Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/835

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

MALAKI, 4.

13 Ho komzou a zo violant a enep d’in, a lavar an Aotrou.
Ha c’hwi a lavar : Petra hon deuz-ni lavaret entrezomp a enep d’id ?
14 Lavaret hoc’h euz : En vên eo he servicher Doue,
Ha petra hon euz-ni gounezet o veza miret he urzou,
Ha beza baleet en gwiskamant a gaoun
Dirag Aotrou an armeou ?
15 Derc’hel a reomp brema evit euruz ar re ourgouilluz ;
Ar re a ra an drougiez a brosper ;
Ia, tenti a reont Doue hag he tec’hont kwit !
16 Neuze ar re pere a zouj an Aotrou ho deuz komzet an eil d’egile,
Hag an Aotrou a oe eveziek hag he selaouaz ;
Hag eun envor a oe skrivet dirazhan,
Evit ar re a zouj an Aotrou
Ha pere a sonj en he hano.
17 D’in me he vefont, a lavar Aotrou an armeou,
En deiz ma kempennan ;
He vefont va dalc’h ;
Ha me a esperno anezhei, evel ma espern eun den he vab pehini a zervich anezhan.
18 Hag he welfet a nevez an dishenvelded a zo
Entre ar just hag an injust,
Entre an hini a zervich Doue
Hag an hini na zervich ket anezhan.



4 Rag setu, an deiz a zeu,
Ardant evel eur forn ;
An holl re ourgouilluz hag ar re holl a ra an drouk, a vezo evel zoul,
Hag an deiz se pehini a zen ho devo,
A lavar Aotrou an armeou,
Ha na lezo ganthei na grizien na brank.
2 Mes evidoc’h-hu, pere a zou va hano, heol ar reizder a zavo.
Hag ar iec’hed a vezo en he skeud,
Ha c’hwi a ielo er meaz hag a lampo evel loueou eur c’hraou.
3 Ha mac’ha a refet ar re fall,
Rag evel al ludu
He vefont dindan zeuliou ho treid,
En deiz a breparan,
A lavar Aotrou an armeou
4 Ho pezet sonj euz a lezen Moizez, va zervicher,
Da behini he roiz en Horeb, evit Israel holl,
Urzou ha gourc’hemennou.
5 Setu, ez an da gas Eli deoc’h, ar profed,
Araog ma teuo deiz bras hag euzuz an Aotrou.
6 Distrei a raio kaloun an tadou entrezeg ar vugale,
Ha kalounou ar vugale entrezeg ho zadou,
Gant aoun na zeufen ha na skofen an douar a zistruj.



Divez an Testamant koz.
829