omp : Euz an dud, ar bobl holl hon meino ; rag kredi a ra ez eo Ian eur profed. 7 7 Dre ze e respountchont ne wient ket a beleac’h e teue. 8 Ha Jesus a lavaraz dezhei : Me na lavarin ket deoc’h ken nebeud dre be c’halloud e ran an traou ma.
9 Neuze en em lekeaz da lavaret d’ar bobl ar barabolen ma. Eun den a blantaz eur winien, hag he fermaz da winierien, hag e oe pell absent. 10 Hag an amzer o veza deuet, e kasaz eur zervicher etrezek ar gwinierien evit ma rojent dezhan frouez euz ar winien ; mes ar gwinierien, o veza he bilet, a gasaz anezhan kwit en gollo. 11 Hag e kasaz c’hoaz eur mevel all ; mes o veza ive he bilet ha groet dezhan meur a zismegans, e kaschont anezhan kwit gollo. 12 Kas a reaz c’hoas eun drived, mes int a vlesaz anezhan ive, hag he gasaz kwit. 13 Mestr ar winien a lavaraz neuze : Petra a rin ? Kas a rin va mab karet mad ; marteze pa hen gwelfont e toujfont anezhan. 14 Mes ar gwinierien, o veza he welet, a sonjaz ennhei oc’h unan, o lavarout : Hema eo an heritour ; deuet, lazomp anezhan, evit ma vezo an heritach deomp. 15 Hag o veza he daolet er meaz euz ar winien, e lazjont anezhan. Petra eta a rai mestr ar winien ? 16 Dont a rai, hag e lazo ar vinierien ze, nag e roio ar winien da reou all. Ar Judevien, o veza klevet kement-se, a lavaraz : Ra na c’hoarvezo ket ze ! 17 Neuze Jesus o sellet outhei, a lavaraz dezhei : Petra eta eo ar pez a zo skrivet evelhen : Ar mean taolet kwit gant ar re a vasoune, a zo deuet da veza ar mean kenta er c’horn ? 18 Piou benag a gwezo var ar mean ze a vezo brevet, ha frika a raio an nep var behini e kwezo.
19 Neuze ar veleien vraz hag ar skribed a glaskaz lakaat ho daouarnh varnezhan d’an heur ze memeuz ; rag anavezet ho doa penaoz hen doa lavaret ar barabolen ze a enep dezhei ; mos aoun ho doa rag ar bobl.
20 Setu perag, oc’h evezaat anezhan, e kasjont dezhan tud pere a gemeraz doare tud gwirion, evit he dapout en he gomzou, abalamour d’he lakaat en daouarn mestr ar vro hag en galloud ar gouarner. 21 An dud ma eta a c’houlenaz diganthan : Mestr, ni a oar e komzez hag e kelenez gant eeûnder, ha penaoz, ne rez van a zen e-bet, e kelenez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Dleet eo pea ar gwiriou da Sezar, pe nan ? 23 Mes Jesus oc’h anaout ho ruz, a lavaraz dezhei : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? Diskwezit d’in eun diner. 24 Euz a biou eo ar skeud hag ar skrid ma ? Int a respountaz : Euz a Sezar. 25 Hag hen a lavaraz dezhei : Roit eta da Sezar ar pez a zo da Sezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. 26 Ha na heljont ket he dapout en he gomzou dirag ar bobl ; mes, o veza zouezet gant he respount, e tavjont.
27 Neuze hinienou a douez ar saduseed, pere a nac’h an adsavedigez a varo, a dostaez, hag a reaz outhan ar goulen ma : 28 Mestr, Moizez hen deuz gourc’hemenet deomp, penaoz mar hen deuz nep eur breur dimezet pehini a varv hep bugale, e tle kemer ar vreg ha sevel lignez d’he vreur. 29 Beza e oa eta seiz breur. An hini kenta a gemeraz eur vreg, hag a varvaz hep bugale. 30 Hag an eil a zimezaz d’he vreg, hag a varvaz hep bugale. 31 Hag an drede e c’hemeraz ive, hag ho zeiz holl er memeuz doare ; hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha goude holl ar vreg a varvaz ive. 33 A behini anezhei e vezo-hi eta greg en adsavedigez a varo ? Rag ho zeiz int bet dimezet dezhi. 34 Jesus a respountaz dezhei : Bugale ar c’hanvet ma a zime, hag a ro en dimezi. 35 Mes ar re vezo barnet dîn da gaout lod er c’hantvet da zont en adsavedigez a varo, na zimefont ket ha na rofont ket en dimezi. 36 Rag na helfont ket ken nebeud mervel, abalamour ma vefont henvel euz an eled, ha ma vefont bugale Doue, o veza bugale an adsavedigez a varo. 37 Ha, penaoz ar re varo a adbevo, kement se eo a ziskwez ive Moizez pa c’halv er voden devuz an Aotrou, Doue Abraham, Doue Isaak ha Doue Jakob. 38 Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo ; rag an holl a vev drezhan. 39 Hag hinienou euz ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaraz : Mestr, komzet mad ec’h euz. 40 Ha ne gredent ken goulen netra outhan.
41 Neuze e lavaraz dezhei : Penaoz e leverer eo ar C’hrist mab David ? 42 Ha David he unan a lavar en levr ar Zalmou : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a zeou d’in, 43 bete ma em bezo lakeet da enebourien da skabel d’az treid. 44 Mar galv David anezhan Aotrou, penaoz eo hen mab dezhan ?
45 Hag, evel ma selaoue an holl bobl, e lavaraz d’he ziskibien :