leuniet, rag c’hwi ho pezo naoun. Gwal-heur deoc’h-hu pere a c’hoarz brema ; rag c’hwi en em c’hlac’haro hag a wêlo. 26 Gwal-heur deoc’h-hu pa lavaro an holl dud vad ac’hanoc’h ; rag ho zadou ho deuz groet evel se e kenver ar fals-profeded.
27 Mes me a lavar deoc’h-hu, c’hwi pere am zelaou : Karit hoc’h enebourien ; grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h ; 28 beniget ar re a villig ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re gânpouill deoc’h ; 29 ha d’an hini a sko ac’hanout var eur chod, tro e-ben outhan ; ha d’an hini a zilam da vantel diganez, laosk ive ganthan da duniken. 30 Ro da biou benag a c’houlen diganez ha mar fell da unan benag dilam diganez ar pez a zo d’id, n’hen adgoulen ket. 31 Hag ar pez a fell deoc’h a rafe an dud deoc’h, groet ive anezhan dezhei. 32 Rag ma na garit, nemet ar re ho kâr, pez drugarez a dleer deoc’h ? Rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’hâr. 33 Ha ma na rit vad nemet d’ar re a ra vad deoc’h, pez drugarez a dleer deoc’h ? Pa eo gwir an dud a vuez fall a ra ar memeuz tra. 34 Ha ma na brestit nemet d’ar re digant pere e c’hortozit kaout, pez drugarez a dleer deoc’h ? Pa eo gwir an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit kaout kement all. 35 Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho pae a vezo braz, ha c’hwi a vezo bugale an Huela-Meurbet, abalamour ma ez eo mad e kenver ar re dizanaoudek hag ar re fall. 36 Bezit eta trugarezuz, evel ma eo ive ho Tad trugarezuz. 37 Na varnit ket ha na vefet ket barnet, na damillit ket, ha na vefet ket tamallet ; pardounet, hag e vefet pardounet ; 38 roit, hag he vezo roet deoc’h, roet he vezo deoc’h en ho kerc’hen eur muzur mad, stardet, hag hijet, ha pehini a zeui dreist ; rag muzuret e vezo deoc’h gant ar memeuz muzur ma vuzurit d’ar re all.
39 Lavaret a reaz ive dezhei eur barabolen : Eun dall hellout a ra ren eun dall all ? Ha na gwezfont int ket ho daou er poull ? 40 An diskibl n’eo ket huelloc’h evit he vestr ; mes pep diskibl mad a vezo evel he vestr. 41 Perag e sellez te euz eur blouzen a zo en lagad da vreur, ha na welez ket an treust a zo en da lagad da unan ? 42 Pe, penaoz hellez te lavaret d’az breur : Ma breur, ma lez da zilemel ar blouzen a zo ebarz da lagad, te pehini na welez ket an treust en da hini. Hipokrit, lam da genta an treust euz da lagad, ha neuze e weli penaoz e lami ar blouzen a zo en lagad da vreur. 43 N’euz gwezen vad ebet hag a zougfe frouez fall, na gwezen fall ebet hag a zougfe frouez mad. 44 Rag pep gwezen a anavezer euz he frouez he unan. Ne zastumer ket a fiez var ar spern, nag a rezin var an drez. 45 An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galoun, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galoun ; rag euz a leunder ar galoun eo e komz ar genou.
46 Perag eta e c’halvit-hu ac’hanoun, Aotrou, Aotrou, ha na rit-hu ket ar pez a lavaran ? 47 Me a ziskwezo deoc’h euz piou eo henvel pep den hag a zeu d’am c’haout, ha pehini a zelaou ma c’homzou hag a zent outhei. 48 Henvel eo euz a eun den pehini a zav eun ti, ha pehini, o veza kleuzet ha toullet doun, hen deuz laket ar zôl var ar roc’h ; hag an doureier o veza deuet, ha skoet gant nerz a enep a ti ze, n’ho deuz ket hellet he ziskar, dre ma eo soliet var ar roc’h. 49 Mes an hini a zelaou ha na zent ket, a zo henvel euz a eun den pehini a sav he di var eun douar hep sol ; an doureier, o veza skoet gant nerz enep dezhan, eo kwezet kerkent, ha diskar an ti ze a zo bet braz.
7 Goude m’hen doa Jesus peurlavaret ar c’homzou ma dirag ar bobl pehini hen zelaoue, ez eaz en Kafarnaom. 2 Ha mevel eur c’hantener, gant pehini e oa karet mad, a oa klanv hag a iea da vervel. 3 Hag ar c’hantener, o veza klevet komz euz Jesus, a gasaz d’he gaout re ansien euz ar Judevien, da bedi anezhan da zont da iac’haat he vevel. 4 Ar re ma eta, o veza deuet da gaout Jesus, a bedaz anezhan stard en eul lavarout : Dîn eo ma rafez ze dezhan rag, karout a ra hon fobl, 5 hag hen eo hen deuz lakeet sevel eur sinagog deomp. 6 Jesus eta a ieaz ganthei. Ha pa ne oa ken pell euz an ti, ar c’hantener a gasaz etrezek ennhan minioned, pere a lavaraz dezhan : Aotrou, na gemer ket a boan rag ne veritan ket e teufeez dindan ma zoen. 7 Abalamour da ze n’em euz ket kavet e oan dîn va unan da vont beteg ennout ; mes lavar eur gir, ha va mevel a vezo iac’heet. 8 Rag, evidoun me pehini n’hen d’oun nemed eun den lakeet dindan galloud re all,