Doue ne reaz nemed eur goaz hag eur plac’h. 7 Setu perag ar goaz a gwitao he dad hag he vam, hag en em unano d’he vreg ; 8 hag e vezint eur c’hik hepken ; evel se n’en d’int mui daou, mes eur c’hik hepken. 9 Ra na zisraio ket eta an den, ar pez hen deuz Doue unanet. 10 Hag an diskibien a c’houlenaz c’hoaz diganthan divarben ze ebarz en ti ; 11 hag hen a lavaraz dezhei : Piou benag a gaso kwit he vreg hag a zimezo da unan all, a ra avoultriez en he c’henver ; 12 hag ar vreg a gwita he goaz hag zimez da eun all, a ra avoultriach.
13 Neuze e oe digaset dezhan bugale vihan, evit ma stokche ennhei mes an diskibien a grosmole d’ar re ho digase. 14 Ha Jesus o welet ze, a ieaz droug ennhan a gement se, hag a lavaraz dezhei : Lezit ar vugale vihan ze da zont d’am c’haout, ha na zifennit ket outhei ; rag rouantelez Doue a zo d’an nep a zo henvel outhei. 15 Me a lavar deoc’h en gwirionez, penaoz piou benag na zigemero ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na’z ai ket ebarz. 16 Hag o veza ho c’hemeret etre he zivreac’h, e lekeaz he zaouarn varnezhei hag ho bennigaz.
17 Hag evel m’az ea evit en em lakaat en hent, eun den a ziredaz, hag o veza daoulinet dirazhan, e c’houlenaz diganthan : Mestr mad petra dlean d’ober evit kaout ar vuez peur-baduz ? 18 Jesus a lavaraz dezhan : Perag am galvez te mad ? N’euz hini mad, nemed Doue hepken. 19 Anaout a rez ar gourc’hemenou : Na ra ket avoultriez ; Na laz ket ; Na laer ket ; Na lavar ket a desteni faos ; Na ra ket a faosoni ; Enor da dad ha da vam. 20 Hen a respountaz : Mestr, miret em euz an holl draou-ze adaleg ma iaouankis. 21 Ha Jesus, o teurel he zaoulagad varnezhan, he garas hag a lavaraz dezhan : Mankout a ra d’id eun dra : Kea, gwerz kement ec’h euz, hag he ro da beorien, hag ez pezo eun tenzor en env ; goude ze deuz, heul ac’hanoun, o veza en em vec’hiet euz ar groaz. 22 Glac’haret o klevet se, ez eaz kwit gwal drist, rag madou braz hen doa.
23 Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien : Pegen diez eo d’ar re ho deuz madou mond en rouantelez Doue ! 24 Hag an diskibien a oe souezet euz ar c’homzou ze. Mes Jesus, o c’hadkemer ar gomz, a lavaraz dezhei : Ma bugale, pegen diez eo d’ar re a laka ho fizians er madou mond en rouantelez Doue ! 25 Easoc’h’ eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun noadez evit da eun den pinvidik mond en rouantelez Doue. 26 Hag e oent c’hoaz muoc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile : Ha piou eta hell beza salvet ? 27 Mes Jesus o sellet outhei, a lavaraz : Dic’hallout eo ze d’an dud, mes n’eo ket da Zoue ; rag Doue a hell pep tra. 28 Neuze Per en em lekeaz da lavaret dezhan : Setu, ni hon deuz kwiteet holl, hag hon deuz da heuliet. 29 Ha Jesus a respountaz : Me a lavar deoc’h en gwirionez : N’hen deuz den pehini hen defe kwiteet, ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe dad, pe vam, pe greg, pe vugale, pe barkeier abalamour d’in ha d’an Aviel, 30 ha n’hen devezo adaleg ar c’hantved ma, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vamou, a vugale, hag a zouarou, gant trubuliou, hag, er c’hantved da zont, ar vuez peurbaduz. 31 Mes kalz pere a zo ar re genta a vezo ar re diveza, hag ar re a zo ar re diveza a vezo ar re genta.
32 Beza’ oant en hent, o piniat da Jerusalem, Jesus a valee araog dezhei ; hag e oant spouronet hag ho doa aoun o c’heul anezhan. Ha Jesus, o kemer adare a-du an daouzek diskibl, en em lekeaz da ziskleria dezhei ar pez a dleie aruout ganthan : 33 Setu, e piniomp da Jerusalem ha Mab an den a vezo lekeat etre daouarn ar veleien vraz ha re ar skribed, hag e varnfont anezhan d’ar maro, hag e lekefont anezhan etre daouarn ar baianed. 34 Goab a refont anezhan, he skourjeza a rafont, hag e kranchfont en he visach, hag he lakafont anezhan d’ar maro ; mes adbeva a raio an drede deiz.
35 Neuze Jakez ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz hag a lavaraz dezhan : Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlenfomp ouzit. 36 Hag hen a lavaraz dezhei : Petra fell deoc’h e rafen deoc’h ? 37 Int a lavaraz dezhan : Ro deomp da veza azezet ebarz da c’hloar, unan a zeou d’id hag egile a gleiz. 28 Ha Jesus a lavaraz dezhei : Na ouzoc’h ket ar pez a c’houlennit. Gallout a hellet eva ar c’halei e tlean eva, ha beza badezet euz ar vadiziant a behini e tlean beza badezet ? 39 Int a lavaraz dezhan : Ni a hell. Ha Jesus a lavaraz dezhei : Gwir eo ec’h evfet ar c’halei a dlean eva, ha penaoz e vefet badezet euz ar vadiziant a be-