16 Diwallit euz ar skribed, pere en em blij o pourmen en robenou hir, ha pere a gar ar saludou er plasou, hag ar c’henta kadoriou er sinagogou. hag ar c’henta plasou er festou ; 17 pere a zebr tiez an intanvezed, var digarez ober pedenou hir ; beza, ho devezo eur varnedigez vrasoc’h.
21 O veza savet he zaoulagad, Jesus a welaz tud pinvidik pere a lekee ho frofou en tenzor an templ. 2 Gwelet a reaz ive eun intanvez paour pehini a lekeaz ebarz daou liard. 3 Hag e lavaraz : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaoz an intanvez paour ze he deuz lekeat ebarz mui evit an holl. 4 Rag ar re ze holl ho deuz lekeat, en profou Doue, euz ar pez ho doa a re ; mes houma he deuz roet euz he dienez ar pez he doa da veva.
5 Hag evel ma lavare hinienou dezhan e oa savet an templ gant mein kaer ha gant profou pinvidik, e lavaraz : 6 C’hwi a zell euz an traou ze ! Deiziou a zeuo en pere ne vezo lezet mean var vean, a gement na vezo diskaret. 7 Hag e c’houlenjont outhan : Mestr, pegoulz en em gavo an traou ze, ha dre betra sîn ec’h anavefer e veont prest d’en em gaout ? 8 Hag e lavaraz : Diwallit da veza tromplet ; rag kalz a zeuo em hano, o lavarout : Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. N’az it ket eta var ho lerc’h. 9 Pa glevfet komz euz a vrezelliou hag euz a gemesk na spountit ket ; rag ret eo d’an traou ze en em gaout araog ; mes ne vezo ket kerkent ar fin.
10 Lavaret a reaz dezhei ive : Eur bobl a savo enep eur bobl all, hag eur rouantelez a enep eur rouantelez all ; 11 hag e vezo kreniou-douar braz e meur a leac’h, ha naounegezou ha bosenou ; hag en em diskwezo traou spouronuz, ha siniou braz en env.
12 Mes, araog an holl draou ze, e lakafont ho daouarn varnoc’h, hag e trubulfont ac’hanoc’h, ho kasfont en ho sinagogou hag ho lakafont er prizoun, hag ho kasfont dirag ar rouane ha dirag ar gouarnerien abalamour d’am hano. 13 Ha kement se a vezo evidoc’h eul leac’h da destenia. 14 Likit eta en ho kaloun na dleit ket sonjal araog en ho tifen. 15 Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez da behini hoc’h holl enebourien ne helfont respount netra. 16 C’hwi a vezo gwerzet, gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesa ha gant ho miniouned ; hag e lakafont kalz ac’hanoc’h d’ar maro. 17 Ha c’hwi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano. 18 Mes n’en em gollo ket eur vleven euz ho pên. 19 Kendalc’hit hoc’h ineou dre ho sioulded. 20 Ha pa welfet Jerusalem kelc’hiet gant armeou, gwezit eo tost he glac’har. 21 Neuze, ar re a vezo er Jude ra dec’hfont er meneziou ; ra en em dec’ho ar re a vezo e kreiz Jerusalem ; ha n’az ai ket ebarz ar re a vezo var ar meaz. 22 Rag beza e vefont deiziou a gastiz, abalamour d’an holl draou a zo bet skrivet da eruout. 23 Gwal-heur d’ar gragez dougerezed, ha d’ar re a roi da zena en deiziou ze ; rag eur glac’har braz a vezo var ar vro ma, hag a zrouk a enep ar bobl ma. 24 Kweza a rafont dindan laoien ar c’hleze, ha kaset e vefont da vevelien etouez an holl boblou, ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar boblou bete ma vezo amzeriou ar boblou eruet.
25 Ha beza e vezo siniou en heol, el loar hag er stered ; ha var an douar, ar boblou a vezo en nec’hamant ha na wefont petra da ober, gant ar mor hag he ourlou oc’h ober eun drouz vraz. 26 An dud a vezo evel o renta hoc’h ine gant ar spount, en gortoz euz an traou pere a dle en em gaout er bed ; rag nerzou an envou a vezo hijet. 27 Ha neuze e welfont Mab an den o tond var goabrenou an env, gant eur galloud hag eur gloar braz. 28 Pa n’em lekeo an traou ze d’en 28 em gavet, sellit d’an neac’h, ha savit ho pênou, rak ho tasprenedigez a dosta.
29 Hag e lavaraz dezhei eur barabolen : Gwelit ar wezen fiez hag an holl gwez all ; 30 pa voutont e varnit ac’hanoc’h oc’h unan, o welet anezhei, eo tost d’an hanv. 31 Evel se ive, c’hwi pa welfet kement se o c’hoarvezout, gwezit penaoz eo tost rouantelez Doue. 32 Me a lavar deoc’h e gwirione, penaoz ar rum-tud ma na dremeno ket, ken na vezo eruet an traou ze. 33 An env hag an douar a dremeno, mes ma giriou na dremenfont ket.
34 Likit eta evez ouzoc’h, gant aoun na zeufe ho kalounou da veza pounereet gant an dirollded, ar vezventi ha gant ankeniou ar vuez ma ; ha na zeufe an deiz ze en eun taol d’ho lakaat souezet. 35 Rag dont a rai evel eur roued, da soupren ar re holl a choum var gorre an douar. 36 Beilit eta, ha pedit en pep amzer, abala-