hini em euz lekeat va holl garante.
4 Neuze Jesus a oe kaset gant ar Spered en eul leac’h distro evit beza tentet gant an diaoul. 2 Ha pa hen doa iunet daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez, hen doe naoun goude. 3 Hag an tenter, o veza tosteet outhan, a lavaraz : Mar d’out Mab Doue, lavar ma teûi ar vein-ze da vara. 4 Mes hen o respount a lavaraz : Skrivet eo : Neo ket gant bara hep-ken, e vevo an den, mes gant pep gir a zeu euz a c’henou Doue. 5 Neuze an diaoul hen kasaz er gêar zantel hag hen lekeaz war lein an templ ; 6 hag e lavaraz dezhan : Mar d’out Mab Doue, en em daol d’an traoun ; rag skrivet eo : Gourc’hemen a raio d’he êled kaout soan ouzit ; hag e tougind ac’hanout en ho daouarn, en aoun na stokfez da droad euz eur mean. 7 Jesus a lavaraz dezhan : Skrivet eo ive : Na denti ket an Aotrou da Zoue. 8 An diaoul hen kasaz c’hoaz war eur menez huel meurbed, hag e tiskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed, hag ho gloar ; 9 hag e lavaraz dezhan : An holl draou ze a roin d’id, mar, en em stouez d’am adori. 10 Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Kea-kwit, Satan ; rag skrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep-ken a zervichi. 11 Neuze an diaoul hen lezaz ; ha setu êled a zeuaz, hag a zervichaz anezhan.
12 Mes, pa glevaz Jesus e oa lakeat Ian er prisoun, en em dennaz en Galile. 13 Hag o veza kwiteet Nazaret, e teuaz da choum e Kafarnaoum, kear arvorek, war gozteziou Zabulon ha Neftali : 14 evit ma vije peur-c’hreat ar pez oa bet lavaret gant ar profed Ezai : 15 Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro ’zo war hend ar mor en tu all d’ar Jourdan, Galile ar jentiled ; 16 ar bobl pehini a oa azezet en devalijen, hen deuz gwelet eur c’houlaouen vraz ; hag ar sklerijen zo savet war ar re a oa azezet en bro ha skeud ar maro.
17 Adalek neuze Jesus en em lekeaz da brezegi, ha da lavarout : En em distroit euz Doue, rag rouantelez an envou a zo tost. 18 Ha Jesus, en eur vale a hed môr Galile, a welaz daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andre he vreur, o teurel ho roued er môr, rag pesketerien e oant. 19 Hag e lavaraz dezhei : Deud war ma lerc’h ha me ho raio pesketerien tûd. 20 Hag int, rag-tal, a gwitaaz ho rouejou, hag hen c’heuliaz. 21 Hag ac’hane o vond araok, e welaz daou vreur all, Jakez, mab Zebede, ha Ian, he vreur, pere a oa en eur vag, gand Zebede, ho zad, o tresa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhei. 22 Hag int, rag-tal o kwitaat ho bag hag ho zad, a heuliaz anezhan.
23 Ha Jesus az ea dre an holl C’halile, o kelen en ho sinagogou hag o prezegi Aviel ar rouantelez, hag o iac’haat kement klenved ha kement droug a oa e-touez ar bobl. 24 Hag ar vrûd anezhan az eaz dre an holl Siri ; hag e tigasent dezhan an holl re glanv re dalc’het gant meur a glenved ha gant meur a zroug ; re dalc’het gant an drouk spered, re loarek, re baralitik, hag hen a iac’hee anezhei. 25 Hag eul lod braz a dûd az eaz war he lerc’h euz a C’halile, euz a Zekapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu-hond d’ar Jourdan.
5 Ha, ho welet ar bobl ze, Jesus a biniaz war eur menez ; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. 2 Hag o tigeri he c’henou, e kelene anezhei, o lavarout :
3 Euruz ar re baour a spered ; rag rouantelez an envou a zo dezhei. 4 Euruz ar re a zo er glac’har ; rag int a vezo dic’hlac’haret. 5 Euruz ar re dous ; rag int a herito an douar. 6 Euruz ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar wirionez ; rag int o devezo ho gwalc’h. 7 Euruz ar re drugarezuz ; rag int a gavo trugarez. 8 Euruz ar re ho deuz ar galon bur ; rag int a welo Doue. 9 Euruz ar re a gar ar peoc’h ; rag int a vezo galvet bugale Doue. 10 Euruz ar re a zo trubuliet abalamour d’ar wirionez ; rag rouantelez an envou a zo dezhei. 11 Euruz e vefet, pa refer rebechou deoc’h, pa ho trubulfer, ha pa lavarfer en gaou, pep sort droug a enep deoc’h abalamour d’în. 12 En em laouenait ha tridet a joa, rag ho kobr a vezo braz en envou ; rag evel se eo bet trubuliet ar brofeded pere a zo bet en ho raok.
13 C’hwi a zo holen an douar ; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezô hen rentet dezhan ? N’eo mui mad nemet da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. 14 C’hwi a zo sklerijen ar bed : Eur gear savet war eur menez na hell ket beza kuset : 15 Ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaat dindan ar boezel, mes he lakaat a rer war eur c’hanteuleur ; hag sklera holl dud an ti. 16 Ra sklerio evel-se ho sklerijen dirag an dud,