kreiz ho zi, hag he kuzumo anezhan gant he goad hag he vein.
5 Goude an êl a gomze ouzin a zeuaz er meaz, hag a lavaraz d’in : Sav da zaoulagad, ha sell euz ar pez a zo aze. 6 Hag he lavariz : Petra eo ? Respount a reaz : Eun efa eo en em diskwez. Lavaret a reaz c’hoaz : An doare a ziskwez en holl vro eo. 7 Hag he weliz eun orz ploum savet, hag he oa eno eur vreg azezet en kreiz an efa. 8 Hag he lavaraz : An drougiez eo ! Hag he taolaz anezhi en kreiz an efa hag he taolaz an norz ploum var an digor. 9 Hag, o sevel an daoulagad he selliz, hag he weliz diou vreg en em diskwez ; hag an avel a c’houeze en ho eskelou ; diou askel ho doa evel eskel ar sigogn, hag he savchont an efa entre an douar hag an envou. 10 Hag e lavariz d’an êl a gomze ouzin : Pelec’h he kesont an efa ? 11 Hag hen a lavaraz d’in : Da sevel eun ti dezhan en bro Shinear eo ; ha pa vezo kempennet, he vezo lakeat eno var he zol.
6 SEVEL a riz a nevez va daoulagad hag he selliz, hag he weliz pevar c’har pere a zeue euz a douez daou venez ; hag ar meneziou ze a oa meneziou arem. 2 Euz ar c’henta kar he oa kezek rous ; euz an eil kar, kezek du ; 3 euz an drede kar, kezek gwen ; euz ar bevare kar, kezek kelienet ha nerzuz. 4 Neuze he kemeriz ar gomz, hag he lavariz d’an êl a gomze ouzin : Petra eo kement se, va Aotrou ? 5 An êl a respountaz hag a lavaraz d’in : Beza int pevar avel an envou, pere a zeu euz al lec’h en pehini en em dalc’hent dirag Aotrou an holl douar. 6 Ar c’hezek du pere a zo euz unan ar c’hirri, a ia entrezeg bro an hanter-noz, hag ar re wen a ia var ho lerc’h, hag ar re vriz a ia var zu bro ar c’hreizteiz. 7 Hag ar re nerzuz a zeuaz er meaz, hag a c’houlenaz mont da redek an douar. Hag he lavaraz dezhei : It, kenredet an douar. Hag he kenredchont an douar. 8 Goude he c’halvaz ac’hanoun hag he lavaraz d’in : Gwel, ar re a ia da gaout bro an hanter-noz, a laka va Spered da choum var bro an hanter-noz.
9 Ha komz an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 10 Kemer ar profou euz dorn an esklaved, Heldai, Tobija ha Jedaeja ; kea te da unan, hirie, da di Josiaz, mab Sofoni, el lec’h ma int eruet euz Babilon ; 11 kemer arc’hant hag aour, ha gra kurunennou ganthei, ha laka anezhei var benn Joshua, mab Jotsadak, sakrifier bras. 12 Ha komz dezhan evelhen : Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Setu eun den a behini an hano a zo Diouan, pehini a ziwano euz he lec’h hag a zavo templ an Aotrou. 13 Hennez eo a adsavo templ an Aotrou ; hennez eo hen devezo majeste ; azeza a raio, ren a raio var he drôn ; sakrifier he vezo var he drôn, hag entreze ho daou he vezo groet eur c’hoant a beoc’h. 14 Hag ar c’hurunennou a vezo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaeja hag evit Hen, mab Sofoni, eun envor en templ an Aotrou. 15 Hag ar re a zo pell a zeuo hag a labouro en templ an Aotrou ; ha c’hwi a anavezo penaoz Aotrou an armeou hen deuz kaset ac’hanoun d’ho kaout. Kement se a c’hoarvezo, mar zelaouet gant evez mouez an Aotrou ho Toue.
7 Ar bevare bloaz euz ar roue Dariuz, gir an Aotrou a oe diskleriet da Zakari, ar bevare deiz euz an naoved mis, euz mis Kisleu ; 2 pa oe kaset da di Doue Sharetser ha Regem-Melek, hag he dud, evit supplia an Aotrou, 3 hag evit komz d’ar sakrifierien euz ti Aotrou an armeou, ha d’ar brofeded, er c’homzou ma : Tleout a ran gwela er bempved mis, ha iun, evel em euz groet enpad kement ma a vloaziou ? 4 Ha gir Aotrou an armeou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 5 Komz da holl bobl ar vro ha d’ar sakrifierien, ha lavar dezhei : Pa hoc’h euz iunet en eur wela, d’ar bempved ha d’ar seizved mis, ha kement se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, evidoun me, evidoun me, eo hoc’h euz iunet ? 6 Ha pa zebret ha pa evet, n’eo ket c’hwi eo a zebr hag a ev ? 7 N’eo ket ar c’homzou Hen deuz lavaret an Aotrou dre ar brofeded kenta, pa oa tud en Jerusalem ha pa oa zioul, hi hag he c’heariou en dro dezhi, ha ma oa tud da choum er c’hreizteiz hag er blenen ?
8 Goude gir an Aotrou a oe diskleriet da Zakari er c’homzou ma :
9 Evelhen hen doa lavaret Aotrou an armeou :
Rentet ar reizder gant gwirionez,
Bezet trugarezuz ha truezuz pep hini en kenver he vreur ;
10 Na wasket ket an intanvez nag ar minor, an diaveziad nag ar paour,
Ha na zonjit ket en ho kaloun ar fall an eil a enep d’egile.