Samaritan. 17 Jesus, o kemer ar gomz a lavaraz : An deg holl ha n’int-hi ket bet iac’heet ? Peleac’h eta ema an nao all ? 18 N’euz kavet nemed an diaveziad ma pehini a zo distroet da rei gloar da Zoue. 19 Neuze e lavaraz dezhan : Sav, kea, da feiz hen deuz da iac’heet.
20 Ar farisianed, o veza goulenet outhan, pegoulz e teuje ren Doue he respountaz dezhei : Rouantelez Doue na zeui ket en eun doare skeuduz. 21 Ha na vezo ket lavaret : Ema ama, pe ema aze ; rak setu, ema rouantelez Doue en ho touez.
22 Hag e lavaraz d’he ziskibien : Dont a raio eun amzer e pehini ho pezo c’hoant da welet unan euz a zeiziou Mab an den, ha n’hen gwelfet ket. 23 Hag e vezo lavaret deoc’h : Setu ema ama, pe setu ema aze. N’az it ket di, ha na heulit ket anezhei. 24 Rag evel ma teu eul luc’heden da lugerni euz a eur pen da eur pen all euz an env, evel se e teuio Mab an den en he zeiz. 25 Mes ret eo dezhan kent ze kaout kalz a boan ha beza taolet kwit gant ar rum dud ma. 26 Hag ar pez a eruaz en amzer Noe, a eruo er memeuz doare en amzer Mab an den ; 27 an dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe en dimezi, bete an deiz m’az eaz Noe en arc’h ; hag an diluj a zeuaz hag ho c’hollaz holl. 28 Kement se a eruaz c’hoaz en amzer Lot ; an dud a zebre, a eve, a brene, a werze, a blante, hag a save tiez ; 29 mes en deiz m’az eaz Lot euz a Sodom, e teuaz glao tân ha soufr 80 euz an env, hag o c’hollaz holl. 30 Evel se e vezo ive en deiz ma teui Mab an den. 31 En deiz se, an hini a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl en ti, na ziskeno ket evit ho c’has ganthan ; hag er memeuz doare an hini a zo er parkeier ? na zeui ket var a-dre. 32 Ho pezet sonj euz a vreg Lot. 33 Piou benag a glasko savetaat he vuez, he c’hollo ; ha piou benag e c’hollo, he c’havo. 34 Me a lavar deoc’h penaoz en noz ze, euz a zaou den pere a vezo en eur memeuz gwele, unan a vezo kemeret hag egile lezet. 35 Euz a ziou vreg a valo a-unan, unan a vezo kemeret hag eben a vezo lezet. 36 Euz a zaou den pere a vezo er parkeier, unan a vezo kemeret hag egile lezet. 37 Hag o respount e lavarjont dezhan : Peleac’h e vezo, Aotrou ? Hag hen s lavaraz dezhei : El leac’h ma vezo ar c’horf maro en em zestumo an eagled.
18 Jesus a lavaraz ive dezhei ar barabolen ma, evit diskwez penaoz eo ret pedi bepred, hag hep skwiza. 2 Beza e oa en eur gear eur barner pehini na zouje ket Doue, ha pehini n’hen doa aoun ebet rag den. 3 Beza e oa ive er gear-ze eun mtanvez, pehini a zeue d’he gaout, o lavarout : Gra d’in eeünder euz ma enebour. 4 Epad pell amzer, ne c’hoanteez ober netra. Koulskoude, e lavaraz ennhan he unan : Petra benag ma na soujan ket Doue, ha n’em euz aoun ebet rag den ; 5 koulskoude, dre ma teu an intanvez ma da skwiza ac’hanoun, e rin eeûnder dezhi, en aoun na zeufe da derri d’in va fen. 6 Hag an Aotrou a lavaraz : Selaouet ar pez a lavar ar barner disleal ze. Doue ha ne vanjo hen ket he re dibabet, pere a gri dezhan noz deiz, evithan da zale he vanjans ? 8 Me a lavar deoc’h e vanjo anezhei prest. Mes pa zeuo Mab an den, ha kaout a rai-hen feiz var an douar ?
9 Lavaret a reaz ive ar barabolen ma, divarben tud pere a fizie ennhei oc’h unan e oant tud gwirion, hag e tisprijent ar re all : 10 Daou den a biniaz d’an templ da bedi ; unan a oa farisian, hag egile a oa publikan. 11 Ar farisian euz en em zerc’hel en he za, a bede evelhen ennhan he-unan : O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’oun ket evel an dud all, pere a zo laeron, disleal avoultrierien, nag ive evel ar publikan-ze. 12 Iun a ran diou weach ar zizun, rei a ran an deog, euz a gement em euz. 13 Mes ar publikan, euz en em derc’hel pell, na grede ket memeuz sevel he zaoulagad d’an env ; mes skei a rea var boull he galoun, o lavarout : O Doue, az pez truez ouzin me pehini a zo eur pec’her ! 14 Me a lavar deoc’h, hema a zistroaz pardounet d’he di kentoc’h evit egile ; rag piou benag en em savo a vezo izeleet, ha piou benag en em izelaio a vezo savet.
15 Digaset eo dezhan bugaligou, evit ma stokche ennhei. An diskibien, o welet kement se, a groze ar re ho digase. 16 Mes Jesus, o c’hervel anezhei d’he gaout, a lavaraz : Lezit ar vugaligou da zont d’am c’haout, ha na zifennet ket outhei, rag rouantelez Doue a zo d’an nep a zo henvel outhei. 17 Me a lavar deoc’h e gwirione penaoz piou benag na zigemero ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, n’az ai ket ennhan.
18 Neuze unan a chefou al leac’h se a c’houlenaz outhan ; Mestr mad,