Eva a ret, mes n’hoc’h ket gwalc’het ;
Gwisket hoc’h, mes n’hoc’h ket adtomet ;
Hag an hini a c’houne a laka ho c’hobr en eur zac’h toulet.
7 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Evesaet piz ho c’henchou.
8 Piniet d’ar menez, digaset koad,
Ha savet an ti :
Kemer a rin plijadur en kement se,
Hag he vezin glorifiet, a lavar an Aotrou.
9 C’hwi en em harpe var galz, ha setu, he zo nebeut ;
He gaset hoc’h euz d’ho ti, mes c’houezet em euz varnezhan.
Perag ? a lavar Aotrou an armeou.
Abalamour d’am zi, abalamour ma choum en distruj,
Enpad ma en em hast pep hini evit he di.
10 Dre ze an envou dreistoc’h a zalc’h ar c’hlizen,
Hag an douar a zalc’h he brodu.
11 Hag em euz galvet ar sec’hour var an douar, ha var ar meneziou,
Ha var an ed, var ar rezin ha var an eol,
Ha var gement a brodu an douar,
Ha var an dud ha var al loened,
Ha var holl labour an daouarn.
12 Zorobabel, mab Salathiel, Josue mab Jotsadak, sakrifier bras, hag an holl nemorant euz ar bobl a glevaz mouez an Aotrou ho Doue, ha komzou Agge, ar profed, hervez ar mission Hen doa an Aotrou ho Doue roet dezhan ; hag ar bobl he doe aoun dirag an Aotrou. 13 Hag Agge, kannad an Aotrou, a gomzaz d’ar bobl hervez urz an Aotrou, o lavarout : Me a zo ganeoc’h, a lavar an Aotrou.
14 Hag an Aotrou a voutaz spered Zorobabel, mab Salathiel, rener Juda, ha spered Josue, mab Jotsadak, sakrifier bras, ha spered holl nemorant ar bobl ; hag he teujont hag en em lekejont da labourat var di Aotrou an armeou, 15 ho Doue, ar bevare varn-ugent deiz euz ar c’hwec’hved mis, an eilved bloaz euz ar roue Darius.
2 AN unan varn-ugent deiz euz ar seizved mis, gir an Aotrou a oe diskleriet, gant Agge, ar profed, er c’homzou ma : 2 Komz eta da Zorobabel, mab Salathiel, rener Juda, ha da Josue, mab Jotsadak, sakrifier bras, ha d’an nemorant euz ar bobl, ha lavar dezhei :
3 Piou a van en ho touez, euz ar re pere
Ho deuz gwelet an ti ma en he c’hloar kenta,
Ha penaoz he welet-hu anezhan brema ?
Evel ma ema, ha n’ema-hen ket evel netra dirag ho taoulagad ?
4 Mes brema, kourach, Zorobabel ! a lavar an Aotrou ;
Kourach, Josue, mab Jotsadak, sakrifier bras !
Ha kourach, c’hwi, holl bobl ar vro ! a lavar an Aotrou ;
Ha labouret,
Rag me a zo ganeoc’h,
A lavar Aotrou an armeou,
5 Hervez ar gonvenans em euz groet ganeoc’h
Pa ez ejoc’h euz an Ejipt,
Ha va Spered a choum en ho kreiz ;
N’ho pezet ket aoun !
6 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
C’hoaz eur wech, aben nebeut amzer,
Me a vransello an envou hag an douar,
Hag ar mor hag ar sec’h..
7 Me a vransello an holl vroadou,
Hag an tenzoriou euz an holl vroadou a eruo,
Hag he leunin an ti ma a c’hloar,
A lavar Aotrou an armeou.
8 An arc’hant a zo d’in, hag an aour a zo d’in,
A lavar Aotrou an armeou.
9 Gloar an ti diveza ma a vezo brasoc’h
Evit hini ar c’henta,
Hen deuz lavaret Aotrou an armeou ;
Ha me a lakao ar peoc’h el lec’h ma,
A lavar Aotrou an armeou.
10 AR bevare varn-ugent deiz euz an naoved mis, an eilved bloaz euz Darius, gir an Aotrou a oe diskleriet, gant Agge, ar profed, er c’homzou ma : 11 Evelhen a lavar Aotrou an armeou : Kinnig eta d’ar sakrifierien ar goulen ma var al lezen. 12 Mar doug unan benag kig kensakret en pleg he vantel, ha ma stok gant ar vantel ze bara, pe eur meuz poaz benag, pe gwin, pe eol, pe eur boued benag, kement se ha dont a ra zagr ?