Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/912

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LUKAS, 20.

zervicherien da bere hen doa roet a arc’hant, evit gouzout pegement hen doa gounezet pep hini ganthan. 16 Hag ar c’henta, o veza deuet, a lavaraz : Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet deg all. 17 Hag hen a lavaraz dezhan : Mad eo, servicher mad, abalamour ma out bed leal en nebeud a draou, ez pezo ar galloud var dek kear. 18 Hag an eil a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet pemp all. 19 Hag hen ive a lavaraz da hema : Ha te, bez ar galloud var bemp kear. 20 Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz ; Aotrou, setu da bez arc’hant em euz miret paket en eul lienen ; 21 rag da zouja a ran, abalamour ma c’hanavezan ez out eun den garo, e kemerez el leac’h nec’h euz lakeet netra, hag e vedez el leac’h nec’h euz ket hadet. 22 Hag he vestr a lavaraz dezhan : Servicher fall, da varn a rin dre da gomzou da unan ; te a wie penaoz oun eun den garo, pehini gemer el leac’h n’em euz lekeat netra hag a ved el leac’h n’em euz ket hadet. 23 Perag eta n’ec’h euz ket lekeat va arc’hant er bank ; hag em distro, em bije he zilamet gant ar vad ? 24 Hag e lavaraz d’ar re a oa eno ; Lamit diganthan ar pez arc’hant se, hag he roit d’an hini hen deuz dek. 25 Hag int a lavaraz dezhan : Aotrou, dija hen deuz dek pez. 26 Me a lavar deoc’h e vezo roet da biou benag hen deuz, mes d’an hini n’hen deuz ket, e vezo lamet memeuz ar pez hen deuz. 27 E kenver va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhei e renjen varnezhei, digasit anezhei ama, hag ho lazit dirazoun.

28 Ha goude beza lavaret kement ze, e piniaz da Jerusalem, o vond araog ar bobl.

29 Hag o veza eruet tost da Vetfaje ha da Vetani, var ar menez galvet Olived, e kasaz daou euz he ziskibien o lavarout : 30 It d’ar bourk a zo diragoc’h, ha pa vefet eet ennhan, e kavfet eun azen stag, var behini den n’euz biskoaz piniet ; distagit anezhan hag he zigasit d’in. 31 Ha mar goulen unan benag ouzoc’h perag e tistagit-hu anezhan, c’hwi lavaro dezhan : Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan. 32 Ar re gaset a ieaz hag a gavaz evel ma oa lavaret dezhei. 33 Hag evel ma tistagent an azen, he vestrou a lavaraz dezhei : Perag e tistagit-hu an azen ze ? 34 Hag respountchont : An Aotrou hen deuz ezom anezhan. 35 Hag e tigaschont anezhan da Jesus ; hag o veza lekeat ho dillad war an azen, e rejont da Jesus piniat varnezhan. 36 Hag evel ma tremene, kalz a dole ho dillad var an hent. 37 Hag evel ma tostae da zisken divar menez Olived an holl vanden diskibien, karget a joa, en em lekeaz da veuli Doue a vouez huel evit an holl viraklou ho doa gwelet. 38 Hag e lavarent : Beniget ra vezo ar Roue a zeu en hano an Aotrou ! Peoc’h en env, ha gloar el leac’hiou huela ! 39 Neuze hinienou euz a farisianed ar vanden, a lavaraz dezhan : Mestr, kroz da ziskibien. 40 Hag hen a respountaz hag a lavaraz dezhei : Me a lavar deoc’h mar tav ar re ma, ar vein a grio.

41 Ha pa oe tost da gear, o welet anezhi, e wêlaz varnezhi hag e lavaraz : 42 Oh ! m’az pije anavezet, ive te da viana en deiz ma pehini a zo roet d’id, an traou a zell da beoc’h ! mes brema int kuzet d’az taoulagad. 43 Rag deiziou a zeuo varnout, en pere da enebourien a rai toullou en dro d’id, hag e kelfont ac’hanout hag e waskfont ac’hanout a bep-tu. 44 Hag e tiskarfont ac’hanout, te ha da vugale pere a zo en da greiz, ha ne lezfont ket ennout mean var vean, abalamour nec’h euz ket anavezet an amzer en pehini out bet gwelet.

45 Neuze, o veza eet en templ, en em lekeaz da gas kwit ar re a werze hag a brene ebarz, o lavarout dezhei : 46 Skrivet eo : Ma zi a zo eun ti a beden, mes c’hwi oc’h euz groet anezhan eur c’havargn laeron.

47 Hag e kelene bemdez en templ. Hag ar veleien vraz hag ar skribed ha chefou ar bobl a glaske he lakaat d’ar maro. 48 Mes na wient petra da ober, rag an holl bobl en em stage euz he gomzou.


20 Eun deiz evel ma kelene Jesus ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vraz hag ar skribed, gant ar re ansien, o veza deuet, 2 a gomzaz outhan hag a lavaraz dezhan : Lavar deomp dre be c’halloud e rez an traou ze, ha piou hen deuz roet d’id ar galloud se ? 3 Respont a reaz hag e lavaraz dezhei : Me a c’houleno ive diganeoc’h eun dra ; livirit anezhan d’in : 4 Badiziant Ian dont a rea euz an env pe euz an dud ? 5 Hag, int a sonje evelhen ennhei oc’h unan : Mar leveromp : Euz an env, e lavaro deomp : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket kredet ennhan ? 6 Ha ma lever-

906