Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/897

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LUKAS, 8.

Simon, beza em euz eun dra benag da lavaret d’id. Hag hen a lavaraz dezhan : Mestr, lavar anezhan. 41 Eur c’hredour hen doa daou dleer, unan a dlee dezhan pemp kant diner, hag egile anter kant. 42 Evel n’ho doa ket peadra da bea, hen a bardounaz ho dle dezhei ho daou. Lavar d’in eta, pehini anezhei ho daou he garo ar muian ? 43 Simon a respountaz : Me a gred eo an hini da behini hen deuz pardounet ar muian. Jesus a lavaraz dezhan : Barnet mad ec’h euz. 44 Neuze, o tistrei euz ar vreg, e lavaraz da Simon : Gwelet a res-te ar vreg ze ? Deuet oun en da di ha nec’h euz ket roet a zour d'in evit gwalc’hi va zreid ; mes hi he deuz ho doureet a zaerou, hag he deuz ho sec’het gant he bleo. 45 Te n’ec’h euz ket roet eur pok d’in ; mes hi, abaoe ma oun deuet en ti n’he deuz ket paouezet da boka d’am zreid. 46 Te n’ec’h euz ket skuliet a eol var ma fên ; mes hi he deuz skuliet eol a c’houez vad var ma zreid. 47 Dre ze e lavaran d’id, he fec’hejou, pere a zo niverus, a zo bet pardounet dezhi : rag karet he deuz kalz ; mes an nep da behini e pardouner nebeud, a gâr nebeud.0 48 Neuze e lavaraz dezhi : Da bec’hejou a zo pardounet d’id. 49 Hag ar re : oa euz taol ganthan en em lekeaz da lavaret ennhei oc’h unan : Piou eo hema, pehini memeuz a bardoun ar pec’hejou ? 50 Mes hen a lavaraz d’ar vreg : Da feiz hen deuz da zaveteet kea en peoc’h.


8 GOUDE ze, Jesus a iea euz a gear en kear, hag euz a vourk en bourk o prezegi hag o tiskleria kelou mad rouantelez Doue ; 2 hag an daouzek a oa ganthan, kenkoulz hag eur vreg benag pere a oa bet iac’heet a zrouk-sperejou hag a glenvejou ; Mari hanvet Madalen, a behini e oa eet kwit seiz drouk spered ; 3 ha Janet, greg Kuza, eveziad Herodez, ha Suzan, ha kalz a reou all, pere he zikoure euz ho madou.

4 Evel ma en em dastume kalz a bobl, ha ma teue d’he gaout meur a hini euz an holl geariou, e lavaraz dezhei dre barabolen : 5 Eun hader a ieaz evit hada he had, hag en eur hada, eul loden euz ar greun a gwezaz a-hed an hend, hag e oe mac’het, ha lapoused an env he debraz holl. 6 Hag eul loden all a gwezaz var eul leac’h meinek ; ha pa oe savet, e sec’haz, abalamour ma n’he doa ket a c’hlebour. 7 Hag eul loden all a gwezaz etouez an drein, hag an drein a savaz gant ar greun, hag ho mougaz. 8 Hag eul loden all a gwezaz en douar mad ; hag o veza savet, e roaz frouez, kant evit unan O lavaret an traou ma, e krie : Ra zelaouo nep en deuz diouskouarn da glevet.

9 He ziskibien a c’houlennaz diganthan petra e oa ar barabolen ze. 10 Hag e respountaz : Roet eo bet deoc’h-hu da anaout traou kuzet rouantelez Doue ; mes d’ar re all eo komzet anezhei dre barabolenou, en hevelep doare o welet ne welont ket, hag o klevet na gomprenont ket. 11 Setu petra eo ar barabolen ze. An had, eo gir Doue. 12 Ar re a-hed an hent, eo ar re he zelaou ; mes an diaoul a zeu, pehini a lam ar gir euz ho c’haloun, en aoun en eur gredi na vefent salvet. 13 Hag ar re var al leac’hiou meinek eo ar re pere, o veza klevet ar gir, he zigemer gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien ha ne gredont nemed evit eun amzer ha pa zeu an dentasion, e tec’hont kwit ; 14 hag ar pez a zo en touez an drein, eo ar re pere ho deuz klevet ar gir ; mes pere, en eur vond kwit, he lez da vouga, dre an nec’hamanchou, dre ar pinvidigezou ha dre blijaduriou ar vuez-ma, en hevelep doare ma na zougont ket a frouez pere a deu da zarevi ; 15 mes ar pez a zo kwezet en eun douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar gir gant eur galoun honest ha mad, he dalc’h hag a zoug frouez gant kendalc’hted.

16 Den, goude beza elumet eur c’houalouen, na c’holo anezhi gant eur besel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele ; mes hel lakaat a ra var eur c’hantoler, evit ma sklerio ar re a zeu en ti. 17 Rag n’euz netra a guzet ha na vezo diskleriet ha netra a c’holoet ha na dle beza anavezet gant an holl. 18 Likit evez eta penaoz e selaouit ; rag roet e vezo d’an hini hen deuz, mes evit an hini n’hen deuz ket, e lamfer diganthan memeuz ar pez a gred hen deuz.

19 Neuze he vam hag he vreudeur a zeuaz d’he gaout ; mes na hellent ket taostaat abalamour d’ar bobl. Hag e oe lavaret dezhan : 20 Da vam ha da vreudeur, a zo aze er meaz, hag a c’hoanta da welet. 21 Mes, hen a respountaz : Va mam ha va breudeur eo ar re a zelaou gir Doue, hag a zent outhan.

891