Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/908

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LUKAS, 16.

a lodennaz dezhei he vadou. 13 Hag eun nebeud deiziou goude, ar mab iaouanka o veza dastumet kement hen doa, az eaz da eur vro bell hag a zispiniaz ennhi he vadou, o veva en diroll. 14 Goude m’hen doe dispiniet holl, e teuaz eun naounegez vraz er vro ze ; hag en em gavaz en dienez. 15 Hag o veza eet, en em lekeaz en zervich unan a dud ar vro ze, pehini he gasaz en he zouarou da vesa ar moc’h. 16 Hag hen dije karet leunia he gof euz ar c’hlochou a zebre ar moc’h ; mes den na roe dezhan outhei. 17 O veza eta deued ennhan he unan, e lavaraz : Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag ho deuz bara a leiz, ha me, a varv gant an naoun ! 18 Me a savo hag a ielo da gaout ma zad, hag e lavarin dezhan : Ma zad, pec’het em euz a enep an env hag a enep d’id ; 19 ha n’oun ken mui dîn da veza galvet da vab ; digemer ac’hanoun evel unan euz da vevelien. 20 Mond a reaz eta hag e teuaz da gaout he dad. Hag evel ma oa c’hoas pell, he dad a welaz anezhan hag hen doe truez outhan, hag o redek d’he gaout e lamaz d’he c’houzouk hag e pokaz dezhan. 21 Hag he vab a lavaraz dezhan : Ma zad, pec’het em euz a enep an env hag a enep d’id ; ha n’oun ken dîn da veza galvet da vab. 22 Mes an tad a lavaraz d’he vevelien : Digasit ar zae gaera, hag he gwisket dezhan, ha lekeet eur walen var he viz ha boutou en he dreid ; 23 ha digasit al loe lard hag he lazit ; debromp hag en em laouenaomp ; 24 rag ar mab ma d’in a oa maro, hag eo distroet d’ar vuez ; kollet e oa hag eo kavet. Hag en em lekejont d’en em laouenai. 25 Hag ar mab ena a oa er parkeier. Pa zistroaz ha pa dostaez euz an ti, e klevaz ar gân hag an dansou. 26 Hag e c’halvaz unan euz ar zervicherien digant pehini e c’houlenaz petra oa kement se. 27 Hag ar zervicher a lavaraz dezhan : Da vreur a zo distro ha da dad hen deuz lazet al loe lard, abalamour ma eo distroet iac’h. 28 Mes hema a ieaz drouk ennhan, ha na felle ket dezhan mond en ti. He dad a zeuaz er meaz hag hen pedaz da vont ebarz. 29 Mes hen a respountaz d’he dad : Setu, e zo kement a vloaziou abaoe ma servichan ac’hanout ; hep beza biskoaz manket d’az gourc’hemen, ha n’ec’h-euz biskoaz roet d’in eur c’havrik evit en em laouenai gant va miniouned. 30 Mes pa eo deuet ar mab ma d’id, pehini ; hen deuz debret he vadou gant gisti, ec’h euz lakeet laza al loe lard evithan. 31 Hag he dad a lavaraz dezhan : Va mab, te a zo bepred ganen ; ha kement em euz a zo d’id. 32 Mes ret mad e oa en em laouenai hag en em iêat, abalamour d’ar breur ma d’id pehini a oa maro, hag a zo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, mes kavet eo.


16 Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Eun den pinvidik hen doa eun espernier pehini a oa tamallet dirazhan da veza dispiniet he vadou. 2 Hag hen a c’halvaz anezhan, hag a lavaraz dezhan : Petra a glevan lavaret ac’hanout ? Gra d’in ar gount euz da c’houarnerez ; rag na helli ken gouarn va madou. 3 Neuze an espernier ma a lavaraz ennhan he unan : Petra a rin, pa lam va mestr diganen gouarnerez he vadou ? Na helfen ket labourat an douar, mez am befe o c’houlen aluzen. 4 Gouzout a ran petra a rin, evit pa vezo lamet ma gouarnerez diganen, e vezo tud hag am digemero en ho ziez. 5 Neuze e c’halvaz hini da hini dleourien he Aotrou, hag he lavaraz d’ar c’henta : Pegement a dleez-te d’am mestr ? 6 Hen a respountaz : Kant muzured eol. Hag an espernier a lavaraz dezhan : Kemer da verk, azez aze, ha skriv buhan unan a hanter kant. 7 Neuze he lavaraz da eun all : Ha te, pegement a dleez te ? Hen a lavaraz, kant muzured gwiniz. Hag an espernier a lavaraz dezhan : Kemer da verk, ha skriv unan all a bevar-ugent. 8 Hag ar mestr a veulaz an espernier disleal ze abalamour m’hen doe groet ze gant spered ; rag bugale ar c’hanvet-ma a zo furoc’h en ho lignez evit bugale ar sklerijen. 9 Ha me, a lavar deoc’h : Grit miniouned gant ar pinvidigezou disleal, abalamour pa varvfet, e tigemerfont ac’hanoc’h en tantenou eternel. 10 An hini a zo leal en traou bihan a vezo ive leal en traou braz ; hag an hini a zo disleal en traou bihan a vezo ive disleal en traou braz. 11 Ma n’hoc’h ket bet eta leal er madou disleal, piou a fizio ennoc’h ar madou gwirion ? 12 Ha ma n’hoc’h ket bet leal er madou a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h ? 13 Mevel ebet na hell zervichi daou vestr ; rag, pe e kasao unan, hag e karo egile ; pe en em stago euz a unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servichi Doue ha Mamon.

14 Ar farisianed, pere a oa tud re biz

902