evit rei testeni d’in dirazhei. 10 Mes ret eo e ve da genta prezeget an Aviel d’an holl boblou. 11 Ha, pa gasfont ac’hanoc’h, evit ho lakaat etre ho daouarn, na vezit ket en poan araog, euz ar pez ho pezo da lavaret, ha n’he brederiit ket anezhan ; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h var an heur ze ; rag ne vezo ket c’hw a gomzo, mes ar Spered-Santel. 12 Neuze, ar breur a roio he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale en em savo a enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint d’ar maro. 13 Hag e vefet kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, a vezo zalvet.
14 Pa welfet an euzusted euz ar glac’har, a behini hen deuz komzet ar profed Daniel, deuet el leac’h ne dle ket beza (Ra gompreno an nep a len) ; neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hont var ar meneziou ; 15 hag an hini a vezo var an doen, na ziskenno ket en ti, ha na’z ai ket ennhan evit kemeret eun dra benag euz he di ; 16 hag an hini a zo er parkeier, na zistroi ket adre evit kemeret he vantel. 17 Gwalheur d’ar gragez vrazez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze. 18 Pedit evit na eruo ket ho tec’h er goanv. 19 Rag beza e vezo en deiziou ze eun hevelep glac’har, ken, abaoe pen-kenta ar bed hen deuz Doue krouet, bete vreman, n’hen deuz ket bet, ha ne vezo biken evelthan. 20 Ha ma n’hen dije ket an Aotrou bereet an deiziou ze, den ebet na vije zalvet ; mes abalamour d’ar re dibabet hen deuz ho bereet. 21 Neuze, mar lavar unan benag deoc’h : Setu, ar C’hrist a zo ama ; pe, aze, n’he gredet ket. 22 Rag fals Kristed, ha fals profeded a savo hag a raio siniou ha burzudou evit dalla memeuz ar re choazet, ma vije gallet. 23 Likit evez eta ; Setu, em euz lavaret holl deoc’h araog.
24 En deiziou ze, goude ar glac’har ma, an heol a vezo tevaleet, al loar na roio ket he sklerijen ; 25 stered an env a gwezo, hag ar galloudou a zo en env a vezo bransellet. 26 Ha neuze e vezo gwelet Mab an den, o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz ; 27 hag e kaso he eled da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg pennou pell an douar bete pennou pella an env.
28 Diskit dre barabolen ar wezen fiez : Pa en em lak he brankou da veza tener, hag he deliou da vouta, ec’h anavezit eo tost an hanv : 29 C’hwi en hevelep doare, pa welfet an traou-ma oc’h aruet, gwezit penaoz Mab an den, a zo tost, hag euz an nor. 30 Me a lavar deoc’h e gwirionez penaoz ar rum ma na dremeno ket, ken na vezo c’hoarvezet an holl draou ze. 31 An env hag an douar a dremeno ; mes va giriou na dremenfont ket.
32 Evit ar pez eo euz an deiz hag an heur, den n’ho anavez, nag an eled pere a zo en env, nag ar Mab ; mes an Tad hepken. 33 Likit evez, choumit 88 dihun ha pedit ; rag na ouzoc’h ket pegoulz e teuo an amzer ze. 34 Bez e vezo evel eun den pehini, o vond en beach, a lez he di, hag a ro ar gundu anezhan d’he vevelien, o lakaat da bep hini he labour, ha pehini a c’hourc’hemen d’ar porzier beza velius. 35 Choumit dihun eta, rag na ouzoc’h ket pegoulz e teuo mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter noz, pe da gân ar c’hok, pe euz ar beure ; 36 gant aoun na zeufe en eun taol, ha n’ho kavfe kousket. 37 Dre 37 ze, ar pez a lavaran, a lavaran deoc’h holl : Choumit dihun.
14 GWEL ar Pask hag ar bara hep goell a dlee beza daou devez goude hag ar skribed a glaske an doare da gregi en Jesus dre droidel ha d’he laza. 2 Mes int a lavare : Nan e-pad ar gwel, gant aoun na savfe eun drubul benag e-touez ar bobl.
3 Ha Jesus, o veza en Betani, euz taol en ti Simon al lôr, eur vreg a zeuaz d’he gaout gant eur besel alabastr leun a c’hwez vad a nard pur hag euz eur briz vraz, pehini a skuliaz var he ben, o veza torret ar besel. 4 Hag hiniennou a ieaz drouk ennhei oc’h unan, hag a lavaraz : Perag koll evel se ar c’houez vad ze ? 5 Rag gallet e vije gwerza anezhan ouc’h pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Evel se e krosmolent en he enep. 6 Mes Jesus a lavaraz : Lezit anezhi ; perag e rit-hu poan dezhi ? Eun dra vad he deuz groet em c’henver. 7 Rag c’hwi ho pezo atao peorien ganeoc’h ; ha bep gweac’h ma c’hoantafet, c’hwi hello ober vad dezhei ; mes me na vezin ket da viken ganeoc’h. 8 Groet he deuz ar pez a oa en he gallout ; bazalmet he deuz en diaraog va c’horf evit ar beziadurez. 9 Me a lavar deoc’h en gwirionez, penaoz en holl leac’hiou euz ar bed ma vezo an aviel ma prezeget, ar pez he deuz