Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/848

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MAZE, 12.

10 Rag hen eo an hini a behini eo skrivet : Setu, e kasan va c’hannad dirag da fas, evid ficha, da hend en da raog. 11 E gwirionez el lavaran deoc’h, e touez ar re ganet gant gragez, n’euz bet savet hini brasoc’h evit Ian-Badezour ; koulskoude ar bihana en rouantelez an env a zo brasoc’h evithan. 12 Adaleg amzer Ian, bete vrema, rouantelez an envou a zo kemeret dre ners, hag an dud vuanek eo he c’hemer. 13 Rag bete Ian an holl brofeded hag a lezen ho deuz kent-lavaret. 14 Ha mar fell deoc’h kompren, hen eo an Eli a dlee dont. 15 Nep hen deuz diskouarn da glevet, ra entento.

16 Euz petra e c’henvelekain ar rum dud ma ? Henvel eo euz bugaligou azezet er plasenou publik hag a gri da vugale all, hag a lavar dezhei : 17 Fleütet hon euz deoc’h, ha n’hoc’h euz ket danset ; kanet hon euz hirvoudou deoc’h, ha n’hoc’h euz ket douget kanv. 18 Rag Ian a zo deuet hep dibri nag eva ; hag e leveront : Eun diaoul zo ennhan. 19 Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e leveront : Eun debrer hag eun ever eo, eur minion d’ar bublikaned ha d’an dud a vuez fall. Mes ar furneza zo bet diskleriet gant he bugale.

20 Neuze en em lekeaz da ober rebechou d’ar c’heariou en pere ho doa bet leac’h an darvuan euz he viraklou, abalamour ma na oant ket n’em c’hlac’haret. 21 Gwal-heur d’id, Korazin ! Gwal-heur d’id, Betsaida ! Rag ma vije bet groet, en Tîr hag en Sidon, ar miraklou a zo bet groet ennhoc’h, pell zo e vijent n’em c’hlac’haret o kemer ar sac’h hag al ludu. 22 Setu perag hel lavaran deoc’h ; e vezo en deiz ar varn, Tir ha Sidon digemeret dousoc’h evid-oc’h. 23 Ha te, Kafarnaom, pehini a zo bet savet bete an env diskenet e vezi bete ar bez ; rag ma vije bet groet, en Sodom ar miraklou, a zô bet groet en da greiz, e vije choumet c’hoaz bete hirie. 24 Rag se el lavaran deoc’h, e vezo dousoc’h da Sodom en deiz ar varn, evit deoc’h. !

25 En amzer ze, Jesus, a gemeraz ar gomz hag a lavaraz : Da veuli a ran Tad, Aotrou an env hag an douar dre ma ec’h euz kuzet an traou-ma euz ar re fur hag euz ar re skiantek ha ma ec’h euz ho diskleriet d’ar vugale. 26 Ia, Tad ! da veuli a ran dre ma ec’h euz c’hoantaet evel se. 27 Pep tra a zo bet roet d’in gant ma Zad ; ha den na anavez ar Mab nemed an Tad ; den ne anavez an Tad, ken nebeud, nemed ar Mab hag an hini da behini e fello d’ar Mab he ziskleria.

28 Deuet d’am c’haout, c’hwi holl pere a zo skwizet ha bec’hiet ha me ho tiboanio. 29 Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen ; rag me a zo dous hag humbl a galoun, hag e kafot diskwiz d’hoc’h ineou ; 30 rag va ieô a zo dous ha ma beac’h a zo skanv.


12 EN amzer-ze, Jesus a dremenaz dre barkeier ed eun deiz sabbat ; he ziskibien, pere ho doa naoun, en em lakeaz da ziframa tamoez ha d’ho dibri. 2 Ar farisianed, o welet kement se, a lavaraz dezhan : Setu da ziskibien a ra ar pez n’heller ket ober e-pâd ar sabbat. 3 Mes Jesus a lavaraz dezhei : N’hoc’h euz-hu ket lennet petra a reaz David pa hen doe naoun, hag ar re a oa ganthan ; 4 penaoz ez eaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou a ginnik, pere a oa arabet dezhan ho dibri, ken nebeut ha d’ar re a oa ganthan, mes d’ar veleien hepken ? 5 Pe n’hoc’h euz-hu ket lennet el lezen penaoz, en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat en templ, hag int divlam ? 6 Mes, me hel lavar deoc’h, bez ez euz ama eun dra benag brasoc’h evit an templ. 7 Ma oufac’h ar pez eo an dra ma : Kemer a ran plijadur en drugarez ha nan el lazerezou, n’ho pije ket barnet tud didamall. 8 Rag Mab an den eo Mestr ar sabbat.

9 O veza eat ac’hane, Jesus az eaz er sinagog. 10 Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het ; goulen a rejont euz Jesus, evit gallout he damal : Ha mad eo rei ar iec’hed en deiziou ar sabbat ? 11 Hen a respountaz dezhei : Pehini ac’hanoc’h ma n’en deuz nemert eun danvad, ha mar kouez, en eur poull, en deiz ar sabbat, na zeufe ket d’he denna ha d’he sevel ? 12 Pegement e tal muoc’h eun den evit eun danvad ! Dre ze ec’h heller ober vad en deiziou ar sabbat. 13 Neuze e lavaraz d’an den ze : Asten da zorn. Hag hen he astenaz, hag e teuaz iac’h evel egile.

14 Ar farisianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz var an doare da ober dezhan perisa. 15 Mes Jesus, o c’houzout kement se, en em dennaz ac’hane ; ha kalz a dud az eaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz anezhei holl. 16 Hag he tifenaz stard outhe

842