Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/878

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MARK, 10.

22 Hag ar spered hen deuz he daolet aliez en tân hag en dour, evit he lakaat da vervel ; mes mar gellez eun dra benag, sikour ac’hanomp hag az pez truez ouzomp. 23 Jesus : lavaraz dezhan : Mar gellez kredi, pep tra hell c’hoarvezout evit an hini a gred. 24 Kerkent tad ar bugel a griaz gant daerou : Me a gred, Aotrou, ma nerz em diskredoni. 25 Ha Jesus, o welet ar bobl o redek a vanden, a c’hourdrouzaz stard ar spered fall hag a lavaraz dezhan : Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, me, kea kwit euz ar bugel ze, ha na’z a ken ennhan. 26 Hag ar spered a ieaz kwit, o tifreta anezhan gant nerz hag o leuzkel eur griaden vraz ; hag ar bugel a zeuaz evel maro, en hevelep doare ma lavare meûr a hini : Maro eo. 27 Mes Jesus, o kemer he zorn, a reaz dezhan sevel ; hag en em dalc’haz en he za. 28 Pa oe eet Jesus en ti, he ziskibien a c’houlenaz diganthan a-du : Perag n’hon deuz-ni ket gallet kas kwit an diaoul ze ? 29 Hag hen a respountaz dezhei : Ar sort diaoulien ze ne hellont mond kwit nemed dre ar beden hag ar iun.

30 Hag, o veza eet ac’hane, e treuzjont ar Galile ; ha Jesus ne felle ket dezhan ec’h anavezje den kement se : 31 Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhei : Mab an den a vezo lekeat etre daouarn an dud, hag e lekefont anezhan d’ar maro ; mes goude ma vezo bet lazet ec’h adbevo, an drede deiz. 32 Mes na gomprenent ket ar c’homzou ze ; ha ne gredent ket goulen diganthan.

33 Goude e teujont da Gafarnaom hag o veza en ti, e c’houlenaz outhei : Divarben petra en em stourmac’h-hu en hent ? 34 Hag int a dave ; rag en em stourmet ho doa en hent var an hini a vije ar brasa. 35 Hag, o veza azezet, e c’halvaz an daouzek hag e lavaraz dezhei : Mar c’hoanta unan benag beza ar c’henta, e vezo an diveza euz an holl, ha zervicher an holl/ 36 Hag, o veza kemeret eur bugel bihan, e lakeaz anezhan en ho c’hreiz ; hag o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhei : 37 Piou benag a zigemer unan euz ar vugale vihan ma abalamour d’am hano, a zigemer ac’hanoun, ha piou benag a zigemer ac’hanoun, n’eo ket me eo a zigemer mes an hini hen deuz ma c’haset.

38 Neuze Ian, o kemer ar gomz, a lavaraz dezhan : Mestr, ni hon deuz gwelet unan benag, kas kwit an diaoulien en da hano ha pehini ne heul ket ac’hanomp ; hag hon deuz difennet ze dezhan, abalamour na heul ket ac’hanomp. 39 Mes Jesus a lavaraz : Na zifenni ket ze ; rag n’euz den a rafe miraklou em hano, hag a helfe kerkent drouk komz ac’hanoun. 40 Rag an hini n’ema ket a enep deomp, a zo evidomp. 41 Ha piou benag a roio deoc’h eur werennad dour em hano, abalamour ma ez oc’h d’ar C’hrist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket he bae ; 42 mes piou benag a roi skouer fall da unan ar re vihan ze a gred ennoun, e ve gwel dezhan e ve staget eur mean milin euz he c’houzouk, ha taolet er mor. 43 Mar ra da zorn lakaat ac’hanout da gweza, troc’h anezhan ; rag gwell eo d’id mond er vuez, o kaout nemed eun dorn, evit kaout daou dorn, ha beza taolet en ifern, 44 en tân divouguz, e peleac’h ho frenv ne varv ket, hag an tân ne voug ket. 45 Ha ma ra da droad da lakaat da gweza, troc’h anezhan, gwell eo d’id mond er vuez, o kaout eun troad, evit kaout daou droad ha beza taolet en ifern, en tân divouguz, 46 e peleac’h ho frenv na varv ket, hag an tân ne voug ket. 47 Ha ma ra da lagad da lakaat da gweza, difram anezhan ; gwell eo d’id mond en rouantelez Doue gant eul lagad hepken, evit kaout daoulagad ha beza taolet en tân an ifern ; 48 e peleac’h ho frenv ne varv ket, hag an tân ne voug ket. 49 Rag pep hini a vezo sallet gant tân, ha pep prof a vezo sallet gant hoalen. 50 Eun dra vad eo an hoalen ; mes mar koll he vlaz gant petra e vezo hi roet dezhan ? 51 Bezet hoalen ennoc’h oc’h unan, ha bezet en peoc’h entrezoc’h.


10 Jesus, o vond ac’hane, a zeuaz e kozteziou ar Jude, a-hed ar Jourdan ; hag ar bobl en em zastumaz adare var he dro, hag e talc’haz, evel ma oa he c’hiz d’ho deski. 2 Neuze ar farisianed a zeuaz hag a c’houlenaz outhan evit he denti : Hag hen a hell eun den kas he vreg kwit ? 3 Hen a respountaz hag a lavaraz dezhei : Petra hen deuz Moisez gourc’hemenet deoc’h ? 4 Int a lavaraz : Moisez a lez rei eur skrid a zivorz hag he c’has kwit. 5 Ha Jesus a respountaz, hag a lavaraz dezhei : Skrivet hen deuz deoc’h al lezen ze abalamour da galeder ho kaloun. 6 Mes er pen-kenta euz ar grouidigez

872