesus. 25 An diskibien all a lavaraz dezhan eta : Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhei : Ma na welan merk an tachou en he zaouarn, ha ma na lekean ma biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, na gredin ket.

26 Eiz deiz goude, he ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganthei. Jesus a zeuaz, an noriou, o veza serret, hag en em dalc’haz en ho c’hreiz hag e lavaraz : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! 27 Neuze e lavaraz da Domaz : Laka ama da viz, ha sell va daouarn ; asten ive da zorn, ha laka anezhan em c’hostez, ha na vez ken diskredik, mes kreder. 28 Tomaz a respountaz hag a lavaraz dezhan : Va Aotrou ha va Doue ! 29 Jesus a lavaraz dezhan : Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Tomaz, ec’h euz kredet. Euruz ar re pere n’ho deuz ket gwelet, ha pere ho deuz kredet !

30 Jesus a reaz c’hoaz dirag he ziskibien kalz a viraklou all, ê pere n’in ket skrivet el levr ma. 31 Hag an traou ma a zo bet skrivet, evit ma kredfac’h penaoz eo Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, ha penaoz o kredi e pije ar vuez dre he hano.


21 GOUDE ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’he ziskibien tost da vôr Tiberiad. Ober a reaz e welet en doare ma. 2 Simon Pêr, ha Tomaz hanvet Didim, Natanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mibien Zebede ha daou all euz he zizkibien a oa a vanden. 3 Simon Pêr a lavaraz dezhei : Me a ia da besketa. Int a lavaraz dezhan : Ni a ia ive ganez. Mond a rejont, hag e pinjont er vag ; mes na dapjont netra en noz se. 4 Ar mintin o veza deuet, Jesus en em gavaz var an aot ; mes an diskibien na wient ket e oa Jesus. 5 Jesus a lavaraz dezhei : Bugale, ha n’hoc’h euz-hu netra da zibri ? Int a respountaz dezhan : Nan.

6 Hag hen a lavaraz dezhei : Taolet ar roued en tu deou d’ar vag, hag e kevfet. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne hellent ken he zenna er meaz abalamour d’an niver braz a besked. 7 Setu perag an diskibl a oa karet gant Jesus a lavaraz da Bêr : An Aotrou eo ! Ha Simon Pêr, o c’hanaout penaoz oa an Aotrou, a lekeaz he zae var c’hore (rag en noaz e oa) hag en em dolaz er mor. 8 Mes an diskibien all a zeuaz gant ar vag, o ruza ar roued leun a besked, rag ne oant ket pell euz an douar nemed vardro daou c’hant illinad. 9 Pa oent diskenet d’an douar, e weljont glaou beo, pere a oa eno, ha pesked varnezhei, ha bara. 10 Jesus a lavaraz dezhei : Digasit euz ar pesked ze oc’h euz tapet brema. 11 Simon Pêr a adpiniaz hag a dennaz ar roued d’an douar, leun a gant tri hag anter kant pesk braz, ha petra benag ma oa kement, na dore ket ar roued. 12 Jesus a lavaraz dezhei : Deuit da leina. Hag hini e-bet euz an diskibien na grede goulen outhan : Piou out-te ? O c’houzout penaoz e oa an Aotrou. 13 Jesus eta a daostaez hag a gemeraz bara, hag a roaz dezhei, kenkoulz hag euz ar pesked. 14 An drede gweach oa dija ma rea Jesus en em ziskwez d’he ziskibien, goude beza savet a varo.

15 Goude m’ho doa leinet, Jesus a lavaraz da Simon Pêr : Simon, mab Jona, ha karout a rez-te ac’hanoun muoc’h evit ar re-ma ? Pêr a respountaz : Ia, Aotrou, gouzout a rez penaoz e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Mes va oaned. 16 Lavaret a reaz dezhan eun eilved gweach : Simon, mab Jona, ma c’haret a rez-te ? Pêr a respountaz dezhan : Ia, Aotrou, te a oa penaoz e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Boeta va denved. 17 Lavaret a reaz dezhan evit an deirved gweach. Simon, mab Jona, ma c’haret a rez-te ? Pêr a oe glac’haret euz ma hen doa goulenet diganthan evit an drede gweach : Ma c’harout a rez-te ? Hag hen a lavaraz dezhan : Aotrou, anaout a rez an holl draou, gouzout a rez e karan ac’hanout. Jesus a lavaraz dezhan : Boeta va denved : 18 En gwirionez, en gwirionez e lavaran d’id ; pa oaz iaouankoc’h, te en em c’hourize da unan hag ez eaz el leac’h ma felle d’id ; mes pa vezi koz, te a astenno da zaouarn, hag unan all a c’hourizo ac’hanout, hag a gaso ac’hanout el leac’h na fello ket d’id. 19 Mes, lavarout a rea kement se, evit merka dre bez maro e c’hlorifije Pêr Doue.

Ha goude beza komzet evel se, e lavaraz dezhan : 30 Heul ac’hanoun. Ha Pêr o veza distroet, a welaz o tond var he lerc’h an diskibl oa karet gant Jesus, an hini pehini, en-pâd

937