fur, ar re gam, ar re dall. 14 Hag e vezi euruz dre ma na helfont ket he renta d’id ; rag te az pezo ar pae en adsavedigez ar re wirion.
15 Unan euz ar re a oa euz taol, o veza klevet kement se, a lavaraz dezhan : Euruz an hini a zebro bara en rouantelez Doue ! 16 Jesus a lavaraz dezhan : Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz dezhi kalz a dud ; 17 ha da goulz koan, e kasaz he vevel da lavaret d’ar re a oa pedet : Deuet, rag pep tra a zo prest. 18 Hag en em lekejont holl, a unan, da zigarei. Ar c’henta a lavaraz dezhan : Prenet em euz douar, ha ret eo d’in mond da welet anezhan ; da bedi ran d’am fardouni. 19 Hag unan all a lavaraz : Prenet em euz pemp koublad ijened, hag ez an da welet hag int a zo mad ; da bedi a ran d’am fardouni. 20 Hag unan all a lavaraz : Eur vreg em euz kemeret, dre ze na hellan ket mond. 21 Hag ar mevel, o veza distroet, a ziskleriaz kement ma d’he vestr. Neuze an tad a famil drouk ennhan a lavaraz d’he vevel : Kea buhan var ar plenenou ha var ruou kear, ha digas ama ar beorien, ar re ampufur, ar re gam hag ar re dall. 22 Goude ar mevel a lavaraz dezhan : Aotrou, groet e zo evel ma ec’h euz gourc’hemenet, hag e zo c’hoaz plas. 23 Hag ar mestr a lavaraz d’ar zervicher : Kea en henchou hag a hed ar girzier, ha gra d’ar re a zo eno mond ebarz, evit ma vezo ma zi leuniet. 24 Rag lavarout a ran deoc’h penaoz hini ebet euz ar re a zo pedet na danveo euz ma c’hoan.
25 Evel m’az ea eul lod braz a dud gant Jesus, e tistroaz entrezek ennhei hag e lavaraz dezhei : 26 Mar deu unan benag d’am c’haout, ha na gasaa ket he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha muoc’h c’hoaz he vuez he unan, ne hell ket beza ma diskibl. 27 Ha piou benag na zougo ket he groaz, ha na heulio ket ac’hanoun, na hell ket beza ma diskibl. 28 Rag pehini ac’hanoc’h, o c’hoantaat sevel eun tour, ne azez ket da genta, ne ra ket ar gount euz an dispin, evit gwelet hag hen hen deuz peadra d’hen echui ? 29 Gant aoun, goude beza lakeet ar zol, ha n’hen defe ket gallet echui, ar re holl hen gwelfe na zeufent da ober goab anezhan, ha da lavaret : 30 An den-ma a zo en em lekeat da sevel eun tour, ha n’euz ket gallet he echui. 31 Pe, piou eo ar roue, pehini o vond en hent evit ober brezel da eur roue all, ne azez ket da genta, ha na c’houlen outhan he unan, hag hen a hell gant deg mil den mond da ziaraogi an hini a zeu a enep dezhan gant ugent mil. 32 Anez, pa vefe c’hoas pell hema, e kasfe dezhan eur c’hannad, evit goulen ar peoc’h. 33 Evel se piou benag ac’hanoc’h ive ha na zilez ket kement hen deuz na hell ket beza diskibl d’in. 34 An holen a zo eun dra vad ; mes mar koll he vlaz, gant petra e vezo roet dezhan ? 35 N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil ; he deurel a reer er meaz. Ra zelaouo an nep hen deuz diouskouarn da glevet.
15 An holl bublikaned hag an dud a vuez fall a dostae da Jesus evit he glevet. 2 Hag ar farisianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout : An den ma a zigemer an dud a vuez fall hag a zebr ganthei.
3 Mes hen a lavaraz dezhei ar barabolen ma : 4 Pehini eo an den ac’hanoc’h, mar hen defe kant danvad, ha mar teufe da goll unan anezhei, na lezfe ket an naontek ha pevar ugent all el leac’h distrô, evit mond da glask an hini a ve dianket, bete m’hen defe he gavet ? 5 Ha pehini, o veza he gavet, n’hel laka var he ziouskoaz gant joa ; 6 hag o veza deuet d’ar gear, ne c’halv he viniouned hag he amezeien, ha na lavar dezhei : En em laouenait ganen, rag kavet em euz ma danvad pehini a oa kollet ? 7 Me a lavar deoc’h e vezo memeuz mui a joa en env evit eur pec’her hepken hag a zistro euz Doue, evit na vezo euz a naontek ha pevar ugent pere n’ho deuz ket ezom a geuzidigez.
8 Pe, piou eo ar vreg, pehini, o kaout dek pez arc’hant, mar koll unan anezhei, ne elumfe ket eur c’houlaouen ; na skubfe he zi, ha na glaskfe ket gant evez anezhan bete ma defe he gavet. 9 Ha pehini, o veza kavet anezhan, na c’halfe he miniounezed hag he c’hamezegezed ha na lavarfe dezhei : En em laouenait ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet ? 10 Me a lavar deoc’h penaoz memeuz e zo joa, dirag eled Doue, evit eur pec’her hepken hag a zistro.
11 Lavarout a reaz dezhei c’hoaz : Eun den hen doa daou vab. 12 Hag ar iaouanka a lavaraz d’he dad : Ma zad, ro d’in al loden euz ar madou a dle digwezout d’in. Hag an tad