Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/844

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MAZE, 8.

va lez da denna ar blouzen ze euz da lagad, te pehini ec’h euz eun treust en da hini ? 5 Hipokrit ! ten da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli penaoz lemel ar blouzen euz a lagad da vreur.

6 Na roit ket an traou zantel d’ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun n’ho mac’hfent gant ho zreid, hag, o tistrei, na ziskolpfent ac’hanoc’h.

7 Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kefot ; skoet, hag e vezo digoret deoc’h. 8 Rag neb a c’houlen, a vez roet dezhan ; ha nep a glask, a gav ; ha digeri a rer d’an neb a sko. 9 Ha piou eo an den ac’hanoc’h a rofe eur mean d’he vab, ma c’houlenfe bara diganthan ? 10 Pe ma c’houlen eur pesk, a rofe dezhan eun aer ? 11 Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi drouk, rei traou mad d’ho pugale, gant pegen braz evez ho Tad pehini a zo en envou na roi-hen ket traou mad d’ar re ho gouleno diganthan ? 12 Grit eta d’an dud an holl draou a garac’h a rafent deoc’h : rag ze eo al lezen hag ar brofeded.

13 It dre an nor enk : rag ledan eo an nor ha frank eo an hend a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a dremen dre eno. 14 Mes enk eo an nor ha moan an hend a gas d’ar vuez hag ez euz nebeud a dud hag a gav anezhi.

15 Diwallit euz ar fals profeded, pere a zeu d’ho kaout goloet gant krec’hen denved, ha pere ne d’int en diabarz nemet bleizi skrapuz. 16 Ho anaout a refet euz ho frouez. Ha dastum a reer rêzin divar spern, pe fiez divar askol ? 17 Evel se pep gwezen vad a ro frouez mad ; ha pep gwezen fall a ro frouez fall. 18 Eur wezen vad na hell ket rei frouez fall, nag eur wezen fall na hell ket rei frouez mad. 19 Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a zo troc’het ha taolet en tân. 20 Ho anaout a roet eta euz ho frouez. 21 Kement hini a lavar d’in : Aotrou ! Aotrou ! na’z ai ket en rouantelez an envou ; mes an hini a ra bolonte ma Zad pehini a zo en envou. 22 Meûr a hini a lavaro d’in en deiz se : Aotrou ! Aotrou ha n’hon deuz-ni ket profetizet en da hano ? ha n’hon deuz-ni ket kaset kwit an diaoulien en da hano ? Ha n’hon deuz-ni ket groet kalz a viraklou en da hano ? 23 Neuze me a lavaro sklêr dezhei : Biskoaz n’em euz hoc’h anavezet ; en em dennet diouzin, c’hwi pere en em ro d’ar fallentez.

24 Piou benag eta a glev ar c’homzou-ma a lavaran, hag a sent outhei, a lakain henvel euz eun den fur, pehini en deuz savet he di var ar roc’h. 25 Ha pa eo kouezet ar glao, hag ar sterioue divordet, ha m’ho deuz an avelou c’houezet hag en em roet a enep an ti-ze ; n’eo ket bet kouezet, abalamour ma oa savet var ar roc’h. 26 Mes piou benag a glev ar c’homzou-ma a laran, ha na sent ket outhei, a vezo henvel euz eun den diskiant, pehini hen deuz savet he di var an treaz ; 27 Ha pa eo ar glao kouezet, hag ar steriou divordet, ha m’ho deuz an avelou c’houezet, hag en em roet a enep an ti-ze ; eo bet kouezet, ha braz eo bet he ziskar.

28 Ha pa hen doe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-ma, ar bobl a oa zouezet gant he gelen ; 29 rag ho diski a rea evel an hini en deuz galloud, ha nan evel ar skribed.


8 Ha pa oe diskenet euz ar menez, eul lod braz a dud a c’heuliaz anezhan. 2 Ha setu, eul lôr a zeuaz hag en em stouaz dirazhan, en eul lavarout : Aotrou, mar fell d’id, e c’hellez va netaat. 3 Ha Jesus, oc’h asten he zorn, hen stokaz en eul lavarout : Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h-tu he lorniez oe gwellaet. Goude Jesus a lavaraz dezhan : 4 Kemer evez, na liviri an dra ma da zen ; mes kea, hag en em diskouez d’ar zakrifier, ha kinnig an donezon hen deuz Moizez urzet evit ma servicho ze da desteni dezhei.

5 Ha pa oe antreet Jesus en Kafarnaom, eur c’hantener a zeuaz d’he gaout, oc’h he bedi, hag o lavarout : 6 Aotrou ! va mevel a zo kouezet klanv em zi, gant ar paralizi, hag ema goall boaniet. 7 Ha Jesus a lavaraz dezhan : Mond a rin, hag e wellain anezhan. 8 Hag ar c’hantener a respountaz dezhan, o lavarout : Aotrou ! n’oun ket din a teufez em zi ; mes lavar eur gir, hepken, ha va mevel a vezo iac’heet. 9 Rag me va-unan, pehini a zo eun den, dindan galloud re-all, em euz dindan-oun soudarded, hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all, deuz hag e teu ; ha d’am mevel : gra an dra ma, hag e ra. 10 Jesus pa glevaz kement se, a oe souezet, hag a lavaraz d’ar re hen heulie : Me lavar deoc’h e gwirionez, n’em euz ket kavet eur feiz ken braz zoken en Israel. 11 Evel se e lavaran deoc’h : penaoz e teuio meur

838