Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/937

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

IAN, 15, 16.

hen deuz va c’haset. 25 Lavaret a ran deoc’h an traou ma, en-pad ma chouman ganeoc’h. 26 Mes an Dic’hlac’harer, ar Spered-Santel, pehini a gaso an Tad em hano, a gelenno deoc’h an holl draou, hag a zigaso sonj deoc’h en holl draou em euz lavaret deoc’h. 27 Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h ; rei a ran deoc’h va feoc’h ; na roan ket anezhi deoc’h evel ma rô ar bed anezhi. N’en em droublo ket eta ho kaloun ha na spounto ket. 28 Klevet oc’h euz penaoz em euz lavaret deoc’h : Mond a ran kwit ; hag e tistroan entrezek ennhoc’h. Ma karjeac’h ac’hanoun, ho pije joa euz ar pez em euz lavaret : Mond a ran da gaout an Tad ; rag va Zad a zo brasoc’h evidoun. 29 Ha me em euz hel lavaret deoc’h brema, araog ma eruo an dra, evit pa vezo eruet, e kredfeet. 30 Na gomzin ken kalz ganeoc’h, rag prins ar bed ma s zeu ; mes n’hen deuz netra ennoun. 31 Mes abalamour ma c’hanavezo ar bed penaoz e karan va Zad, ha penaoz e ran ar pez hen deuz an Tad gourc’hemenet d’in. Savit, ho deomp ac’han.


15 Me eo ar wir winien, ha va Zad eo ar gwinier. 2 Lemel a ra ac’hanoun kement brank ha na zoug ket a frouez ; hag e tivar kement brank a zoug frouez, abalamour ma tougo c’hoaz muoc’h a frouez. 3 Dija oc’h-hu net, abalamour d’ar gomz em euz lavaret deoc’h. Choumit ennoun, ha me a choumo ennoc’h. 4 Evel na hell ket ar brank dougen frouez anezhan he unan, ma na choum stag euz ar winien, c’hwi na helfeet ket ken nebeut ma na choumit ennoun. 5 Me eo ar winien, ha c’hwi eo ar brankou. An hini a choum ennoun, hag en pehini e chouman, a zoug kalz a frouez rag hep oun, na hellit ober netra. 6 Ma na choum ket piou benag ennoun, eo taolet er meaz evel ar brank hag e sec’h ; neuze e tastumer ar brankou, ho zoler en tân hag e têvont. 7 Mar choumit ennoun, ha ma choum va giriou ennoc’h, c’hwi a c’houlenno ar pez a fello deoc’h hag o pezo anezhan. 8 Ma Zad a vezo glorifiet, mar douget kalz a frouez, ha c’hwi a vezo va diskibien. 9 Evel hen deuz an Tad va c’haret, me em euz ive ho karet ; choumit em c’harantez. 10 Mar miret va gourc’hemenou e choumfet em c’harantez, evel em euz miret gourc’hemenou va Zad hag e chouman en he garantez. 11 Lavaret em euz deoc’h an traou ma abalamour ma choumo va joa ennoc’h, ha ma vezo ho laouenedigez peur-leuniet. 12 Ma gourc’hemen eo, ma en em garfeet an eil egile, evel ma em euz ho karet. 13 Den n’euz brasoc’h karantez evit an hini pehini a ro he vuez evit he viniouned. 14 C’hwi a vezo va miniouned, mar grit kement a c’hourc’hemenan deoc’h. 15 N’ho kalvan ken zervicherien, rag ar zervicher ne oar ket petra ra he vestr, mes ho kervel a ran miniouned, abalamour ma em euz roet deoc’h da anaout kement am euz klevet gant va Zad. 16 N’eo ket c’hwi eo oc’h euz va choazet, mes me eo am euz ho choazet, ha pehini am euz ho lekeet, abalamour m’az afeac’h, ha ma tougfac’h frouez, ha ma vefe ho frouez kendalc’huz ; ha ma rofe ma Zad deoc’h, ar pez a c’houlenfeet outhan em hano. 17 Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo ma en em garfeac’h an eil egile. 18 Mar kasaa ar bed ac’hanoc’h, gwezit penaoz hen deuz ma c’hasaet araog deoc’h. 19 Ma vijeac’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a vije dezhan ; mes abalamour ma n’hoc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet er bed, abalamour da ze eo e kasaa ar bed ac’hanoc’h. 20 Ho pezit sonj euz ar gir em euz lavaret deoc’h : Ar mevel n’eo ket brasoc’h evit he vestr. Mar ho deuz va zrubuliet, e trubulfont ive ac’hanoc’h, mar ho deuz miret va gir, e virfont ive hoc’h hini. 21 Mes ober a rafont deoc’h kement se holl abalamour d’am hanô, rag ne anavezont ket an hini hen deuz va c’haset. 22 Ma na vijen ket deuet, ha ma n’am bije ket komzet outhei, n’ho dije ket a bec’hed ; mes brema n’ho deuz ket a zigare evit ho fec’hed. 23 An hini a gasaa ac’hanoun, a gasaa ive va Zad. 24 Ma n’am bije ket groet en ho zouez an oberiou n’hen deuz groet hini all ebet, n’ho dije ket a bec’hed ; mes brema ho deuz ho gwelet, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. 25 Mes ze a zo abalamour d’ar gir a zo skrivet en ho lezen da veza peur c’hroet : Ma c’hasaet ho deuz hep kaoz. 26 Mes pa vezo an Dic’hlac’harer deuet, pehini a zigasin deoc’h a beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. 27 Ha c’hwi ive, c’hwi a roio testeni, abalamour ma emoc’h ganen adaleg ar pen-kenta.


16 Lavaret em euz deoc’h an traou, evit na gemerfet ket a skouer-

931