Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/829

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZAKARI, 11.

Rag Aotrou an armeou a vizit he dropel, ti Juda,
Hag he ra outhei evel he varc’h a enor er brezel.
4 Anezhan he teu ar mean korn anezhan peul an danten, anezhan gwarek ar brezel ;
Anezhan he teuo an holl chefou asamblez.
5 Beza he vefont evel tud nerzus o vac’ha fank ar ruou er gann ;
Brezellia a rafont, rag an Aotrou, a zo ganthei,
Hag ar gavalierien a vezo mezek var ho c’hezeg.
6 Nerza a rin tud Juda ;
Savetaat a rin ti Josef ;
Ha me ho lakao, rag truez em euz outhei ;
Hag int a vezo evel ma n’em bije ket ho zaolet kwit.
Rag me a zo an Aotrou ho Doue, ha me ho selaouo.
7 Hag Efraim a vezo evel eur c’halounek
Ho c’haloun a vezo joaus evel dre ar gwin ;
Ho mibien a welo anezhan, hag en em laouenao ;
Ho c’haloun en em ieao en Aotrou.
8 Me a c’hwitello dezhei, ha me ho dastumo, rag he daspren a ran ;
Hag he vefont niveruz evel ma int bet.
9 Ho sklabezet em euz entouez ar boblou,
Mes er broiou pell ho devezo sonj ac’hanoun ;
Hag he vevfont gant ho bugale, hag he tistrofont.
10 Ho distrei a rin euz bro an Ejipt,
Ha me ho digaso euz an Asiri ;
Me ho lakao da zont da vro Galaad ha d’al Liban,
Ha ne vezo ket 'a blas awalc’h evithei.
11 Tremen a raio ar mor moan, hag he skoio goazennou ar mor ;
Hag holl dounderiou ar rivier a vezo dizec’het ;
Ourgouil an Asiri a vezo diskaret,
Ha gwalen an Ejipt a vezo lamet.
12 Ho nerza a rin en Aotrou,
Hag he valefont en he hano,
A lavar an Aotrou.



11 LIBAN, digor da zoriou,
Ha ma tevo an tân da wez sedr !
2 Sipre, huanadet ! Rag ar wezen sedr a zo kwezet,
Ar re gaera a zo glac’haret.
Huanadet, dervennou Bassan !
Rag ar c’hoad tefal a zo diskaret.
3 Klevet a rer ar veserien hoch huanadi
Rag ho c’haerder a zo distrujet ;
Klevet a reer al leoned o iudal,
Rag gwiskamant ar Jourdan a zo distrujet.
4 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou va Doue :
Mesa an denved lakeat a du evid 5 ar gigerez,
Pere a ve lazet gant ar brenerien hep beza koupabl,
Hag, a bere ar gwerzerien a lavar :
Benniget ra vezo an Aotrou ! en em binvidikat a ran,
Ha ma na espernio nikun euz ho meserien.
6 Rag na espernin ken tud ar vro,
A lavar an Aotrou.
Ha setu, Me a lakao an dud
En daouarn an eil egile hag en daouarn ho roue ;
Bruzuni a rafont ar vro,
Ha na zelivrin ket euz ho daouarn.

7 En em lakaat a riz da vesa eta denved ar gigerez, en gwirionez ar re falla euz an tropel. Hag He kemeriz diou walen a behini he c’halviz unan Favor, hag eben Ereou, hag he veseiz an denved. 8 Hag he lamiz kwit tri fastor en eur mis hepken ; rag va ine a oa skwizet ganthei, hag ho ine ive a oa en em dic’houtet ac’hanoun. 9 Hag he lavariz : Na vesain ken ac’hanoc’h ! Ra varvo an danvadez klanv ; ma ez aio da goll an hini a dle beza kollet, hag ar re a choumo ra zebrfont kig an eil eben. 10 Hag he kemeriz va gwalen Favor, hag he torriz anezhi evit terri va allians pehini em boa groet gant an holl boblou. 11 Torret he oe en deiz se ; hag evel se ar re falla euz an tropel, pere a zelle ouzin, a anavezaz penaoz he oa komz an Aotrou.

12 Ha me a lavaraz dezhei : Mar kavit mad, roet d’in va gobr ; anez, na roit ket anezhan. Hag he pouezchont evit va gobr tregont pez arc’hant. 13 Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Taol anezhei d’ar poder, ar priz kaer ze pehini ho deuz va lakeet ! Hag he kemeriz an tregont pez arc’hant, hag ho zaoliz en ti an Aotrou, evit ar poder. 14 Goude he torriz va eil gwalen, an Ereou, evit terri ar vreudeuriach entre Juda hag Israel.

15 Goude an Aotrou a lavaraz d’in : Kemer c’hoaz gwiskamant eur meser diskiant. 16 Rag setu, me a ia da sevel eur meseer er vro pehini na welo ket

823