11 Mes n’eo ket fellet ganthei va zelaou ; tennet ho deuz ar skoaz adre ; pounereet ho deuz ho diouskouarn evit na glevchent ket ; 12 ho c’halounou a zo deuet da veza kalet evel eun diamant, evit na gomprenjent ket al lezen nag ar giriou a zisklerie Aotrou an armeou dezhei dre he Spered, gant ar brofeded kenta ; hag he oe eun erez vras a beurz Aotrou an armeou. 13 Hag evel n’ho deuz ket selaouet pa hen deuz kriet, er memeuz doare pa ho deuz kriet n’em euz ket zelaouet, a lavar Aotrou an armeou. 14 Ho c’haset em euz kwit dre an tempest entrezeg an holl boblou pere ne anavezont ket, hag en dreg int ar vro a zo choumet distro, hep deuerien ha monerien, hag euz bro ar blijadur ho deuz groet eur glac’har.
8 GIR Aotrou an armeou a oe c’hoaz diskleriet d’in er c’homzou ma : 2 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Me a zo oauz abalamour da Sion euz a eur jalouzi vras ; jalouz oun abalamour dezhi gant eun erez vras. 3 Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou : Distrei a ran da gaout Sion ; choum a rin en kreiz Jerusalem ; ha Jerusalem a vezo galvet ar gear leal, ha menez Aotrou an armeou, ar menez zantel. 4 Evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : C’hoaz he vezo re goz ha gragez oajet, azezet en plasou Jerusalem, o kaout pep hini he vaz en he zorn, abalamour d’an niver bras euz ho deiziou. 5 Ha plasou kear a vezo leuniet a baotred iaouank hag a verc’hed iaouank, pere a c’hoario var he flasou, 6 Evel se Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Mar ve kement se diez da zaoulagad an nemorant euz ar bobl ma en deiziou ze, ha beza he vezo kement se diez d’am daoulagad ? a lavar Aotrou an armeou. 7 Evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Setu, ez an da zavetaat va fobl euz bro ar Savheol, hag euz bro ar C’huzheol. 8 Lakaat a rin anezhei da zont, ha choum a refont en kreiz Jerusalem ; hag he vefont va fobl, ha me a vezo ho Doue, er wirionez hag er reizder. 9 Evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Ra en em nerzo ho taouarn, o c’hwi pere a glev hirie ar c’homzou ma a c’henou ar brofeded en amzer ma eo bet soliet ti Aotrou an armeou hag adsavet he dempl. 10 Rag, araog an amzer ma, ne oa gobr ebet evit labour an den, na gobr ebet evit labour al loened ; hag evit ar re a iea hag a deue, ne oa peoc’h ebet abalamour d’an enebour, hag he lansen an holl dud an eil a enep egile. 11 Mes brema ne vezin ket evit an nemorant euz ar bobl ma evel en deiziou kenta, a lavar Aotrou an armeou. 12 Rag an had a brospero, ar winien a roio he frouez ; an douar a roio he frodu ; an envou a roio ho glizen, hag he roin an holl draou ze d’ar bobl ma. 13 Hag evel ma hoc’h bet en malloz entouez ar broadou, o ti Juda ha ti Israel, evel se he telivrin ac’hanoc’h hag he vefet en bennoz. N’ho pezet ket aoun, ha ma en em nerzo ho taouarn !
14 Rag evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Evel ma em euz sonjet’ ober drouk deoc’h, pa ho deuz ho tadou kendiaroget va erez, a lavar Aotrou an armeou, ha ma n’em bezo ket bet keûz, 15 evel se em euz resolvet er c’hontrel, en deiziou ma, da ober vad da Jerusalem ha da di Juda. N’ho pezet ket a aoun !
16 Setu an traou a dleet ober : Livirit ar wirionez, pep hini d’he nesa ; rentit ar reizder en ho toriou, hervez ar wirionez hag evit ar peoc’h. 17 Ha na sonjet ket en ho kalounou droug an eil a enep d’egile, ha na garit ket al leou faoz, an holl draou ze a gasaan, a lavar an Aotrou.
18 GIR Aotrou an armeou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 19 Evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Ar iun euz ar bevare mis, ar iun euz ar bempved, ar iun euz ar seizved, hag ar iun euz ar degved mis a zeuo evit ti Juda deiziou a joa hag a levenez, ha gweliou euruz. Mes karet ar wirionez hag ar peoc’h.
20 Evelhen hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Dont a raio c’hoaz poblou ha tud euz kalz a geariou ; 21 ha tud unan anezhei a ielo d’eben hag a lavaro : Deomp, deomp da bedi an Aotrou, ha da adklask Aotrou an armeou ! Fellout a ra d’in mont, me ive ! 22 Ha kalz a boblou ha broadou galloudek a zeuo da glask Aotrou an armeou da Jerusalem ha da bedi an Aotrou eno.
23 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : En deiziou se, dek den euz a douez holl iezou ar vroadou a grogo en pleg sae eur Judeo hag he lavarfont : Ni a ielo ganeoc’h rag anavezet hon deuz ema Doue ganeoc’h.