gwirionez, penaoz e vezo dousoc’h da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, evit d’ar gêar ze. 12 O veza eet eta, e prezegjont d’an dud kaout keûz. 13 Hag e kaschont kwit kalz a ziaoulien, hag ec’h eoljond a eol kalz ar re glanv, hag e iac’heent anezhei,
14 Hag, ar roue Herodez a glevaz komz euz Jesus, rag he hano a oa dija brudet braz ; hag a lavaraz : Ar Ian ze, pehini a vadeze, a zo adsavet a varo ; setu perag en em ra kalz a viraklou drezhan. 15 Re all a lavare : Eli eo ; ha re all : Eur profed eo, pe evel unan euz ar brofeded. 16 Herodez eta, o klevet kement se, a lavaraz : Ian eo pehini am euz groet dibenna ; adsavet eo a varo.
17 Rag Herodez hen doa kaset da gemer Ian, hag hen doa groet he eren er prizoun, abalamour da Herodiaz, greg Filip he vreur, dre ma hen doa he dimezet. 18 Rag Ian a lavare da Herodez : N’eo ket gleet d’id kaout greg da vreur. 19 Dre ze, Herodiaz e doa drouk outhan, hag e c’hoantae he lakaat d’ar maro ; 20 mes na helle ket, rag Herodez a zouje Ian, oc’h anaout penaoz e oa eun den gwirion ha zantel ; prederiuz e oa en he gever ; ober a rea memeuz kalz a draou euz he aliou, hag hen selaoue gant plijadur. 21 Mes eun devez mad a zeuaz. Herodez, dre ma oa deiz he c’hanedigez, a roaz eur fest da re vraz he lez, d’ar mestrou euz he arme, ha da re vraz ar Galile. 22 Merc’h Herodiaz, o veza deuet, hag o veza danset, hag o veza plijet da Herodez ha d’ar re hen doa pedet, ar roue a lavaraz d’ar plac’h iaouank : Goulen diganen ar pez a gari hag her roin d’id. 23 Ha gant le e lavaraz : Kement a c’houleni a roin d’id, beteg an anter euz va rouantelez. 24 Hag, o veza eet er meaz, e lavaraz d’he mam : Petra a c’houlenin-me ? Hag he mam a lavaraz dezhi : Pen Ian-Badezour. 25 Hag, o veza deuet buhan da gaout ar roue, e reaz he goulen, hag e lavaraz : C’hoantaat a ran he rofez d’in, en eur plad rak-tal, pen Ian-Badezour. 26 Ar roue a oe glac’haret braz ; koulskoude, abalamour d’he le ha d’ar re a oa azezet ganthan, na fellaz ket dezhan he zremen. 27 Hag e kasaz rak-tal unan euz he warded hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian. 28 Ar gward a ieaz hag a droc’has he ben dezhan er prizoun. Hag he zigasaz en eur plad, he rei a reaz d’ar plac’h iaouank, hag ar plac’h iaouank he roaz d’he mam. 29 Ha diskibien Ian o veza klevet kement se, a zeuaz hag a gemeraz he gorf, hag e lekejont anezhan en eur bez.
30 Hag an ebestel a zeuaz da gaout Jesus, hag o leverjont dezhan kement ho doa groet, ha kement ho doa kelennet. 31 Hag hen a lavaraz dezhei : Dont a du, en eul leac’h distro, ha diskouizit eun nebeud rag kement a dud a iea hag a zeue ken n’ho doe ket amzer memeuz da zibri. 32 Mond a rejont eta en eur vag, a-du da eul leac’h distro. 33 Mes ar bobl a welaz anezhei o vond kwit, ha kalz hen anavezaz ; hag o redek var droad, euz an holl geariou ec’h arujont araog dezhei, hag en em zastumjont en he gichen. 34 Neuze Jesus, o veza eet, a welaz eul lod braz a dud ; hag hen doe truez outhei, abalamour ma oant evel denved hep pastor ; hag en em lekeaz da zeski dezhei meur a dra. 35 Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a dostaez outhan hag a lavaraz dezhan : Al leac’h ma a zo distro, ha divezad eo ; 36 kas anezhei kwit, evit ma’z aint er c’heariouigou hag er bourkou vardro ; ha ma prenfont boued ; rag n’ho deuz netra da zibri. 37 Hag hen a lavaraz dezhei : Roit c’hwi oc’h unan da zibri dezhei. Hag e respountchont dezhan : Mond a rafemp-ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhei da zibri ? 38 Hag e lavaraz dezhei : Ped bara oc’h euz-hu ? It, ha sellit. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont : Pemp ha daou besk. 39 Neuze e c’hourc’hemenaz dezhei ober dezhei holl azeza, a vandenou, var ar ieot glaz. 40 Hag ec’h azejont a renkou, dre gantchou ha dre anterkantchou. 41 Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara ! hag an daou besk, hag o sevel he zaoulagad etrezek an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag e roaz anezhei d’he ziskibien, evit m’ho rojent d’ar bobl ; lodena a reaz ive an daou besk entrezhei holl. 42 Hag e tebrjont holl hag ho doe awalc’h. 43 Hag e kasjont ganthei daouzek panerad leun euz a zemoranchou bara hag a besked. 44 Hag, ar re ho doa debret euz ar baraou ze a oa vardro pemp mil den.
45 Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien mond er vag, hag hen diarogi en tu all, etrezeg Betsaida, epad ma kasche kwit ar bobl. 46 Ha pa hen doe, ho c’haset kwit, ez eaz war eur