Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/859

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MAZE, 22.

ennhi, hag a zavaz eun tour, hag he fermaz anezhi da labourerien, hag ez eaz da eur vro bell. 34 Pa zeuaz amzer ar frouez, e kasaz he vevelou etrezek al labourerien evid dastum frouez he winien. 35 Mes al labourerien o veza kroget er mevelou, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz eun drede. 36 Kaz a reaz adare mevelien all, kalz muoc’h evid ar re genta, hag e rejont ar memeuz tra. 37 Da ziveza e kasaz dezhei he Vab, lavarout : Douja a rafont va Mab ! 38 Mes al labourerien pa weljont ar Mab, a lavaraz e-trezhei : Hema eo an heritour ; deuit, lazomp-hen, ha kemeromp he heritach. 39 Hag, d veza kroget ennhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien, hag hen lazjont. 40 Brema, pa zeuo Mestr ar winien, petra a raio d’al labourerien-ze ? 41 Respount a rejont dezhan : Distruja a raio en eun doare reuzeudik an dud drouk ze, hag e fermo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer. 42 Jesus a lavaraz dezhei : N’oc’h euz hu ket biskoaz lennet er Skrituriou : Ar mean taolet kwit gant ar re a vasoune a zo bet deuet da ben korn. Gand an Aotrou eo bet groet kement se, hag eun dra eo hag a zo souezus dirag hon daoulagad. 43 Dre ze e lavaran deoc’h penaoz rouantelez Doue a vezo lamet diganeoc’h ha roet da eur bobl pehini a roi ar frouez anezhi. 44 An hini a gwezo var ar mean ze a vezo brevet, hag an hini var behini e kwezo, a vezo friket. 45 Goude beza klevet ar parabolenou ze, ar pennou euz ar veleien hag ar farisianed a anavezaz, e oa anezhei eo e komze Jesus. 46 Hag e klaskent kregi ennhan, mes douja a reent ar bobl, rag hi a gemere anezhan evid eur profed.


22 Jesus o komz, a lavaraz a nevez dezhei dre barabolenou : 2 Rouantelez an envou a zo henvel euz eur roue pehini a reaz eured he vab. 3 Hag e kasaz he vevelou da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured, mes na felle ket dezhei dont. 4 Kas a reaz adare mevelien all en eul lavarout : Livirit d’ar re a zo pedet : Setu va lein am euz fichet, lazet em euz va ijened ha va loened lard, pep tra a zo prest : Deuit d’an eured. 5 Mes int, na rejont vân e-bed a gement se, hag ez ejont, unan d’he bark, hag unan all d’he werzidigez : 6 Ha re all a grogaz en he vevelien, ho gwal gasaz hag ho lazaz. 7 Ar roue az eaz drouk ennhan hag o veza kaset he armeou, e lakeaz da vervel al lazerien ze, hag e têvaz ho c’hear. 8 Neuze e lavaraz d’he vevelien : An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet dezhi ne oant ket d’în a ze. 9 It eta, er c’hroaz-hentchou, ha galvit d’an eured ar re holl a gevfet. 10 Hag he vevelien o veza eet dre an hentchou a zastumaz kement a gavjont mad ha fall ; ha sal an eured a oe leuniet euz a dud euz taol. 11 Ar roue, o veza deuet evit gwelet ar re a oa euz taol, a welaz eno eun den pehini n’hen doa ket gwisket ar zae a eured. 12 Hag e lavaraz dezhan : Va minion, penaoz oud-te deuet ama hep kaout eur zae a eured ? Hag hen a choumaz mud. 13 Neuze ar roue a lavaraz d’ar mevelien : Ereit he zaouarn hag he dreid, ha taolit-hen en devalijen a ziaveaz el leac’h ma vezo gweladek ha skrin-dent. 14 Rag kalz a zo galvet, mes nebeut a zo dibabet.

15 Neuze ar farisianed az eaz d’en em guzuli var an doare d’he dapout en he gomzou. 16 Kas a rejont d’he gaout ho diskibien, gant an herodianed pere a lavaraz : Mestr, gouzout a reomp penaoz out gwirion, ha penaoz e kelenez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober vân euz den, rag na sellez ket euz diaveaz an dud. 17 Lavar deomp eta petra a sonjez te : Kaout a rez te mad, pe nan, paea ar gwir da Sesar ? 18 Jesus, oc’h anaout ho fallentez, a lavaraz : Perag e tentit-hu ac’hanoun, hipokrited ? 19 Diskouezit d’in ar moneiz gant pehini e paeit ar gwir. Hag e rojont dezhan eun diner. 20 Goulen a reaz outhei : Euz a biou eo ar skeuden hag ar skrid ma ? Int a lavaraz dezhan : Euz a Sesar. Neuze e lavaraz dezhei : Roit eta da Sesar ar pez a zo da Sesar ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. 22 Souezet euz ar pez a glevjont, e lezjont anezhan hag ez ejont kwit.

23 Ar memeuz deiz, ar saduseed pere a lavar n’en deuz ket a adsavedigez a varo a zeuaz da gaout Jesus hag a reaz outhan ar goulen-ma : 24 Mestr, Moizez hen deuz lavaret : Mar marv unan benag hep bugale, ra zimezo he vreur d’ho intanvez evid sevel bugale d’he vreur. 25 Mes beza e oa en hon touez seiz breur. Ar c’henta a zimezaz hag a varvaz ; hag evel n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg d’he vreur. 26 En hevelep doare e c’hoarvezaz d’an eil, d’an drede, beteg ar seizved. 27 Goude int holl, ar

853