Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/819

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

SOFONI, 1, 2.



LEVR SOFONI.


1 GIR an Aotrou, pehini a oe diskleriet da Zofoni, mab Kushi, mab Gedalia, mab Amaria, mab Ezekiaz, en deiziou Josias, mab Amon, roue Juda.

2 Me a lakao an holl draou var c’horre an douar da vont da goll,
A lavar an Aotrou.
3 Lakaat a rin da vervel an dud hag al loened.
Lakaat a rin da vervel
Lapoused an envou, ha pesked ar mor ;
Me a zavo ar skoueriou fall gant ar re fall,
Hag he lammin an dud divar c’horre an douar,
A lavar an Aotrou.
4 Asten a rin va dorn var Juda
Ha var holl dud Jerusalem ;
Hag he lamin euz al lec’h ze an nemorant euz Baal,
Hag hano he veleien gant he zakrifierien,
5 Hag ar re en em stou var an toennou dirag arme an envou,
Hag ar re en em stou o touat dre an Aotrou,
Ha pere a dou ive dre ho roue,
6 Hag ar re en em distro euz an Aotrou,
Hag ar re ne glaskont ket an Aotrou
Ha na sonjont ket ennhan.
7 Tav-te dirag an Aotrou, an Aotrou !
Rag deiz an Aotrou a zo tost ;
An Aotrou hen deuz fichet eur zakrifis,
Santeleet hen deuz he re bedet.
8 Hag en deiz sakrifis an Aotrou,
Me a gastio ar brinsed, ha mibien ar roue,
Hag ar re holl a wisk dillad diaveziad.
9 Ha me a gastio, en deiz se, ar re holl pere a lam dreist an treujo,
Ar re a leun ti ho Aotrou a violans hag a faosoni.
10 En deiz se, he lavar an Aotrou.,
He vezo klevet kriadennou euz dor ar Pesked,
Iudadennou en eilved loden euz kear,
Tag eun diskar bras var ar c’hrec’hiennou.
11 Garmet c’hwi, tud Makthesh !
Rag ar re holl pere a werz a zo distrujet,
An holl dud ze bec’hiet a arc’hant a zo distrujet !
12 Hag hec’h eruo, en amzer ze, ma furchin Jerusalem gant lampou,
Ha ma kastiin he zud pere en em speg en ho liou,
Ha pere a lavar en ho c’haloun : An Aotrou na raio na vad na droug.
13 Ho madou a vezo er pillaj,
Hag ho ziez en glac’har ;
Savet ho devezo tiez, mes na choumfont ket ennhei ;
Plantet ho devezo gwiniennou, mes na evfont ket euz ho gwin.
14 Deiz bras an Aotrou a zo tost ;
Tost eo, ha dont a ra gant hast.
Mouez deiz an Aotrou a skeltra ;
Aze an den nerzuz he unan a losk kriadennou c’hwero.
15 Eun deiz a goler eo an deiz se ;
Eun deiz a dristidigez hag a ankroez
Eun deiz a zistruj hag a c’hlac’har,
Eun deiz amc’houlou ha teval,
Eun deiz goabrennou hag a vrumen.
Eun deiz a drompillou hag a alarm
A enep ar c’heariou nerzuz hag a enep an touriou huel.
16 Lakaat a rin an dud en dristidigez,
Hag he valefont evel re dal,
Abalamour ma ho deuz pec’het a enep an Aotrou.
17 Ho goad a vezo skuliet evel ar boultren,
Hag ho c’hig evel an hudurnez.
18 Nag ho arc’hant, nag ho aour, na helfont ho delivra
En deiz koler an Aotrou ;
Ha dre dân he jalouzi an holl vro a vezo kuzumet ;
Rag euz a eun distruj leun, euz a eun distruj souden eo he skoio holl dud an douar.



2 En em sonjet, en em sonjet,
Broad hep mez !
2 Araog ma c’hano an urz,
Ha ma tremeno an deiz evel eur bellen ;
Araog ma teuo deiz koler an Aotrou varnoc’h,
Araog ma teuo deiz koler an Aotrou varnoc’h !

813