Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/867

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MAZE, 28.

zeurel d’ar zort ; evit ma vije peurc’hroet ar pez a oa bet lavaret gant ar profed evelhen : Lodenet ho deuz va dillad entrezhei, hag ho deuz taolet va zae d’ar zort. 36 Hag o veza azezet, e tiwallent anezhan. 37 Hag e lekejont a-uz d’he ben skrid he damallidigez evelhen : HEMA EO JESUS ROUE AR JUDEVIEN. 38 Neuze e oe kroastaget ganthan daou laer, unan a zeou hag egile a gleiz.

39 Hag ar re a dremene a zrouk-pede ganthan en eur hija ho fennou, hag o lavarout : 40 Te pehini a ziskar templ Doue, hag hen sav a nevez, en tri deiz, en em zaveta da unan ; mar d’out Mab Doue, disken euz ar groaz. 41 Ar veleien vraz, ar skribed hag ar Senatored a rea ive goab anezhan o lavarout : 42 Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he-unan. Mar d’eo roue Israel ra ziskenno brema euz ar groaz, ha ni a gredo ennhan. 43 En em fiziout a rea en Doue ; ra zelivro Doue anezhan brema, mar en em blij ennhan ; rag lavaret hen deuz : Mab Doue oun. 44 Al laeron ive, a oa kroastaget ganthan a rea dezhan ar memeuz rebechou.

45 Adaleg ar c’hwec’hved, beteg an naoved heur, e oe tevalijen var an douar holl. 46 Ha var-dro an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez kre o lavarout : Eli ! Eli ! lama sabacthani ? Da lavaret eo : Ma Doue ! ma Doue ! perag ec’h euz-te va dilezet ? 47 Hag unan benag euz ar re a oa eno, o veza he glevet a lavaraz : Gervel a ra Eli. 48 Ha rak-tal unan anezhei a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a winegr, hel lekeaz en pen eur gorzen, hag he roaz dezhan da eva. 49 Mes ar re all a lavare : Lest, gwelomp hag hen e teui Eli d’he zavetei.

50 Neuze Jesus, o veza kriet adare gand eur vouez huel, a rentaz ar spered.

51 Ha setu gwel an templ en em rogaz en daou, adaleg al lein beteg ar gweled, hag an douar a grenaz, 52 hag ar vein a fraliaz, hag ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou sent, pere a oa kousket, a savaz ; 53 hag o veza eet er meaz euz ho beziou, goude adsavedigez Jesus a varo, ez ejont er gêar zantel, hag en em ziskwejont da galz. 54 Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa weljont ar c’hrendouar ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz hag e lavarajont : Hema evit gwir a oa Mab Doue. 55 Beza e oa eno kalz a c’hragez hag a zelle a bell, pere ho doa c’heuliet Jesus adaleg ar Galile, oc’h he zervicha ; 56 en touez pere e oa, Mari Madalen, ha Mari mam Jakez, ha Josef, ha mam mibien Zebede.

57 Hag euz an abardaez, e teuaz eun den pinvidik euz a Arimate, hanvet Josef, pehini a oa ive diskibl da Jesus. 58 Hema az eaz da gaout Pilat hag a c’houlenaz korf Jesus. Neuze Pilat a c’hourc’hemenaz rei ar c’horf. 59 Ha goude m’hen doe Josef kemeret ar c’horf, hen goloaz gant eul lienen gwen, 60 hag e lekeaz anezhan en he vez nevez he unan, pehini hen doa lakeet da doulla er roc’h ; ha goude beza ruliet eur mean braz euz dor ar bez, ez eaz kwit. 61 Mes Mari Madalen, hag ar Vari all a oa azezet eno e-tal ar bez.

62 Da c’houlou deiz, pehini a oa an deiz goude kempennadurez ar Sabbat, ar veleien vraz hag ar farisianed en em dastumaz hag a ieaz da gaout Pilat, hag e leverjont dezhan : 63 Aotrou, deuet eo da sonj deomp, penaoz an troumpler ze a lavare pa oa beo : Aben tri deiz me a adsavo a varo. 64 Gourc’hemen eta, ma vezo diwallet ar bez beteg an drede deiz, gand aoun na zeufe he ziskibien en noz d’he laerez ha da lavarout d’ar bobl : Savet eo a varo da veo. An droumplerez diveza ze, a ve gwasoc’h evit ar genta. 65 Pilat a lavaraz dezhei : Gwarded hoc’h euz ; it hag hen diwallit evel ma kerfet. 66 Mond a rejont eta kwit, hag e lekejont zur ar bez, en eur ziella ar mean, hag o lakaat gwarded var he dro.


28 Pa oe tremenet ar sabbat, da darz an deiz kenta euz ar zizun, e teuaz Mari Madalen, hag ar Vari all evid gwelet ar bez. 2 Ha setu e c’hoarvezaz eur c’hrendouar ; rag eun êl abeurz an Aotrou, a ziskennaz euz an env, hag a zeuaz da rulial ar mean a zirag ar bez hag ec’h azezaz warnezhan. 3 He visach a oa evel al luc’hed, hag he zillad gwen evel an erc’h. 4 Ha gand ar spount raghan ar gwarded a grene, hag e teujont evel tud varo. 5 Mes an él a lavaraz d’ar gragez : Evidoc’h-hu, n’ho pezet ket a aoun ; rag gouzout a ran penaoz e klaskit Jesus pehini a zo bet staget euz ar groaz. 6 N’ema ket ama ; rag adsavet eo a varo da veo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h en pehini e oa bet lekeat

861