Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/923

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

IAN, 4.

ar vuez eternel. 15 Ar vreg a lavaraz dezhan : Aotrou, ro d’in an dour ze, abalamour n’am bezo ken a sec’hed ha ma na zeuin ken da denna dour ama. 16 Jesus a lavaraz dezhi : Kea, galv da bried ha deuz ama. 17 Ar vreg a respountaz : N’em euz pried ebet. Jesus a lavaraz dezhi : Lavaret mad ec’h euz : N’em euz pried ebet ; 18 rag pemp pried ec’h euz bet : hag an hini a zo ganez brema n’eo ket da bried ; gwir ec’h euz lavaret en kement se. 19 Ar vreg a lavaraz dezhan : Aotrou, gwelet a ran out eur profed. 20 Hon zadou ho deuz adoret var ar menez ma, ha c’hwi, c’hwi a lavar penaoz al leac’h en peleac’h eo ret adori eo Jerusalem. 21 Jesus a lavaraz dezhi : Greg, kred ac’hanoun ; an amzer a zeu en pehini ne adorfer ken an Tad, na var ar menez ma, nag en Jerusalem. 22 C’hwi a ador ar pez na anavezit ket ; evidomp-ni ni a ador ar pez a anavezomp ; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. 23 Mes an heur a zeu, hag eo dija deuet, ez pehini ar gwir adoratourien a adoro an Tad en Spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar sort adoratourien ze. 24 Doue a zo spered, hag eo ret d’ar re hen ador, hen adori en spered hag en gwirionez. 25 Ar vreg a lavaraz dezhan : Gouzout a ran penaoz ar Messi, an hini a c’halver Krist, a dle dont ; pa vezo hen deuet e tisklerio deomp an holl draou. 26 Jesus a lavaraz dezhi : Me eo, me, pehini a gomz ouzit.

27 Var gement-se, he ziskibien a eruaz, hag e oent souezet euz ma komze gant eur vreg ; koulskoude hini anezhei na lavaraz dezhan : Petra a c’houlennez-te ? Pe, perag e komzez-te ganthi ? 28 Neuze ar vrep a lezaz he fod dour hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud : 29 Deuit da welet eun den pehini hen deuz lavaret d’in kement am euz groet ; ne vefe ket hen ar C’hrist ? 30 Mond a rejont eta euz a gear, hag ez ejont d’he gaout.

31 Koulskoude, he ziskibien a bede anezhan, o lavarout : Mestr, debr. 32 Mes hen a lavaraz dezhei : Me em euz da zibri eur boued pehini na anavezit ket. 33 An diskibien a lavare eta an eil d’egile : Unan benag hen defe digaset da zibri dezhan ? 34 Jesus a lavaraz dezhei : Ma boued eo ober bolonte an hini hen deuz va c’haset, ha peur-ober he labour. 35 Ne livirit-hu ket penaoz e zo c’hoaz pevar mis ac’han d’an eost ? Setu, me a lavar deoc’h : Savit ho taoulagad, ha sellit euz ar meaziou pere a wen dija evit an eost. 35 An hini a ved hen deuz eur gobr hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, abalamour d’an hini a had d’en em laoueni ive gant an hini a ved. 37 Rag en kement ma, eo gwir ar gomz ma : Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder. 38 Me em euz ho kaset el leac’h n’oc’h euz ket labouret ; reou all ho deuz labouret, ha c’hwi a zo eet en ho labour.

39 Ha, kalz euz a Samaritaned ar gear ze a gredaz ennhan, abalamour da gomz ar vreg, pehini he doa roet an desteni-ma : Lavaret hen deuz d’in kement em euz groet. 40 Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’he gaout, a bedaz anezhan da choum ganthei ; hag e choumaz daou devez eno. 41 Hag eun niver brasoc’h a gredaz abalamour d’he gelenadurez. 42 Hag e lavarent d’ar vreg : N’eo ket abalamour d’az lavar, eo e kredomp, rag klevet hon deuz anezhan hon unan, hag ec’h anavezomp penaoz hema eo en gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.

43 Daou devez goude, ez eaz kwit ac’hane, hag ez eaz en Galile, 44 rag Jesus he unan hen doa diskleriet penaoz eur profed n’eo ket enoret en he vro. 45 Pa oa eruet eta en Galile, e oe digemeret mad gant ar C’halileed, pere ho doa gwelet kement hen doa groet en Jerusalem deiz ar gouel : rag int ive a oa eet d’ar gouel. 46 Jesus a zeuaz eta a nevez da Gana en Galile, el leac’h hen doa groet gwin gant dour. Ha beza e oa en Kafarnaom eun Aotrou a di ar roue euz a behini ar mab a oa klanv. 47 An den ma, o veza anavezet penaoz Jesus a oa deuet euz ar Jude en Galile, a ieaz d’he gaout hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haat he vab, rag mond a rea da vervel. 48 Jesus a lavaraz : Ma na welit ket a siniou hag a viraklou, c’hwi na gredit ket. 49 An Aotrou ma a di a roue a lavaraz dezhan : Aotrou, disken, araog ma varvo ma bugel. 50 Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da vab a vev. An den ma a gredaz ar pez hen doa Jesus lavaret dezhan, hag a ieaz kwit. 51 Hag evel ma tiskenne, he vevelien a zeuaz araog dezhan, hag a lavaraz dezhan : Da vab a vev. 52 Hen a c’houlennaz outhei da bed heur e oa en em gavet gwelloc’h ? Hag int a lavaraz dezhan : Deac’h,

917