Herodez, pehini a oa en Jerusalem en deiziou ze.
8 Pa welaz Herodez Jesus, hen doe kalz a joa ; rag pell a oa hen doa c’hoant d’he welet, abalamour ma hen doa klevet lavaret kalz a draou outhan ; hag e c’hortoze he welet da ober eur mirakl benag. 9 Ober a reaz eta meûr a c’houlen outhan ; mes Jesus na respountaz netra dezhan. 10 Hag ar pen-veleien hag ar skribed pere a oa eno, a damalle anezhan gwasa ma hellent. 11 Mes Herodez, gant tud he c’hard, a zisprijaz anezhan ; hag evit ober goab anezhan, e lakeaz gwiska dezhan eur zae skeuduz, hag e tistroaz anezhan da Bilat. 12 Er memeuz deiz se, Herodez ha Pilat a zeuaz miniouned ; rag araog e oant enebourien.
13 Neuze Pilat, o veza dastumet ar veleien vraz, hag ar mestrou, hag ar bobl, a lavaraz dezhei : 14 Digaset oc’h euz d’in an den ze evel ma hen dije savet ar bobl, ha goude, beza groet goulenou outhan dirazoc’h n’em euz ket he gavet kiriek da hini ebet euz ar c’hrimou, euz a bere hen tamallet ; 15 nag Herodez ken nebeud ; rag ho kaset em euz d’he gaout ; ha setu n’hen deuz groet netra a vefe dîn a varo. 16 O veza eta groet he gastiza, e leuskin anezhan.
17 Mes, ret e oa dezhan leuskel unan dezhei en deiz ar gouel. 18 En hevelep doare ma krijont holl a unan : Laka hema d’ar maro, ha laosk deomp Barabbaz. 19 Barabbaz a oa bet lakeet er prizoun evit eun dirollded pehini a oa bet groet en kear, hag eur muntr. 20 Pilat, o kaout c’hoant da leuskel Jesus, a gomzaz outhei a-nevez. 21 Mes int a griaz : Kroastag anezhan, kroastag anezhan. 22 Hag hen a lavaraz dezhei evit an deirved gweach : Mes petra droug hen deuz groet ? N’em euz kavet ennhan netra hag a vefe dîn a varo. He gastiza a rin hag e laoskin anezhan. 23 Mes int a geudalc’he, o c’houlen a gri forz ma vije staget euz ar groaz ; hag ho c’hriadenou ha re ar veleien vras a greske. 24 Neuze Pilat a varnaz ober evel ma felle dezhei. 25 Leuskel a reaz dezhei an hini a oa bet lakeet er prizoun evit dirollded hag evit lazerez ha pehini a c’houlenent ; hag e lezaz Jesus d’ho bolonte.
26 Hag evel ma kasent anezhan, e kemerjont eun den hanvet Simon a Siren, pehini a zistroe euz ar parkeier, hag e lekejont anezhan da zougen ar groaz, var lerc’h Jesus.
27 Hag eur vanden vraz a bobl hag a c’hragez hen heulie ; pere en em c’hlac’hare hag a hirvoude divar he bên. 28 Mes Jesus, o tistrei entrezeg ennhei, a lavaraz dezhei : Merc’hed Jerusalem, na welit ket divar ma fên, mes gwelit varnoc’h oc’h unan ha var ho pugale ; 29 rag deiziou a zeuo en pere e lavarfer : Euruz ar merc’hed dibrodu, ar c’hovou n’ho deuz ket ganet, hag an diouvron n’ho deuz ket maget ! 30 Neuze en em lakafont da lavaret d’ar meneziou : Kouezet varnomp ; ha d’ar c’hrec’hienou : Goloit ac’hanomp. 31 Rag ma reer an traou ma d’ar c’hoad glaz, petra a vezo groet d’ar c’hoad sec’h ?
32 Hag e kaset ive daou dorfedour all, evit ho lakaat da vervel ganthan.
33 Ha pa oent deuet el leac’h hanvet Kalvar, e stagjont anezhan euz ar groaz eno, hag an dorfedourien, unan a zeou, hag egile a gleiz. 34 Mes Jesus a lavare : Tad, pardoun dezhei, rag na ouzont ket ar pez a reont. Neuze e lodenjont he zillad euz ho zeurel d’ar zort. 35 Ar bobl en em zalc’he eno hag a zelle. Hag ar senatored hag ar bobl a rea goab anezhan, o lavarout : Sovetaet hen deuz ar re all, ra en em zovetao he unan, m’ar d’eo ar C’hrist, ar choazet a Zoue. 36 Ar soudarded ive, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhan a rea goab outhan, o lavarout : 37 Mar d’oud roue ar Judevien, en em zoveta da unan. 38 Ha beza e oa a uz d’he bên ar skrid-ma, en grek, en latin hag en hebre : HEMA EO ROUE AR JUDEVIEN.
39 Unan euz an dorfedourien a oa kroastaget a zismeganse ive anezhan, o lavarout : Mar d’oud ar C’hrist, en em zoveta da unan, ha ni ive. 40 Mes egile, o kroza dezhan, a lavaraz : Na zoujez ket eta Doue, rag barnet oud d’ar memeuz poan ? 41 Hag evidomp-ni, a zo gant gwirionez ; mes hema n’euz groet droug ebet. 42 Hag e lavare da Jesus : Aotrou, az pez sonj ac’hanoun, pa vezi eet en da rouantelez. 43 Ha Jesus a lavaraz dezhan : Me hel lavar d’id en gwirionez hirie, e vezi ganen er baradoz.
44 Beza e oa vardro ar c’hwec’hved heur, hag e oe tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. 45 An heol a devalaaz, ha gwel an templ a rogaz dre he greiz.
46 Ha Jesus en eur grial a vouez huel, a lavaraz : Ma Zad, lakaat a ran ma spered entre da zaouarn. Hag o veza lavaret kement se, e varvaz.