Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/924

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

IAN, 5.

d’ar seizved heur, an derzien a gwitaaz anezhan. 53 Hag an tad a anavezaz penaoz e oa d’an heur-ze hen doa Jesus lavaret dezhan : Da vab a vev ; hag e kredaz, hen hag holl dud he di. 54 Jesus a reaz an eil mirakl-ma en he zistro euz ar Jude da C’halile.


5 GOUDE ze, e teue eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a biniaz da Jerusalem. 2 Beza e oa en Jerusalem, tost da zor an denved eur stang, galvet en hebre Betesda, pehini é doa pemp porched. 3 Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, dall, kam hag ampufur, pere a c’hortoze kemesk an dour. 4 Rag eun êl a ziskenne, a amzer-da-amzer, er stang, hag a gemeske an dour. Ar c’henta eta pehini az ea ebarz, goude ma vije bet kemesket an dour, a vije iac’heet, euz a bez klenved benag a vije ganthan. 5 Beza e oa eno eun den pehini a oa klanv eiz vloaz ha tregont a oa. 6 Jesus, o welet anezhan gourvezet hag oc’h anaout e oa dija klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan : Fellout a ra d’id beza iac’heet ? 7 Ar c’hlanvour a respountaz dezhan : Aotrou, n’em euz den evit ma zeurel er stang pa ve kemesket an dour ; hag, en-pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. 8 Jesus a lavaraz dezhan : Sav-te, doug da wele, ha bale. 9 Ha kerkent, an den a oe iac’heet ; hag e kemeraz he wele hag he valeaz. 10 Mes, an deiz-ma a oa eun deiz sabbat. Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet iac’heet : Ar sabbat eo ; n’eo ket dleet d’id dougen da wele. 11 Hen a respountaz dezhei : An hini hen deuz ma iac’heet, hen deuz lavaret d’in : Doug da wele, ha bale. 12 Hag int a c’houlennaz outhan : Piou eo an den ze pehini hen deuz lavaret d’id : Doug da wele, ha bale ? 13 Mes an hini a oa bet iac’heet na wie ket piou e oa ; rag Jesus a oa en em dennet e-kuz kwit abalamour ma oa kalz a dud eno. 14 Goude ze, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan : Setu, te a zo bet iac’heet ; na bec’h ken, gant aoun en em gavfe ganez eun dra benag gwasoc’h. 15 An den ma a ieaz hag a lavaraz d’ar Judevien penaoz e oa Jesus eo hen doa he iac’heet.

16 Abalamour da gement-se, ar Judevien a drubulie Jesus, hag a glaske he lakaat d’ar maro, dre ma hen doa groet ze deiz ar sabbat. 17 Mes Jesus a lavaraz dezhei : Ma Zad a labour bete vrema, ha me a labour ive. 18 Abalamour da ze, ar Judevien a glaske c’hoas mui he lakaat d’ar maro, nan hepken, dre ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma c’halve Doue he Dad, euz en em ober he unan memeuz egalç da Zoue. 19 Jesus, o kemer ar gomz, a lavaraz dezhei : En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz ar Mab ne hell netra anezhan he unan, nemed hen defe gwelet an Tad euz he ober ; rag kement a ra an Tad, ar Mab ive ho gra evelthan. 20 Rag an Tad a gâr ar Mab, hag a ziskwez dezhan kement a ra. Ha diskwez a rai dezhan oberiou brasoc’h evit ar re ma, evit ma veet souezet. 21 Rag, evel ma ro an Tad ar vuez d’ar re varo, evel se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. 22 An Tad ne varn den, mes roet hen deuz pep barn d’ar Mab. 23 Abalamour ma c’henoro an holl ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab na enor ket an Tad pehini hen deuz he gaset. 24 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, penaoz an hini a zelaou ma c’homz, ha pehini a gred en hini hen deuz va c’haset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket en barnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. 25 En gwirionez, en gwirionez me a lavar deoc’h, an amzer a zeu, hag eo dija deuet, en pehini ar re varo a glevo mouez Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo. 26 Rag, evel ma hen deus an Tad ar vuez ennhan he unan, hen deus ive roet d’ar Mab ar galloud da gaout ar vuez ennhan he unan. 27 Hag hen deus roet dezhan ar galloud da varn, abalamour ma eo Mab an den. 28 Na vezit ket eta souezet a gement se ; rag dont a ra an heur en pehini ar re holl a zo er 18 beziou a glevo he vouez, 29 hag ez aint er meaz : ar re ho devezo groet mad, en adsavedigez a vuez ; hag ar re ho devezo groet fall, en adsavedigez a varn. 30 Ne hellan ober netra ac’hanoun va unan, barna a ran hervez ar pez a glevan, ha va barn a zo gwirion, rag ne glaskan ket va c’hoant, mes bolonte va Zad pehini hen deuz va c’haset. 31 Ma roan testeni ac’hanoun va unan, ma zesteni n’eo ket gwir. 32 Beza e zo unan hag a ro testeni ac’hanoun, ha gouzout a ran penaoz an desteni a ro ac’hanoun a zo gwir. 33 Kaset oc’h euz da gaout Ian, hag hen hen deuz roet testeni d’ar wirionez. 34 Evidoun-me, ne glaskan ket testeni an den, mes lava-

918