fall. 2 Kas a raint ac’hanoc’h kwit euz ho sinagogou ; an heur memeuz a zeu en pehini piou benag ho lakaio d’ar maro a gredo e servicho Doue. 3 Ober a raint kement se deoc’h, abalamour n’ho deuz ket anavezet na va Zad, na me. 4 Mes me em euz lavaret deoc’h an traou ze, abalamour pa vezo an heur deuet, ho pezo sonj penaoz em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket lavaret anezhei deoc’h aboe ar pen-kenta, abalamour ma oan ganeoc’h. 5 Mes brema ez an da gaout an hini hen deuz va c’haset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen ouzin : Peleac’h ez eez ? 6 Mes, abalamour ma em euz lavaret deoc’h an traou ma, an dristidigez hen deuz leuniet ho kaloun. 7 Koulskoude, me a lavar deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kwit ; rag ma n’az an ket kwit, an Dic’hlac’harer na zeui ket d’ho kaout ; mes mar ez an kwit me a gaso anezhan deoc’h. 8 Ha pa vezo deuet, e kendrec’ho ar bed a bec’hed, a wirionez hag a varnedigez : 9 a bec’hed, abalamour na gredet ket ennoun ; 10 a wirionez, abalamour m’az an da gaout va Zad, ha n’am gwelfet mui ; 11 a varnedigez, abalamour prins ar bed ma a zo dija barnet. 12 Kals a draou all em euz c’hoaz da lavaret deoc’h ; mes beza emaint c’hoaz dreist hoc’h ententamant. 13 Mes pa vezo deuet hennez, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rag na gomzo ket anezhan he-unan, mes lavaret a raio kement hen devezo klevet, hag e tisklerio deoc’h an traou da zont. 14 Hen eo an hini a c’hlorifio ac’hanoun abalamour ma kemero euz ar pez a zo d’in, ha ma hen disklerio deoc’h. 15 Kement hen deuz an Tad, a zo d’in ; setu perag em euz lavaret penaoz e kemero euz ar pez a zo d’in, hag hen disklerio deoc’h. 16 C’hoaz eun nebeud amzer ha n’am gwelfet mui : hag a nevez, eun nebeud amzer goude, c’hwi am gwelo, abalamour m’az an da gaout va Zad. 17 Hag hinienou euz an diskibien a lavaraz an eil d’egile : Petra eo ar pez a lavar deomp : A-ben nebeud amzer, n’am gwelfet mui ; hag : A-nevez, eun nebeud amzer goude, c’hwi am gwelo ; hag : Abalamour m’az an da gaout ma Zad ? 18 Lavaret a reent eta : Petra eo a lavar : A-ben nebeud amzer ? Na ouzomp ket ar pez a lavar. 19 Jesus eta, oc’h anaout e c’hoanteent ober goulennou outhan, a lavaraz dezhei : C’hwi a ra goulennou an eil euz egile divarben ar pez em euz lavaret : A-ben nebeud amzer, n’am gwelfeet mui ; hag a-nevez, eun nebeud amzer goude, am gwelfet. 20 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenao ; c’hwi a vezo en dristidigez ; mes ho tristidigez a vezo troet en joa. 21 Pa willioud eur vreg, e deve poan abalamour ma ve deuet he amzer ; mes adaleg ma eo gwillioudet euz a eur bugel, ne deve ken sonj jeuz he foan, abalamour d’he joa hag euz ma zo ganet eun den er bed. 22 Evel se, c’hwi a zo brema en dristidigez ; mes me ho kwelo a-nevez, hag ho kaloun en em laouenao, ha den na lamo diganeoc’h ho levenez, 23 Hag en deiz se c’hwi na c’houlenfet ken mân ouzin var netra. En gwirionez, en gwirionez, me a lavar deoc’h, penaoz kement a c’houlenfet digant an Tad em hano, e roio anezhan deoc’h. 24 Bete vrema n’hoc’h euz goulennet netra em hano ; goulennit, hag ho pezo, evit ma vezo ho levenez peur-leuniet. 25 Me em euz lavaret deoc’h an traou-ma en parabolenou ; mes an amzer a zeu en pehini na gomzin ken deoc’h en parabolenou ; mes me a gomzo deoc’h freaz euz an Tad. 26 En deiz se c’hwi a c’houlenno em hano, ha na lavaran ket deoc’h penaoz e pedin an Tad evidoc’h, 27 rag an Tad he unan ho kâr, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz kredet penaoz oun deuet euz a Zoue. 28 Me a zo deuet euz an Tad, hag oun deuet er bed ; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gaout va Zad. 29 He ziskibien a lavaraz dezhan : Setu, brema e komzez freaz, ha ne leverez parabolen e-bet. 30 Brema, ni a oar penaoz hec’h ouzout an holl draou, ha penaoz n’ec’h euz ket ezom e c’houlenfe den netra ouzit ; abalamour da ze eo e kredomp out deuet euz a Zoue. 31 Jesus a respountaz dezhei : C’hwi a gred brema ? 32 Setu, an heur a zeu, hag eo dija deuet, penaoz e vefet sklabezet : pep hini euz he gostez, ha penaoz e lezfet ac’hanoun va unan ; mes me n’hen d’oun ket va unan, abalamour ma Zad a zo ganen. 33 Lavaret em euz deoc’h an traou-ma, evit ma ho pezo ar peoc’h ennoun ; c’hwi ho pezo displijadur er bed, mes kemeret kourach, me em euz trec’het ar bed.
17 Jesus a lavaraz an traou ze ; neuze