Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/939

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

IAN, 18.

o sevel he zaoulagad entrezek an env, e lavaraz : Tad, an heur a zo deuet, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanout ; 2 hervez ma ec’h euz roet dezhan gallout var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel d’ar re holl ec’h euz roet dezhan. 3 Hag, ar vuez eternel eo, ma c’hanavefent ac’hanout ; te ar gwir Doue hepken, ha Jesus-Christ pehini ec’h euz kaset. 4 Da c’hlorifiet em euz var an douar ; achuet em euz al labour ez poa roet d’in da ober. 5 Ha brema, glorifi ac’hanoun, Tad, ez kichen da unan, euz ar gloar em oa tost d’id, araog ma oe ar bed groet. 6 Diskleriet em euz da hano d’an dud pere ec’h euz roet d’in euz ar bed ; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’hir. 7 Anavezet ho deuz brema penaoz kement ec’h euz roet d’in, a zeu ac’hanout. 8 Rag roet em euz dezhei ar giriou ec’h euz roet d’in, hag ho deuz ho digemeret, hag ho deuz anavezet en gwirionez penaoz oun deuet ac’hanout hag ho deuz kredet penaoz ec’h euz va c’haset. 9 Pedi a ran evithei ; na bedan ket evit ar bed mes evit ar re ec’h euz roet d’in, abalamour m’az int d’id. 10 Ha kement a zo d’in, a zo d’id, hag ar pez a zo d’id, a zo d’in, ha me a zo glorifiet ennhei. 11 Ha me n’oun ken er bed, mes ar rema a zo er bed, ha me a ia d’az kaout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vefont unan, eveldomp-ni. 12 En-pad ma oan ganthei er bed, e tiwallen anezhei en da hano. Miret em euz ar re pere ec’h euz roet d’in, hag hini anezhei n’eo en em gollet nemed mab ar gollidigez, evit ma vije ar Skritur peur-c’hroet. 13 Ha brema me a ia d’az kaout, hag e lavaran an traou ma er bed, evit ma vezo va joa peur-leuniet ennhei. 14 Roet em euz dezhei da c’hir, hag ar bed hen deuz kasaet anezhei, abalamour ma n’int ket euz ar bed, evel n’hen d’oun ket va unan euz ar bed. 15 Na bedan ket ac’hanout d’ho lemel euz ar bed, mes d’ho diwal a zroug. 16 N’int ket euz ar bed, evel n’oun ket va unan euz ar bed. 17 Santela anezhei dre da wirionez ; da c’hir eo ar wirionez. 18 Evel ma ec’h euz va c’haset er bed, em euz ive ho c’haset er bed. 19 Ha me en em zantela va unan evithei, evit ma vefent ive santeleet dre ar wirionez. 20 Ha, na bedan ket hepken evithei ; mes ive evit ar re a gredo ennoun dre ho gir ; 21 abalamour d’an holl da veza unan, eveldout, o Tad, te a zo ennoun, ha me ennout ; evit ma vefent ive unan ennomp ; evit ma kredo ar bed penaoz eo te ec’h euz va c’haset. 22 Roet em euz dezhei ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vefont unan, evel m’az omp-ni unan 23 (me ennhei, ha te ennoun), evit ma vefont parfetamant unan ha ma c’hanavezo ar bed penaoz ec’h euz va c’haset, ha penaoz e karez anezhei evel ma ec’h euz va c’haret. 24 Tad, me a fell d’in, e vefe ganen ar re pere ec’h euz roet d’in, el leac’h e vezin, evit ma welfont ar gloar pehini ec’h euz roet d’in abalamour ma ec’h euz va c’haret araog krouidigez ar bed. 25 Tad gwirion, ar bed n’euz ket anavezet ac’hanout ; mes me, am euz anavezet ac’hanout, hag ar re-ma ho deuz anavezet penaoz eo te eo hen deuz va c’haset. 26 Hag em euz roet da anaout dezhei da hano, hag e roin anezhan da anaout dezhei, evit ma vezo ennhei ar garantez, ec’h euz bet evidoun, ha ma vezin ive ennhei.


18 GOUDÉ ma hen doe Jesus lava-18 ret an traou ma, ez eaz gant he ziskibien en tu all da waz-red Sedron, e peleac’h e oa eul liorz er pehini ez eaz hen hag he ziskibien. 2 Judaz, pehini hen gwerze, a anaveze ive al leac’h se, abalamour Jesus a oa eet aliez eno gant he ziskibien. 3 Judaz eta o veza kemeret ar vanden soudarded ha mevelien ar veleien vraz hag ar farisianed, a zeuaz eno gant leterniou, gant golou ha gant armou. 4 Ha Jesus, pehini a wie kement a dlee c’hoarvezout ganthan, a ieaz en ho raog hag a lavaraz dezhei : Piou a glaskit-hu ? 5 Int a respountaz dezhan : Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhei : Me eo. Ha Judaz, pehini hen gwerze, a oa ive ganthei. 6 Hag adaleg m’hen doa lavaret dezhei : Me eo, e teujont a-dre hag e kwezjont d’an douar. 7 Goulen a reaz c’hoaz eur veach outhei : Piou a glaskit-hu ? Hag int a respountaz : Jesus a Nazaret. 8 Jesus a respountaz : Lavaret em euz deoc’h penaoz eo me ; mar d’eo eta me eo a glaskit, lezit ar re-ma da vont kwit. 9 Evit ma vije peur-c’hroet ar gomz ma pehini hen doa lavaret : N’em euz kollet hini euz ar re pere ec’h euz roet d’in. 10 Neuze Simon Pér, pehini hen doa eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz

933