beza, koulskoude, nan ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id. 40 Hag hen a zeuaz da gaout he ziskibien hag ho c’havaz kousket ; hag e lavaraz da Ber : Petra ha n’hoc’h euz hu ket gallet beillia eun heur ganen ? 41 Beillit ha pedit, evit na gwefet ket en dentasion ; rag ar spered a zo bêrbaduz, hag ar c’hik a zo dinerz. 42 Mond a reaz adare eun eil gweach, hag e pedaz o lavarout : Va Zad, ma na hell ket ar c’halei ze mond e-biou d’in hep ma c’hevin anezhan, ra vezo groet da volonte. 43 Hag e teuaz hag ho c’havaz adare kousket ; rag ho daoulagad a oa pounereet. 44 Hag o veza ho c’hwiteet, ez eaz adare hag he pedaz evit an drede gweach, en eul lavarout ar memeuz peden. 45 Neuze e teuaz da gaout he ziskibien hag e lavaraz dezhei : Kousket brema, ha diskwizit ! Setu, an heur a zo tost, ha Mab an den a ia da veza lekeat etre daouarn ar bec’herien. 46 Savit, deomp ; setu, an hini am gwerz a dosta.
47 Evel ma komze c’hoaz, setu Judaz, unan an daouzeg a zeuaz, ha ganthan eur vanden vraz a dud armet a glezeier hag a vizier, euz a beurz ar veleien vraz ha senatored ar bobl. 48 Hag an hini hen gwerze hen doa roet dezhei ar zîn-ma : An hini a bokin dezhan, hennez eo, kemerit anezhan. 49 Ha rag-tal e tostaaz euz Jesus hag e lavaraz : Salud, Rabbi ; hag e pokaz dezhan. 50 Ha Jesus a lavaraz dezhan : Va minion, evit petra out te ama ? Neuze e tostajont hag e lekejont ho daouarn var Jesus, hag e talc’hjont anezhan. 51 Ha setu, unan euz ar re a oa gand Jesus, a astenaz he zorn, a skoaz gand mevel ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn dezhan. 52 Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Lak da gleze en he leac’h ; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a varvo dre ar c’hleze. 53 Sonjal a rez-te penaoz na hellfen ket pedi ma Zad, pehini a rofe d’in, rag-tal, ouc’h-pen daouzek banden eled ? 54 Penaoz eta e ve peur-c’hroet ar Skrituriou pere a lavar e tle kement se en em gaout evel se ?
55 En amzer ze, Jesus a lavaraz d’ar vanden ze : Deuet oc’h gant klezeier ha gant bizier, evit kregi ennoun evel en eul laer ; bemdez e oan azezet en ho touez, o kelen en templ, ha n’hoc’h euz ket va c’hemeret. 56 Mes kement se a zo c’hoarvezet evit ma vije peur-c’hroet ar pez a zo bet skrivet gand ar brofeded. Neuze an diskibien holl, o veza he lezet, a dec’haz kwit.
57 Mes ar re, ho doa kemeret Jesus gasaz anezhan da di Kaifaz ar beleg braz, en peleac’h e oa en em dastumet ar skribed hag ar senatored. 58 Ha Per a heulie anezhan a bell bete porz ar beleg-braz. Hag o veza eet ebarz, ec’h azezaz e-touez ar zervicherien evit gwelet ar fin. 59 Neuze, ar veleien vraz hag ar senatored hag an alierien holl a glaske eun desteni faoz benag a enep Jesus evid he lakaat d’ar maro. 60 Mes ne gavent ket ; petra benag ma teuaz kals a fals testou. Er fin e teuaz daou dest faoz, pere a lavaraz : 61 Hema hen deuz lavaret : Me a hell diskar templ Doue hag hen adsevel en tri deiz. 62 Hag ar beleg bras a zavaz hag a lavaraz dezhan : ha na respountez netra d’ar pez a desteniont en da enep ? 63 Mes Jesus en em davaz. Hag ar beleg braz a lavaraz dezhan : Da bedi a ran, en hano an Doue beo da lavaret deomp mar d’out ar C’hrist, Mab Doue. 64 Jesus a lavaraz dezhan : hel lavaret ec’h euz. Mes lavarout a ran deoc’h ; penaoz e welfet, gand an amzer, Mab an den azezet a zeou da c’hallout Doue, hag o tond var goabrenou an env. 65 Neuze ar beleg-braz a rogaz he zillad, en eul lavarout : Touet hen deuz ; da betra hon euz ni mui ezom a destou ? Klevet hoc’h euz he le. Petra a sonjit a ze ? 66 Hag int a respountaz hag a lavaraz : Dleout a ra mervel ! 67 Neuze e kranchont euz he vizach hag e rojond taoliou dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, o lavarout : 68 Profetis deomp, Krist, piou eo an hini ken deuz skoet ganez ?
69 Mes, Per a oa azezet en diaveaz ebarz er porz ; hag eur vatez a dostaaz outhan en eul lavarout : Te oa ive gant Jesus a C’halile. 70 Hag hen a nac’haz dirag an holl, o lavarout : Na ouzon ket petra a leverez. 71 Evel ma’z ea etrezek an nor, eur vatez all a welaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno : Hema a oa ive gant Jesus a Nazaret. 72 Hag hen he nac’haz adare o lavarout : Na anavezan ket an den ze. 73 Hag eun nebeud goude, ar re a oa eno a dostaaz, hag a lavaraz da Ber : A-dra-zur, te a zo euz ar re ze ; rag da anaout a reer euz da iez. 74 Neuze en em lekeaz da zrouk-pedi, ha da doui : Na ana-