Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/839

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MAZE, 1, 2.


AN AVIEL ZANTEL HERVEZ MAZE.


1 LEVR lignez Jesus-Christ, mab David, mab Abraham.

2 Abraham oe tad da Isaak. Isaak oe tad da Jakob. Jakob oe tad da Juda ha d’he vreudeur. 3 Juda hen doe, euz a Damar Farez ha Zara. Farez oe tad da Esrom. Esrom oe tad da Aram. 4 Aram oe tad da Aminadab. Aminadab oe tad da Naason. Naason oe tad da Salmon. 5 Salmon hen doe, euz a Rachab, Booz. Booz hen doe, euz a Ruth, Obed. Obed oe tad da Jesse. 6 Jesse oe tad d’ar roue David. Ar roue David en doe Salomon, euz an hini oa bet greg da Uri. 7 Salomon oe tad da Roboam. Roboam oe tad da Abia. 8 Abia oe tad da Asa. Asa oe tad da Josafat. Josafat oe tad da Joram. Joram oe tad da Ozias. 9 Ozias oe tad da Joatham. Joatham oe tad da Achas. Achas oe tad da Ezechiaz. 10 Ezechiaz oe tad da Vanasse. Manasse oe tad da Amon. 11 Amon oe tad da Josias. Josias oe tad da Jechonias ha d’he vreudeur, vardro an amzer ma oant kaset, euz ho bro da Vabilon. 12 Ha goude ma oant bet kaset, euz ho bro da Vabilon, Jechonias a oe tad da Salathiel. 13 Salathiel oe tad da Zorobabel. Zorobabel oe tad da Abiud. Abiud oe tad da Eliakim. Eliakim oe tad daz Azor. 14 Azor oe tad da Sadok. Sadok oe tad da Achim. Achim oe tad da Eliud. 15 Eliud oe tad da Eleazar. Eleazar oe tad da Vatthan. 16 Matthan oe tad da Jakob. Jakob oe tad da Josef, pried Mari, euz as behini eo ganet Jesus, galvet Krist.

17 Beza ez euz eta en holl euz a Abraham bete David, pevarzek rum dud ; hag euz a Zavid bete an divroidigez da Vabilon, pevarzek rum dud ; hag euz an divroidigez da Vabilon, bete ar C’hrist, pevarzek rum dud.

18 SETU ginivelez Jesus-Christ a c’hoarvezaz evelhen ; Goude ma oa dimezet Mari, he vam, gant Josef araog ma oant eet asamblez hi en em gavaz brazez dre ar Spered-Santel. 19 Ha Josef, he fried, o veza eun den gwirion, pehini na felle ket dezhan he mezekaat, a c’hoantaez he c’has kuit en-kuz. 20 Evel ma sonje kement-se, setu, êl an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, dre he gousk, o lavarout : Josef, mab David, n’az pez ket a aoun o kemeret ganez Mari da vreg ; rag ar pez a zo krouet enn-hi a zo euz ar Spered-Santel ; 21 hag e c’hano eur mab, da behini e roi an hano a Jesus rag Hen a zovetao he bobl euz he bec’hejou. 22 Kement-se holl a c’hoarvezaz, evit ma vije peur-c’hreat ar pez a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed o lavarout : 23 Setu, ar werc’hez a vezo brazez, hag a c’hano eur mab, hag a vezo galvet, Emmanuel, da lavarout eo : Doue gan-e-omp. 24 Ha Josef, o veza dihunet euz he gousk, a reaz ar pez hen doa êl an Aotrou gourc’hemenet dezhan, hag e kemeraz he vreg ganthan. 25 Ha ne anavezaz ket anezhi ken a oe gwilioudet euz he mab kenta-ganet, da behini e roaz an hanô a Jesus.


2 Jesus o veza ganet en Bethlehem, Juda, en amzer ar roue Herodez, setu e teuaz majed euz ar sav-heol da Jerusalem, en eul lavarout : 2 Peleac’h ema an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien ? Rag gwelet hon euz he stereden er sav-heol, hag omp deuet d’he adori. 3 Pa glevaz ar roue Herodez ze, e oe troublet hag holl Jerusalem ganthan. 4 Hag o veza dastumet an holl ben-veleien ha skribed ar bobl, e c’houlenaz diganthei peleac’h e tlie beza ganet ar C’hrist. 5 Hag int a lavaraz dezhan : En Bethlehem, Juda ; rag evelhen eo bet skrivet gant ar profed : 6 ha te, Bethlehem, douar Juda, n’hen d’out ket an distera en touez pen keariou Juda ; rag ac’hanout eo e teuo ar rener pehini a reno ma fobl Israel. 7 Neuze Herodez, o veza galvet ar majed e-kuz, a c’houlenaz gant preder diganthei en pe amzer e oa en em ziskouezet ar stereden dezhei. 8 Hag o kas anezhei da Vethlehem, e lavaraz : It, ha goulenit, gant preder, pet leac’h ema ar bugel bihan ze : ha pa ho pezo he gavet, roit d’in da anaout, evit ma’z in me

833