braz ; hag e teujont da gounta d’ho Aotrou kement a oa c’hoarvezet. 32 Neuze ar mestr a reaz gervel ar zervicher ze hag a lavaraz dezhan : Zervicher drouk, pardounet em boa d’id da holl zle dre m’az poa ma fedet : 33 Ha na dleez te ket kaout truez ive euz da genzervicher, evel ma em oa bet truez ouzit ? 34 Hag he vestr, o vont drouk ennhan, hen roaz d’ar boureô, bete m’hen doa paeet kement a dlee. 35 Evel-se e raio deoc’h ma Zad pehini a zo en envou, ma na bardounit ket, pep hini ac’hanoc’h a galoun d’he vreur.
19 Pa hen doe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-ze, ez eaz kwit euz a C’halile, hag e teuaz e kozteziou ar Jude, en tu all d’ar Jourdan. 2 Hag eur bobl vraz a heuliaz anezhan, hag eno e iac’heaz ar re glanv.
3 Ar farisianed a zeuaz d’he gaout evit he denti, hag e leverjont dezhan : Ha gallout a hell eun den kas kwit he vreg, abalamour da bep tra ? 4 Hen a respountaz : Ha n’oc’h euz-hu ket lennet penaoz ar C’hrouer, er pen-kenta, a reaz anezhei pâr ha pârez, ha penaoz he lavar : 5 Abalamour da ze an den a gwitao he dad hag he vam, hag en em stago euz he vreg hag an daou a vezo eur c’hik hepken ? 6 Evel-se n’hen d’int mui daou, mes eur c’hik hepken. Arabet eo d’an den disober, ar pez zo bet unanet gant Doue. 7 Int a lavaraz dezhan : Perag eta hen deuz Moizez gourc’hemenet rei, d’ar vreg eur skrid a zivors hag he c’has kwit : 8 Abalamour da galeder ho kaloun a respountaz-hen dezhei, eo hen deuz Moizez roet galloud deoc’h da gas kwit ho kragez : Er pen-kenta, ne oa ket evel-se. 9 Mes me a lavar deoc’h an nep a gaso kwit he vreg nemed evit avoultriach e ve hag a zimezo da unan all a ra avoultriach hag an hini a zimezo d’ar vreg kaset kwit, a ra avoultriach. 10 He ziskibien a lavaraz dezhan : Mar d’eo evel se doare an den, gant ar vreg, n’eo ket talvouduz dimezi. 11 Hen a respountaz dezhei : An holl na ententont ket ar gomz-se mes hepken ar re da bere eo roet kement se. 12 Rag bez’ez euz eunuked a zo ganet evel se, a gov ho mam, re all pere a zo bet eunukeet gant an dud, ha bez’ez euz reou all pere a zo en em rentet, oc’h unan eunuked, abalamour da rouantelez an envou. An nep a hell kompren ra gompreno kement-ma.
13 Neuze e oa digaset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhei, ha ma pedje evithei. Mes an diskibien ho fellaê. 14 Ha Jesus a lavaraz dezhei : Lezit ar vugaligou vihan-ze ha na zifennit ket outhei dont davedoun ; rag rouantelez an envou a zo d’an nep a zo henvel outhei. 15 Lakaat a reaz he zaouarn varnezhei, hag ez eaz kwit ac’hane,
16 Ha setu, eun den a dostaaz hag a lavaraz da Jesus : Mestr, petra a dlean me d’ober a vad evit kaout ar vuez peur-baduz ? 17 Hen a respountaz dezhan : Perag am galvez te mad ? Unan hepken a zo mad, Doue. Mar c’hoanteez mont er vuez, mir ar gourc’hemenou. 18 Pere emezhan ? Ha Jesus a respountaz : Na lazi ket ; na ri ket a avoultriach ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni faoz ; 19 enor da dad ha da vam ; ha da nesa a gari eveldout da unan. 20 An den iaouank a lavaraz dezhan : Miret em euz an holl draou ze, a daleg va iaouankiz ; petra a vank d’in c’hoaz ? 21 Jesus a lavaraz dezhan : Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, hag ro d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env ; neuze deuz ha heul ac’hanoun. 22 Goude beza klevet ar c’homzou ze, an den iaouank az eaz kwit gwal drist ; rag madou braz hen doa.
23 Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Me hel lavar deoc’h e gwirionez eo diez da eun den pinvidik antren e rouantelez an envou. 24 Hel lavarout a ran c’hoaz deoc’h, ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoue evit n’eo da eun den pinvidik mont en rouantelez Doue. 25 An diskibien o veza klevet ze, a oe souezet braz hag a lavaraz : Piou eta a hell beza salvet ? 26 Ha Jesus, o sellat outhei, a lavaraz dezhei : An dra ze a zo dic’halluz d’an den ; mes pep tra a zo galluz da Zoue. 27 Per, o kemer ar gomz, a lavaraz dezhan : Setu ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz da heuliet : petra a vezo evidomp, en ze ? 28 Jesus a respountaz dezhei : Me a lavar deoc’h e gwirionez penaoz c’hwi pere oc’h euz va heuliet, en eil c’hinivelez, pa vezo Mab an den azezet var drôn he c’hloar, e vefet-hu ive azezet var daouzek trôn, hag e varnfeet daouzek broad Israel. 29 Ha piou benag hen devezo kwiteet, abalamour d’am hano, he vreudeur, pe he c’hoarezed pe he dad, pe he vam, pe he vreg pe he vugale, pe he zouarou, pe he diez hen devezo kant kement all,