evit ma welint ho mad-oberiou, ha ma teuint da veuli ho tad pehini a zo en envou.
17 Na sonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeded ; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit peur-ober pep tra. 18 Rag, evit gwir e lavaran deoc’h, bete ma tremeno an env hag an douar, ne dremeno euz al lezen, eur iota pe eur poentik a lizeren ken na vezo peur-c’hreat holl. 19 Piou-benag eta a doro an distera euz ar gourc’hemenou-ma, hag ho disko evel-se d’an dud, a vezo galvet ar bihana en rouantelez an envou ; mes piou benag ho miro hag ho desko d’ar re all, hennez a vezo galvet braz en rouantelez an envou. 20 Rag me a lavar deoc’h, ma na drec’h ket hoc’h eünder dreist hini ar skribed hag ar farisianed, n’az eat ket en rouantelez an envou.
21 Klevet hoc’h euz penaoz eo bet lavaret d’ar re-goz : Na lazi ket ; rag piou benag a lazo a vezo kastiabl dre ar varnedigez. 22 Mes me a lavar deoc’h penaoz piou benag en em laka e koler euz he vreur, hep red, a vezo kastiet dre ar varn, hag an hini a lavaro d’he vreur ; den netra a vezo kastiet dre ar c’husul ha piou benag a lavaro dezhan : Diot, a vezo kastiet dre dân an ifern. 23 Mar digazez eta da brôf d’an aoter, hag e teu sonj d’id eno, hen deuz da vreur eun dra benag en da enep, 24 lez eno da brôf dirag an aoter, ha kea da genta d’hen em unvani gant da vreur ; ha goude ze deuz, ha kinnig da brôf. 25 En em laka a-unvan hep-dale gant da enebour, epâd ma emout en hend ganthan, gant aoun na lakafe ac’hanout en daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da rei da vinistr ar justis, ha na vez lakeat er prizoun. 26 E gwirionez hel lavaran d’id, na zeui ket ac’hane, ken na vezo paeet ganez an diveza liard.
27 Klevet hoc’h euz penaoz eo bet lavaret d’ar re-goz : Na ri ket avoultriez. 28 Mes me a lavar deoc’h penaoz piou benag a zell euz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija groet avoultriez ganthi en he galoun. 29 Mar ro da lagad deou skouer-fall d’id, difram-hen, hag hen taol pell diouzit ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, evit na ve taolet da holl gorf en ifern. 30 Ha ma ra da zorn deou d’id koueza er pec’hed troc’h hen, hag hen taol pel diouzit ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, evit na ve taolet da holl gorf en ifern. 31 Lavaret eo bet ive : Piou benag a gaso kwit he vreg, ra roi dezhi eur skrid a zivors. 32 Mes me a lavar deoc’h penaoz piou benag a gaso kwît he vreg, nemet evit avoultriez, e ve, hel laka da veza avoultr ; ha piou benag a zimezo gant ar vreg kaset kwît, a ra avoultriez.
33 Klevet hoc’h euz c’hoaz penaoz eo bet lavaret d’ar re-goz : Na doûi ket en faos, mes mirout a ri al leoû az pezo groet en kenver an Aotrou. 34 Mes me a lavar deoc’h : na doûit ket a-gren, na dre an env, rag trôn Doue eo ; na dre an douar, rag skabel he dreid eo ; 35 na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. 36 Na doû ket ken nebeut dre da bên ; rag na hellez ket ober da eur vleven beza gwen pe du. 37 Mes ra vezo ho komz, Ia, ia, Nan, nan ; ar pez a lavarer ouc’hpen, a zen euz an drouk.
38 Klevet hoc’h euz penaoz eo bet lavaret : Lagad evit lagad, ha dant evit dant. 39 Mes me a lavar deoc’h na enebet ket euz an hini drouk ; ha ma sko unan-benag ac’hanout var da chod deou, tro e-ben ive outhan. 40 Ha ma fell da unan benag ober prosez ouzit ha kemeret da zae, laosk c’hoaz da vantel ganthan. 41 Ha piou benag a oblijo ac’hanout da vond eul leo ganthan, kea diou. 42 Ro d’an neb a c’houlen ouzit, ha na zistro ket euz an hini a fell dezhan ampresta diganez.
43 Klevet hoc’h euz penaoz eo bet lavaret : Karout a ri da nesa, hag e kasai da enebour. 44 Mes me a lavar deoc’h : Karit hoc’h enebourien, beniget ar re a villig ac’hanoc’h ; groet vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h : ha pedet evid ar re a zrouk komz ac’hanoc’h hag ho trubul ; 45 evit ma veot bugale ho Tad pehini zo en envou ; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vad, hag a laka ar glao da goueza war ar re leal ha war ar re dis-leal. 46 Rag ma na garit nemet ar re ho kâr, pez sort gobr ho pezo-hu ? Ha na ra ket zoken ar bublikaned kement se ? 47 Ha ma ne zaludet nemed ho preudeur, petra a rit-hu a iskiz ? Ha na ra ket zoken ar bublikaned kement-se ? 48 Bezit eta parfet, evel ma zeo parfet ho Tad pehini a zo en envou.
6 Likit evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthei ; rag n’ho pezo ket a baê digant ho Tad pehini a zo en envou. 2 Pa ri